Leto : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: pl:Leto (mitologia)
Linenn 86: Linenn 86:
[[nl:Leto]]
[[nl:Leto]]
[[no:Leto]]
[[no:Leto]]
[[pl:Leto]]
[[pl:Leto (mitologia)]]
[[pt:Latona]]
[[pt:Latona]]
[[ro:Leto]]
[[ro:Leto]]

Stumm eus an 10 Ebr 2010 da 21:16

Leto skrapet gant Titios : Apollon (en dorn kleiz), e wareg hag e glaouier gantañ, a glask mirout ouzh Titios hag Artemis, ur wareg hag ur saezh ganti, a zo war-hent. Dremm a-raok un amforenn attek dremmoù ruz, war-dro 515 kent JK. Mirdi al Louvre.


Leto (Λητώ / Lêtố e gregach), a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis hag Apollon.

Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koeos ha d'e c'hoar Foebe.

Mojennoù

Meur a vojenn zo diwar he fenn.

Heskinerezh ha gwilioud

Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Piton war-lerc'h ar paourkaezh plac'h. .

A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud , a neuie war ar mor, kaset-degaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa ket stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe Delos (Δῆλος / Dễlos e gregach, « splann, hewel »).

Nav devezh-pad e voe Leto er gwentloù, pa deuas Ilitia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon.

  • Klask a reas Titios gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
  • Evel he mab Apollon e oa a-du gant tud Troia e-pad brezel Troia.

e Roma

Latona a veze graet anezhi gant ar Romaned.

Lennadurezh

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwelout ivez