Pierrette Kermoal : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 27: Linenn 27:
*[[Marie de France]]. ''Ar gwezvoud'', ''Lanval'', ''Gigemar''..., [[kontadenn]]où. ''In'' : Aber. 2001-2002
*[[Marie de France]]. ''Ar gwezvoud'', ''Lanval'', ''Gigemar''..., [[kontadenn]]où. ''In'' : Aber. 2001-2002
*[[Saint-John Perse]]. ''Skeudennoù da Gruzoe''. ''In'' : Aber, 2000
*[[Saint-John Perse]]. ''Skeudennoù da Gruzoe''. ''In'' : Aber, 2000
*[[Antoine de Saint-Exupéry|Saint-Exupéry, Antoine de]]. ''Ar Priñs bihan''. [[Embannadurioù Preder]], emb. e [[1974]] evit ar wech kentañ. [[2004]]
*[[Antoine de Saint-Exupéry|Saint-Exupéry, Antoine de]]. ''Ar Priñs bihan''. [[Embannadurioù Preder]], emb. e [[1974]] evit ar wech kentañ. Aber, [[2004]]


{{DEFAULTSORT:Kermoal, Pierrette}}
{{DEFAULTSORT:Kermoal, Pierrette}}

Stumm eus an 10 Ebr 2010 da 10:04

Skrivagnerez hag embannerez vrezhonek eo Pierrette Kermoal, ganet e 1947 e Bergerac, kod-post 24100, e departamant Dordogna. Kelennerez war ar galleg, al latin hag ar gresianeg e Roazhon eo bet a-raok mont war he leve da Sant-Pabu, Bro-Leon. Ganti eo bet krouet ar gelaouenn lennegel Aber hag an ti-embann heñvelanvet. Un nebeud troidigezhioù brezhonek diwar ar galleg he deus bet graet, evel Ar Priñs bihan. Klasket he deus broudañ ar skridvarnerezh e brezhoneg dre lenn oberennoù skrivagnerien Skol Walarn en-dro, reoù Roparz Hemon da gentañ-penn.

Ganet eo Pierrette Kermoal en ur familh a orin eus Brest abaoe un nebeud remziadoù. He zud-kozh a oa eus Ploueskad. Hi avat a zo bet savet e Brest.

Studioù

He studioù uhel war al lennegezh a reas e Brest evit ar pezh a sell ouzh al live anvet e galleg gresianekaet khagn (khâgne hag hipokhagn (hypokhâgne). Amañ eo e teskas gant ur c'helenner kozh desket-bras ar pep gwellañ, emezi, eus ar binviji lennegel he devoa ezhomm da vont uheloc'h en he studioù, pe diwezhatoc'h, d'ober war-dro al lennegezh vrezhonek, ar skridvarnerezh, da skrivañ danevelloù pe c'hoazh da ober war-dro ar gelaouenn Aber. Mont a reas goude se da Roazhon da genderc'hel gant he studioù war ar galleg.

Eno eo e teuas c'hoant dezhi da zeskiñ brezhoneg, yezh he zad dreist-holl en doa desket digant e dud-kozh e Ploueskad. En em lakaat a reas gant studi ar yezh o heuilh kentelioù Skol Ober gant Marc'harid Gourlaouen. En ur ober c'hwec'h miz e krogas da gompren ha zoken da gomz ar yezh, rak graet he devoa anaoudegezh gant ur strollad tud yaouank e-kostez Roazhon a veze brezhoneg ganto ingal hag a vroudas anezhi da gomz. He c'hoar a reas kemend-all da c'houde. E-kerzh an hañv ez eas da gKamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien pe KEAV da genderc'hel d'en em varrekaat dre ar soubidigezh. Eno eo e kejas gant tud Skol an Deskadurezh Eil Derez pe SADED.

Oberennoù

Oberennoù faltazi

  • Skleur en noz : Teskad danevelloù (Emb. Aber 2006)
  • Hunvre d'an Hollsent, danevell e meur a zaolenn, Aber 2008

Meur a danevell e kelaouennoù Preder, Al Liamm hag Aber.

Oberennoù skridvarnerezh

  • Liorzh al lennegezh : Arnodskridoù. (Emb. Aber 2006)
  • Un ene tan : Studi personelezh hag oberenn Roparz Hemon (Emb. Aber 2002)
  • Eus Gwarizi vras Emer da vMari-Vorgan: Kentañ studiadenn war oberennoù Roparz Hemon

(in Preder Kaeier 91 - Genver 1967. 59 p. liesskrivet)

  • Dre lennegezhioù ar bed, e kenlabour, Aber 2008
  • A-youl ar gwent, ur studiadenn diwar-benn Barzhonegoù gant Roparz Hemon, embannet e ti Aber.

Troidigezhioù