Catholicon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot Ouzhpennet: fr:Catholicon (dictionnaire)
Linenn 16: Linenn 16:


[http://www.catholicon.net/ Ul lec'hienn teiryezhek diwar-benn ar c’h-Catholicon]
[http://www.catholicon.net/ Ul lec'hienn teiryezhek diwar-benn ar c’h-Catholicon]

[[fr:Catholicon (dictionnaire)]]

Stumm eus an 25 Eos 2006 da 18:52


Ar c’h-Catholicon, ar c'hentañ geriadur brezhoneg, a zo bet skrivet e teir yezh, brezhoneg, latin ha galleg. Ar c’hentañ geriadur galleg eo ivez. Savet e voe, pe echuet da vihanañ, e 1464 gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven, ha moullet e voe e 1499 e Landreger gant Jehan Calvez. Anvet eo bet Catholicon, pa ne oa ket roet an anv-se gant an oberour, moarvat diwar anv ur geriadur all , ar geriadur latin brudet a oa anvet Catholicon ivez (Summa grammaticalis quae vocatur Catholicon), savet gant an Dominikan Giovanni Balbi, eus kêr Genoa, (e latin Johannes Januensis de Balbis), hag echuet d’ar 7 a viz Meurzh 1286. Miret ez eus un dornskrid eus an oberenn er « Bibliothèque nationale de France » niverennet Latin 7656, anezhañ 131 follenn skrivet war na daou du anezho. Un adskrid eus ar skrid orin eo, ha mankout a ra an drederenn eus ar follennoù.


Da lenn

  • Le Catholicon, advoulet diwar skouer embannadur Jehan Calvez (1499) gant Christian-J. Guyonvarc'h, Éditions Ogam, Roazhon (1975), adembannet gant Editions Armeline, Brest (2005).
  • Le Catholicon armoricain kinniget ha treuzskrivet gant Jean Feutren, embannet e 1977, Mayenne. Reiñ a ra an embannadur-mañ ur faksimile eus ar skrid war an tu dehou, hag un treuzskrivadur gant lizherennoù latin war an tu kleiz, ur bern notennoù war geriaoueg ar galleg ha traoù all. Levr keinet.
  • Le vocabulaire breton du Catholicon) gant Gwennole Le Menn, Skol, 2001. Roll gerioù ar gerioù brezhoneg a gaver e-barzh, gant o stumm a-vremañ, ar stumm m'emaint skrivet en embannadur 1499, hag o zroidigezh c'hallek.

Liammoù diavaez

Ul lec'hienn teiryezhek diwar-benn ar c’h-Catholicon