C'hione : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: de, en, fr, ru
D Robot ouzhpennet: ca, es, eu, it, lt, pt kemmet: de, en, fr, ru
Linenn 42: Linenn 42:
* Joël Schmidt, ''Dictionnaire de la mythologie grecque et romaine'', Librairie Larousse, coll. « Références Larousse », France, 1990 (3{{e}} éd. 1985).
* Joël Schmidt, ''Dictionnaire de la mythologie grecque et romaine'', Librairie Larousse, coll. « Références Larousse », France, 1990 (3{{e}} éd. 1985).


[[ca:Quíone (filla de Dedalió)]]
[[de:Chione]]
[[en:Chione]]
[[de:Chione (Tochter des Daidalion)]]
[[en:Chione (daughter of Daedalion)]]
[[fr:Chioné]]
[[ru:Хиона]]
[[es:Quíone]]
[[eu:Kione]]
[[fr:Chioné fille de Dédalion]]
[[it:Chiono]]
[[lt:Chionė]]
[[pt:Quione (Boréade)]]
[[ru:Хиона (дочь Дедалиона)]]

Stumm eus an 8 Meu 2010 da 18:04

C'hione ( Χιονη, «erc'h» e gregach) a zo anv teir doueez a eil renk e mojennoù Hellaz.

Kaset he mab da vartolod

Kousket a reas gant Poseidon ha genel a reas o mab Eumolpos war-lerc'h. Skeiñ a reas ar mab-se er mor, gant aon rak konnar he zad-hi. Poseidon avat a saveteas ar mabig hag en fizias en ur verc'h da Amfitrit.

Hervez Claudius Aelianus (De Natura Animalium), e oa ivez mamm an Hiperboreaned, ha Boreas e oa o zad.

Ur fogaserez

  • Ur C'hione arall, ur goantenn a blac'h, a oa merc'h da z-Daidalion. Ken koant e oa ma sot an holl zoueed ganti.

Ma c'hanas daou vab en ur c'hofad: unan a oa Filammon, a oa mab da Apollon, hag egile a oa Aotolikos, a oa mab da Hermes. Ha C'hione vrell da fougeal e oa bet karet gant daou zoue, ha krediñ tostaat he c'hened ouzh hini Artemis, hag ober goap ouzh an doueez chomet gwerc'h. Met an doueez, droug enni o welout kement a fouge enni, a reas dezhi paouez gant hec'h ardoù: ur saezhad dezhi en he zeod, ken e varvas diwar-lerc'h, ha peoc'h ganti.

An tad en em lazhas gant ar glac'har oc'h en em deurel diwar lein ar menez Parnas; troet e voe e falc'hun gant Apollon.

Unan all c'hoazh

Ur C'hione arall c'hoazh a oa un naiadez merc'h Kalliroe hag an doue-stêr Nilus pe Neilus. Gwallet e voe gant ur c'houer. Zeus a gemeras truez outi hag he c'hasas d'ar c'houmoul. Alese e taol erc'h war dezerzhoù kras Egipt.

Anv

Tostaat a c'haller anv C'hione ouzh hini Gwennerc'h e mojennoù all.

Bevoniezh

E bevoniezh:

  1. C'hione zo ur plant eus ar spesad Rubiaceae.
  2. C'hione zo ur grogenn eus ar spesad Veneridae.


Skridoù-orin


Levrioù

  • M. Grant & J. Hazel, Who's Who in Classical Mythology, David McKay & Co Inc, 1979
  • Joël Schmidt, Dictionnaire de la mythologie grecque et romaine, Librairie Larousse, coll. « Références Larousse », France, 1990 (3 éd. 1985).