Squash : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù bro Saoz hag e...
 
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{Raktres Lise Diwan}}
Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù bro Saoz hag e bro Saoz e vez c'hoariet ar muiañ d'ar sport-mañ.

Linenn 37: Linenn 38:
Pa za ar resever da vout servijer e tibab e garrez servij. Treid ar servijer a rank bout e diabarzh ar c'harrez, difennet eo kaout an treid àr linenn ar c'harrez servij.
Pa za ar resever da vout servijer e tibab e garrez servij. Treid ar servijer a rank bout e diabarzh ar c'harrez, difennet eo kaout an treid àr linenn ar c'harrez servij.
E Amerika ne vez ket merket poent erbet pa c'houni ar resever hag e 15 poent e vez gouniet urc'hoari.
E Amerika ne vez ket merket poent erbet pa c'houni ar resever hag e 15 poent e vez gouniet urc'hoari.

[[Rummad:Squash]]

[[ar:اسكواش]]
[[ast:Escuax]]
[[bg:Скуош]]
[[bo:རྫོང་གྲུག]]
[[ca:Esquaix]]
[[cs:Squash]]
[[da:Squash]]
[[de:Squash]]
[[en:Squash (sport)]]
[[eo:Skvaŝo]]
[[es:Squash]]
[[et:Seinatennis]]
[[fa:اسکواش]]
[[fi:Squash]]
[[gl:Squash]]
[[he:סקווש]]
[[hr:Skvoš]]
[[hu:Fallabda]]
[[id:Squash]]
[[it:Squash]]
[[ja:スカッシュ (スポーツ)]]
[[ko:스쿼시]]
[[lv:Skvošs]]
[[ms:Skuasy]]
[[mt:Skwoxx]]
[[nl:Squash]]
[[nn:Idretten squash]]
[[no:Squash (sport)]]
[[pl:Squash]]
[[pnb:اسکواش]]
[[pt:Squash]]
[[rm:Squash]]
[[ru:Сквош]]
[[simple:Squash (sport)]]
[[sk:Squash]]
[[sl:Skvoš]]
[[sr:Skvoš]]
[[sv:Squash (sport)]]
[[ta:ஸ்குவாஷ்]]
[[tr:Squash]]
[[ur:اسکوائش]]
[[zh:壁球]]

Stumm eus an 8 Meu 2010 da 19:47

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.

Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù bro Saoz hag e bro Saoz e vez c'hoariet ar muiañ d'ar sport-mañ.

Istoer ar squash

739px-Squash_court.JPG Er XIX kantved eo bet ijinet ar squash e bro saoz. Doc'h ar seblant e vehe ar squash é tonet ag ar c'hoari flac'h.

En XIII vet  kantved eo bet ijinet ar c'hoari-se. Get an dorn e veze c'hoariet a-raok. Ar balikenn gentañ a zo bet ijinet e 1505.  

Ar c'hoari « rackets » a zo bet ijinet tro-dro 1850 e bro saoz, c'hoariet get tud pinvik saoz. Kroget e vehe bet ar squash get 2 desker ag ar skol Harrow hag o dehe c'hoariet d'ar rackets àr ur vangoer. Evit tremen d'ar rackets d'ar squash eo bet ret ijin ur volotenn e gom-gwevn. Donet a ra anv ar squash ag an trouz graet get ar volotenn p'en em flastr àr doc'h ar vangoer. E 1883 eo bet krouet tachenn kentañ squash ar bed, anavet eo neuze ar squash el ur sport. En em ledet en deus ar c'hoari-se dreist-holl e bro Saoz hag en e drevadennoù. E 1911 eo bet krouet ar reolennoù ofisiel evit ma vehe choariet hañval peplec'h. Met en SUA eo bet nac'het ha hiriv-an-deiz o deus c'hoazh reolennoù dishañval, get ur volotenn kaletoc'h hag en ur jediñ ar poentoù en ur mod arall. Anvet eo ar c'hoari-mañ hardball squash. Krouet eo bet kevredad broadel squash bro-saoz. Tu 'zo bet neuze krouiñ kenstrivadegoù èl ar british open e 1930. Krouet eo bet ar gevredad etrevroadel squash e 1967. 7 bro a oa enni neuze, bro saoz, Aostralia, India, Pakistan, Afrika ar su, Zeland-nevez hag Ejipt. 118 a oa anezhe e 1993 get an anv World squash federation. Krouet eo bet kevredad squash europa e 1973 ha kani frañs e 1980 àr-lerc'h bout bet meret get kevredad frañs tennis. Hiriv-an-deiz e vez implijet muioc'h mui ar reolennoù etrevroadel en SUA kentoc'h evit an hardball squash.

Reolennoù

Ment an dachenn: Restr:Http://commons.wikimedia.org/wiki/File:Squash Court German.jpg

  • Hirder:9,75m
  • ledander:6,4m
  • uhelder ar vangoer tal: 4,57m

Skoiñ a ra ar c'hoarierion ar volotenn a bep eil. Rank a ra anezhi degouezh doc'h ar vangoer foñs àr-eeun pe pas. Un adlamm d'ar muiañ a zo aotreet a-raok skoiñ ar volotenn. Ma zegouezh a-us ar linenn uhelañ pe a-is ar linenn izelañ àr ar vangoer foñs, pe àr ar linennoù-se emañ gaou. Klasket e vez en em zilec'hiiñ àr an « T », e kreiz àr-lerc'h bout skoet ar volotenn. Difennet eo skoiñ ar volotenn m'emañ ar c'hoarier arall e-tal.

Jediñ ar poentoù

Dishañval e oa ar reolennoù-se get ar gwazed hag ar vaouezed a-raok met hiriv emañ hañval. E tri c'hoari e vez gouniet ar bartienn. Get 11 poent e vez gouniet pep c'hoari ha get 2 boent diforc'h. Ur poent a vez merket memes pand bet gouniet an eskemm get ar resever.

Ar servij

Dibabet 'vez ar servijer gentañ dre zegouezh. Ur servij a zo, p'emañ c'huitet 'd eo ket tu adober anezhañ. Dibabet e vez get ar servijer gentañ ar c'harrez servij en deus c'hoant. Ret eo dezhañ kas ar volotenn en hanter dachenn arall en ur vanniñ anezhi etre ar linenn servij ha linenn uhelañ ar vangoer tal. Ma skoa ar volotenn àr ur vangoer Ma vez gouniet an eskemm get ar servijer e vez kemmet karrez servij.