Squash : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 70: Linenn 70:
C'hoarierion anavet:
C'hoarierion anavet:


Paotred: Maouezed:
Paotred:
*Geoff Hunt *Vanessa Atkinson
*Geoff Hunt
*Jahangir Khan *Cassie Campion
*Jahangir Khan
*Jansher Khan *Nicol David
*Jansher Khan
*Thierry Lincout *Susan Devoy
*Thierry Lincout
*Grégory Gaultier *Sarah Fitz-Gerald
*Grégory Gaultier
*Peter Nicol *Michelle Martin
*Peter Nicol
*David Palmer *Carol Owens
*David Palmer
*Jonathon Power *Isabelle Stoehr
*Jonathon Power
*Amr Shaana
*Amr Shaana
*Ramy Ashour
*Ramy Ashour
*John White
*John White


Maouezed:
*Vanessa Atkinson
*Cassie Campion
*Nicol David
*Susan Devoy
*Sarah Fitz-Gerald
*Michelle Martin
*Carol Owens
*Isabelle Stoehr


[[Rummad:Squash]]
[[Rummad:Squash]]

Stumm eus an 9 Meu 2010 da 18:41

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.



Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù bro Saoz hag e bro Saoz e vez c'hoariet ar muiañ d'ar sport-mañ.

Istoer ar squash

Er XIX kantved eo bet ijinet ar squash e bro saoz. Doc'h ar seblant e vehe ar squash é tonet ag ar c'hoari flac'h. En XIII vet kantved eo bet ijinet ar c'hoari-se. Get an dorn e veze c'hoariet a-raok. Ar balikenn gentañ a zo bet ijinet e 1505. Ar c'hoari « rackets » a zo bet ijinet tro-dro 1850 e bro saoz, c'hoariet get tud pinvik saoz. Kroget e vehe bet ar squash get 2 desker ag ar skol Harrow hag o dehe c'hoariet d'ar rackets àr ur vangoer. Evit tremen d'ar rackets d'ar squash eo bet ret ijin ur volotenn e gom-gwevn. Donet a ra anv ar squash ag an trouz graet get ar volotenn p'en em flastr àr doc'h ar vangoer. E 1883 eo bet krouet tachenn kentañ squash ar bed, anavet eo neuze ar squash el ur sport. En em ledet en deus ar c'hoari-se dreist-holl e bro Saoz hag en e drevadennoù. E 1911 eo bet krouet ar reolennoù ofisiel evit ma vehe choariet hañval e pep lec'h. Met en SUA eo bet nac'het ha hiriv-an-deiz o deus c'hoazh reolennoù dishañval, get ur volotenn kaletoc'h hag en ur jediñ ar poentoù en ur mod arall. Anvet eo ar c'hoari-mañ hardball squash. Krouet eo bet kevredad broadel squash bro-saoz. Tu 'zo bet neuze krouiñ kenstrivadegoù èl ar british open e 1930. Krouet eo bet ar gevredad etrevroadel squash e 1967. 7 bro a oa enni neuze, bro saoz, Aostralia, India, Pakistan, Afrika ar su, Zeland-nevez hag Ejipt. 118 a oa anezhe e 1993 get an anv World squash federation. Krouet eo bet kevredad squash europa e 1973 ha kani frañs e 1980 àr-lerc'h bout bet meret get kevredad frañs tennis. Hiriv-an-deiz e vez implijet muioc'h mui ar reolennoù etrevroadel en SUA kentoc'h evit an hardball squash.

Reolennoù

Ment an dachenn:

  • Hirder:9,75m
  • ledander:6,4m
  • uhelder ar vangoer tal: 4,57m


Skoiñ a ra ar c'hoarierion ar volotenn a bep eil. Rank a ra anezhi degouezh doc'h ar vangoer foñs àr-eeun pe pas. Un adlamm d'ar muiañ a zo aotreet a-raok skoiñ ar volotenn. Ma zegouezh a-us ar linenn uhelañ pe a-is ar linenn izelañ àr ar vangoer foñs, pe àr ar linennoù-se emañ gaou. Klasket e vez en em zilec'hiiñ àr an « T », e kreiz àr-lerc'h bout skoet ar volotenn. Difennet eo skoiñ ar volotenn m'emañ ar c'hoarier arall e-tal.

Jediñ ar poentoù

Dishañval e oa ar reolennoù-se get ar gwazed hag ar vaouezed a-raok met hiriv emañ hañval. E tri c'hoari e vez gouniet ar bartienn. Get 11 poent e vez gouniet pep c'hoari ha get 2 boent diforc'h. Ur poent a vez merket memes pand bet gouniet an eskemm get ar resever.

Ar servij

Dibabet 'vez ar servijer gentañ dre zegouezh. Ur servij a zo, p'emañ c'huitet 'd eo ket tu adober anezhañ. Dibabet e vez get ar servijer gentañ ar c'harrez servij en deus c'hoant. Ret eo dezhañ kas ar volotenn en hanter dachenn arall en ur vanniñ anezhi etre ar linenn servij ha linenn uhelañ ar vangoer tal. Ma skoa ar volotenn àr ur vangoer Ma vez gouniet an eskemm get ar servijer e vez kemmet karrez servij.

Pa za ar resever da vout servijer e tibab e garrez servij. Treid ar servijer a rank bout e diabarzh ar c'harrez, difennet eo kaout an treid àr linenn ar c'harrez servij.

E Amerika ne vez ket merket poent erbet pa c'houni ar resever hag e 15 poent e vez gouniet urc'hoari.

Let

Ar let a zo ar fed ma vehe diposubl d'ur c'hoarier skoiñ ar volotenn abalamour d'ar c'hoarier arall pa ne ket an tenner tost da c'hounit an eskemm. Adkroget e vez neuze an eskemm. Mand eus ur c'hoarier en em lakaet etre ar volotenn hag ar vangoer pe re dost ag ar c'hoarier e vonet da skoiñ ar volotenn a ratozh e vez gouniet an eskemm get an den jenet. Pand eo eñ tost da c'hounit an eskemm e vez memes tra.

Diazezoù ar squash

  • En em dilec'hiiñ àr an « T ».
  • Kas ar volotenn ar pellañ posubl ag an « T », er c'hornioù.
  • Gober un hent-bann kenstur ha tost tre d'ar vangoer kostez.
  • Ne pas skoiñ ar volotenn en ur redek.

Palikenn ha bolotenn

Ar volotenn a zo graet e gom-gwevn ha du eo. Poentoù liv a zo àrne e-keñver tizh ar volotenn:

  • Daou boent melen, difonn difonn tre.
  • Ur poent melen, difonn tre
  • Ur poent gwer pe gwenn, difonn
  • Ur poent ruz, normal
  • Ur poent glas, buan

Kampionadoù:

-Kampionad ar bed -British open -Super series finals: ur c'hampionad etre an 8 c'hoarier gwellañ er bed ag ar blez a-raok.


C'hoarierion anavet:

Paotred:

  • Geoff Hunt
  • Jahangir Khan
  • Jansher Khan
  • Thierry Lincout
  • Grégory Gaultier
  • Peter Nicol
  • David Palmer
  • Jonathon Power
  • Amr Shaana
  • Ramy Ashour
  • John White

Maouezed:

  • Vanessa Atkinson
  • Cassie Campion
  • Nicol David
  • Susan Devoy
  • Sarah Fitz-Gerald
  • Michelle Martin
  • Carol Owens
  • Isabelle Stoehr