Yen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: krc:Иена
D Robot ouzhpennet: sah:Йена
Linenn 170: Linenn 170:
[[ro:Yen japonez]]
[[ro:Yen japonez]]
[[ru:Японская иена]]
[[ru:Японская иена]]
[[sah:Йена]]
[[simple:Yen]]
[[simple:Yen]]
[[sk:Jen]]
[[sk:Jen]]

Stumm eus an 2 Ebr 2010 da 20:22

Yen
日本円 (e japaneg)
ur bilhed 2000¥ a skeudenn Shureimon pezhioù red
ur bilhed 2000¥ a skeudenn Shureimon pezhioù red
Kod ISO 4217 JPY
Implijet e Japan
Monc’hwezh −1.8%
Andon The Statistics Bureau and the Director-General for Policy Planning, 2009 Jun. est.
Rannadur
1/100 sen
1/1000 rin
Arouez ¥
Plural Liester ebet ez eus e yezh ar moneiz-mañ.
Pezhioù 1¥, 5¥, 10¥, 50¥, 100¥, 500¥
Bilhedoù 1000¥, 2000¥, 5000¥, 10000¥
Bank-kreiz Bank Japan
Lec'hienn www.boj.or.jp
Mouler National Printing Bureau
Lec'hienn www.npb.go.jp

Ar moneiz japanat ofisiel eo ar yen. Krouet e oa e miz Du 1870 e-lec'h ar ryō (両). JPY eo e god ISO. Ar yen a veze rannet e sen, hag e rin zoken (1/1000), n'int ket implijet abaoe 1954 avat.

D'an 11 a viz Du 2009 e talve un euro 134,5 yen.[1]


Doare skrivañ

E arouez grafek e latin a zo ¥. E japaneg e skriver a zo ur stumm eunaet eus an doare-skrivañ kozh 圓. 円 a vez distaget « en » e japaneg (/en/). Ar skrivadur « yen » a zeu eus romanekadur an doare-skrivañ kozh sinaat-ha-japanat ne zalc'h ket kont eus emdroadur an distagadur. « En » e japaneg a dalv kement a « kelc'h » — evel e sinaeg yuan pe e koreeg won, ur gerdarzh heñvel ganto eta.


Pezhioù moneiz

Bilhedoù

bilhedoù kozh 100, 500, 1000 ha 5000 yen (tu mat)
bilhedoù kozh 100, 500, 1000 ha 5000 yen (tu gin)

Seizh seurt bilhedoù a zo graet ganto hiriv an deiz (2006), gant un dalvoudegezh a 1 000, 2 000, 5 000 ha 10 000 yen. Ar bilhedoù 100 ha 500 yen n'int ket anezho ken.

  • Tri eus ar seizh-mañ a oa roet o mon ganto adalek ar 1añ a viz Du 1984 :

- ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn a reont ar skrivagner Sōseki Natsume (1816-1867),
- ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn a reont Inazo Nitobe (1862-1933),
- ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn a reont Yukichi Fukuzawa (1835-1901).

  • Ar bilhedoù 2 000 yen ne vez ket kavet kement anezho dre e oant lakaet er-maez diwezatoc'h, d'an 19 a viz Gouere 2000.
  • Bilhedoù nevez 1 000, 5 000 ha 10 000 a oa lakaet e-barzh d'ar 1añ a viz Du 2004, 20 vloaz goude ar re all eta, evit klokaat reizhiad surentez ar bilhed nevez 2 000 yen :

- ar bilhedoù 1 000 yen a skeudenn ar mezeg Noguchi Hideyo (1876-1928)
- ar bilhedoù 5 000 yen a skeudenn ar skrivagnerez Ichiyo Higuchi (1872-1896)
- ar bilhedoù 10 000 yen a skeudenn c'hoazh Yukichi Fukuzawa (1835-1901). Cheñchet eo bet tresadenn an tu mat avat, n'eo ket ur fazan ken met ur feniks, tennet eus templ Byōdō-in (平等院) e Kyōto, ar memes hini a zo war ar pezhioù 10 yen.

1000 yen (tu mat)
1000 yen (tu gin)
2000 yen (tu mat)
2000 yen (tu gin)
5000 yen (tu mat)
5000 yen (tu gin)
10000 yen (tu mat)
10000 yen (tu gin)
Restr:1000 yens new-recto-specimen.jpg
1000 yen nevez (tu mat)
1000 yen nevez (tu gin)
5000 yen nevez (tu mat)
5000 yen nevez (tu gin)
10000 yen nevez (tu mat)
10000 yen nevez (tu gin)

Emdroadur an euro e-keñver ar yen eus 2000 da 2006 (EUR/JPY)

An euro en deus gounezet ouzhpenn 30 % diouzh ar yen etre 2000 ha 2007

Notennoù ha daveoù

  1. Patrom:Jp(en) 2009 Bank Japan 外国為替市況 Foreign Exchange Rates. Lakaet enlinenn d'ar 26 a viz C'hwevrer 2009

Liammoù diavaez

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける