Azorez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: vls:Azôorn
D Robot ouzhpennet: war:Azores
Linenn 74: Linenn 74:
[[vi:Azores]]
[[vi:Azores]]
[[vls:Azôorn]]
[[vls:Azôorn]]
[[war:Azores]]
[[yo:Azores]]
[[yo:Azores]]
[[zh:亚速尔群岛]]
[[zh:亚速尔群岛]]

Stumm eus an 15 Ebr 2010 da 13:06

Banniel an Azorez

An inizi Azorez (e portugaleg Os Açores distaget [ɐˈsoɾɨʃ] pe [ɐˈsoɾʃ]) zo un enezeg portugalat e-kreiz ar Meurvor Atlantel, war-hed 1 500 km diouzh Lisbon ha 3 900 km diouzh Norzhamerika. Strewet eo an inizi (9 enezenn vras hag 8 enezenn vihanoc’h, ar Formigas) war-hed 600 km. En-dro d’an enezeg ez eus un dachennad vor ec’hon zo da Bortugal (1,1 milion km²). Menezioù-tan eo o deus krouet an inizi : an hini zo war enez Pico a dap 2.351 m uhelder ha gant se ez eo menez uhelañ Portugal. E gwirionez e c’haller lavarout ez eo an inizi Azorez menezioù uhel, eus ar re uhelañ zo war hor planedenn, pa vezont muzuliet adal strad ar mor betek o c’hribennoù. Mont a reont d’ober, abaoe 1976, Rannvro Emren an Azores, unan eus an div rannvro emren zo e Portugal (gant Madeira). 241 763 a annezidi a oa en enezeg e 2001. Ponta Delgada eo kêr-benn ar rannvro.

kartenn eus an enezeg

Sed amañ anvioù an inizi :

Amgelc’hwidenn an Azorez eo a gas amzer gaer da gornôg Europa.


Gwelet ivez