Diforc'hioù etre adstummoù "Hadean"

Aller à la navigation Aller à la recherche
1 715 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
===Stabiladur an Douar===
 
*4.500 milion bloaz'zo e krog digoc'hadur an Douar. Aezh achapet eus ar reier pe kaset kuit gant ar menezioù-tan a furmas atmosferenn gentañ. Eus CO2, CO, N2, H2 et HCl e oa kenaozet dreist holl. Er c'hontroll d'ar pezh a greder gwechall ne oa ket kalz dour enni hag ur mister a chom orin ar meurvorioù. Posupl eo e voe dougenet o dour gant ar stered lostek. Fonnus e oa ar CO2 hag un [[efed ti-gwer]] bras a walc'h da gempouezañ gwander an [[Heol]] (80% eus e sked a-vremañ) a c'hanas. Gwask a atmosferenn a oa war-dro 200 [[bar]] ha zigreskas he zemperatur dindan 350° e krogas da c'hlaviñ. Ar glav-se eo a furmas ar meuvorioù kentañ war-dro 4.300 milion bloazh'zo.
4.500 milion bloaz'zo e krog digoc'hadur ar reier.
 
*4.400 milion bloazh'zo en em furmas kreizenn an Douar hag e grestenenn gentañ. Eus [[bazalt]] e oa kenaozet, war a seblant, evel krestenenn ar meurvorioù a-vremañ. Bombzadegoù mein-kurun a lakaas ar grestenen-se da deuziñ meur a-wech, avat, hag un darn vras anezhi a voe skrapet kuit er stokad a c'hanas al Loar. Ar greizenn en em furmas pa yeas an Douar da vras a-walc'h evit m' e lakaio da deuziñ an elfennoù skinoberiant a endalc'he. Ar metaloù pounner, an houarn an hini fonnusañ, a sankas war-du ar greizenn tra ma flode ar materi skañvoc'h evel ar [[silikad]]où.
 
*4.300 milion bloazh'zo e aotre furmdigezh ar meurvorioù loc'hadur [[teknonik ar plakennoù]]. Muioc'h plakennoù eget hizi e oa, war a greder, rak finoc'h e oa ar grestenenn ha tommoc'h ar greizenn. D'en em zisheñveliñ an eil ouzh an eben e krogas ar plakennoù kevandirel ha meurvorel. Dindan levezon an dour en dreuzfurmas un darn eus ar bazalt e [[greunit]]. Diloaiañ a reas goueledennoù war ar goueled, ar pezh a grouas reier skañvoc'h eget ar bazalt. Ar re mañ a stummo ar c'hevandir kentañ.
 
==Atmosferenn ha meurvorioù==
9 284

modifications

Lañser merdeiñ