Broadelouriezh alamanek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 28 Eos 2006 da 20:46

Patrom:Peurunvan

Broadelouriezh alaman (alamaneg Deutschnationalismus) a vez graet eus un ideologiezh politikel bet savet gant politikourien alamaneger en Aostria-Hungaria hag Impalaeriezh Alamagn en XIXvet kantved. Enebiñ a rae an ideologiezh-mañ ouzh stad liesyezhek ha liessevenadurel an Habsbourged hag ouzh ar slaved o chom eno. En em santout a rae ar vroadelourien alaman alamaned ha n'eo ket aostrianed, ha goulenn a raent e vefe staget rannvroioù alamaneger Aostria-Hungaria ouzh Alamagn. Alies a-walc'h e oa mesket ar pal-se gant santimantoù enepyuzev, enepkloer ha gouennelour. Lonket e oa ar strolladoù broadelour alaman gant an nazied er bloavezhioù 1930.

Hiziv an deiz eo damvarv an ideologiezh-mañ nemet e rannvroioù zo evel Karintia ma'z eus tabutoù yezhoù enne.