Bombard : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 37: Linenn 37:
Brudet eo bet an talabard gant sonerion arbennig war ar benveg-mañ. Matilin an Dall a oa unan deus an talabarderien brudet-se. Ganet e oa e 1789 e Kimperle, deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en deus da seniñ. 'tro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus an talabard e vicher ha sonet en deus uin tamm e pep lec'h heuliet gant Yann ar Chapel, ar c'houplad-se en doa sonet asambles e pad un tregont boalzh bennak. Gouest e oa Matilin da soniñ tonnioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae a rae kement en eureudoù eget e pardonnoù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o gweladenniñ Kemper e 1858. Marvet eo Matilin an Dall( Mathurin Furic eus e anv gwir) e 1859 e-touezh tan-gwall e di. Meur a ganaouen ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag, n'eus ket pell 'zo, un v/Bandenn treset.

[[Skeudenn:Bombarde chromatique.jpg|100px|right]]
[[Skeudenn:Bombarde chromatique.jpg|140px|right]]

Stumm eus an 14 Meu 2010 da 11:27

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.

Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Ur benveg-seniñ eo ar vombard, eus familh ar binvioù dre c'hwezañ, a orin eus familh ar « c'hoadhuelennoù »( hautbois). Implijet e vez ar vombard e sonerezh hengounel Breizh, ne vez kavet nemet e Breizh, e lec'h ma vez implijet evit seniñ dre kouplad pe e bagadoù (stolladoù binvioù keltiek ha tamboulinerezh). Ral eo gwelet un talabarder o soniñ e-unan rak e goulenn ar benveg ur striv korfel bras a-walc'h. Alies e vez o seniñ gant ur biniou (bras pe bihan), rak gallout a ra ar binviji-se c'hoari hep ober ehanoù.

Lodennoù ur vombard

Savet e vez ar vombard e teir lodenn: al lañchenn, ar c'horf hag ar pavilhon.

Al lañchenn: al lañchenn a zo un ibilig kavet e penn a-us ar vombard, savet eo gant daou damm bambouz troc'het treut-tre, stumm viig a zo gant an daou lodenn-se, staget kenetrezho gant un orjal moan-tre ivez d'un duelennig houarn hag a echu gant un tamm lech beget toullet, ha benn gallout sankan al lanchenn e korf an dalabard.

Ar c'horf: ar c'horf a zo savet gant koad kallet: koat beuz, koat gwez pêr, gaiak, koad houarn pe c'hoaz koat eben. Warnañ e vez kavet 6 toull pe muioc'h (dipant a ra ma vez ac'hwezhioù pe get). Gallout a ra ar vombard bezan bravet gant kelc'hiadoù steign, pe kerniel, gant seurtoù koat dishenvel, hag a-wechoù gant ivor.

Ar pavilhon: ar pavilhon a zo un tamm koad korneg toullet a ez ouzhpennet e penn ar vombard a-benn krenvaat ar son. Savet e vez gant koad ivez hag e c'hell bezañ ouzhpennet traoù dioutan ivez.

Tu 'zo kontan ul lodenn (pe lodennoù) ouzhpenn diouzh ar fed ma vez alc'hwezhioù, deus unan betek 3, pe muioc'h a-wechoù. War ar vombardoù « klasel » e vez an aliesañ daou alc'hwez.

Istor

Adalek an adginivelezh eo bet lakaet e-pleustr skeuliad ar solfadurezh en ur dec'hel kont eus an translatan (ar spas reoliek etre an notennoù), ar reizhded hag an tu da c'hoari (arabat e vef bet re a zifoc'h evit c'hoari d'ur benveg d'egile). Ar c'hoadoù huel (hautbois) a zo ar benveg bet reizhet a-benn doujañ d'an teir « lezenn »-se. An binviji aer hengounel a zo bet implijet e memes amzer hag hag c'hoaduelioù araok mont da get, estreget ar vombard hag en deus dreistvevet e Breizh. E lodenn gantan an XXvet kantved eo aet war zigresk bras an niver a sonerien a vinioù kozh hag a talabard. Deuet eo en-dro ar binviji hengounel-se war well er bloavezhioù 1970, e-pad adkreskadurezh an hengoun Breizhad, gant brud Alan Stivell hag ar fed e vefe bet graet festoù-noz hag konkourioù sonerezh hengounel. Un tamm war lec'h eo bet krouet Bodadeg Ar Sonerion, hag a stroll meur a wech bep bloaz bagadoù pe bagadigoù a rummadoù dishenvel, deus ar pempved rummad d'ar c'hentañ hini. Meur a donniadur a vez kavet war ar bombard, an aliesañ e vez kavet bombardoù e si bemol, memes tonniadur hag ar binioù bras skosat, rak e vez kavet alies-tre koupladoù pe bagadoù o seniñ gant an daou benveg-se. Kavet e vez bombardoù a donniadur Fa, Sol, Sol#, La, Si♭, Do ha Re. Implijet e vez ar seurtoù dishenvel-se diouzh ar c'hoant da gaout ur son skiltroc'h pe boudoc'h, pe evit ober eilmouezhioù ouzhpenn d'ar bagad, evit reiñ ur stil pe evit cheñch doare senin diouzh an douareg dibabet.

Kemer ar benveg

Evel meur a benveg a za en dro gant aer e vez douget ar vombard gant daou dorn, an hini dehou en-traon hag an hini kleiz a-us (pe kontrol evit an dud kleizad). Ober a ra ar benveg ur c'horn skouer pe dost gant korf an talabarder, douget e vez al lañchenn etre an daou vuzell, en ur stardañ un tammig anezhi. Paket e vez notennoù mui pe vui uhel, en ur stankañ mui pe vui a doulloù, deus an notennoù boudañ gant an holl doulloù stanket hag notennoù skiltrañ en ur sevel ar bizied en un urzh resis.

Tu da c'hoari

Sonet e vez ar benveg-se dre koupladoù (binioù kozh bombard) evit heuliañ an dañserien dañs breizhad.

Ar bombard a zo ivez unan eus an tri pupitr pennañ eus ar bagadoù (strolladoù muzik hengounel keltiek), gant ar biniou bras, ar c'heff sklaer ha tosserezh. Magañ a ra an tonioù c'hoariet ar ganerien kan-ha-diskan.

Talabarder ha biniaouer.

Ar bombard, benveg brudet

Brudet eo bet an talabard gant sonerion arbennig war ar benveg-mañ. Matilin an Dall a oa unan deus an talabarderien brudet-se. Ganet e oa e 1789 e Kimperle, deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en deus da seniñ. 'tro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus an talabard e vicher ha sonet en deus uin tamm e pep lec'h heuliet gant Yann ar Chapel, ar c'houplad-se en doa sonet asambles e pad un tregont boalzh bennak. Gouest e oa Matilin da soniñ tonnioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae a rae kement en eureudoù eget e pardonnoù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o gweladenniñ Kemper e 1858. Marvet eo Matilin an Dall( Mathurin Furic eus e anv gwir) e 1859 e-touezh tan-gwall e di. Meur a ganaouen ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag, n'eus ket pell 'zo, un v/Bandenn treset.

Un nebeut a sonerion Brudet

    André Le Meut
    Jorj Botuha
    Christophe Caron
    Cyrille Bonneau
    Daniel Le Féon
    David Pasquet
    Fabrice Lothodé
    Éric Beaumin
    Jean Baron
    Mathieu Sérot
    Ronan Keryell
    Serge Riou
    Yann Kermabon
    Claude Le Baron
    Youen Le Bihan
    Ivonig Le Mestre                                                                                                              
                                                                                                                                            Bombard kromatek e koat Eben.

[[Liamm titl