René Pleven : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neert (kaozeal | degasadennoù)
D Pajenn nevez : '''René Pleven''' zo bet ganet d'ar 15 Ebrel 1901 e Roazhon ha marv d'an 13 Genver 1993 e Pariz. Ur politikour eus kostezenn an demokrated-kristen e oa-eñ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 24 Meu 2010 da 19:53

René Pleven zo bet ganet d'ar 15 Ebrel 1901 e Roazhon ha marv d'an 13 Genver 1993 e Pariz.


Ur politikour eus kostezenn an demokrated-kristen e oa-eñ.

Bet eo gant Charles de Gaulle e Londrez e miz Mezheven 1940 hag e 1958 en doa votet ar galloudoù leun dezhañ.

Kannad Aodoù-an-Arvor eo bet etr 1945 ha 1969.

Aet e oa da benn ar C'huzul e miz Gouere 1950, diwar harp strolladoù an Trede Tu. Kinnig a reas raktres Kumuniezh Europa an Difenn dirak ar gannaded.

E 1951 e voe unan eus kensaverien ar CELIB a voe e brezidant betek 1972.

Eus tu Georges Pompidou e voe e 1969 ha da Vinistr Justis ez eas etre 1969 ha 1973, dindan Jacques Chaban-Delmas ha Pierre Messmer.

E 1973 e voe trec'het gant Charles Josselin, diwar 51 mouezh.

Kentañ prezidant Desavadur Publik rannvroel Breizh e voe e 1974.


Krouet eo bet ar Petit Bleu des Côtes-du-Nord gantañ, ha renet gantañ e-pad 30 vloaz.