Lusifer : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: uk:Люцифер kemmet: ru:Люцифер |
D Robot ouzhpennet: cy:Lwsiffer |
||
Linenn 28: | Linenn 28: | ||
[[ca:Llucifer]] |
[[ca:Llucifer]] |
||
[[cs:Lucifer]] |
[[cs:Lucifer]] |
||
[[cy:Lwsiffer]] |
|||
[[da:Lucifer]] |
[[da:Lucifer]] |
||
[[de:Luzifer]] |
[[de:Luzifer]] |
Stumm eus an 7 Meu 2010 da 12:14
Gwall bell emañ Lusifer Romaned an Henamzer diouzh Lusifer ar Gristenien.
Doue roman
Lusifer a oa un doue roman, mab da Aurora (Eos gant tud Hellaz), doueez tarzh an deiz. Par ha kar eo d'an doue Fosforos e relijion Hellaz, a zo tad da Keiks ha da z-Daedalion.
An anv
Talvezout a ra kement hag "an hini a zoug ar goulou". Anvioù all zo dezhañ, a vez graet eus Steredenn ar Beure, ar Werelaouen e brezhoneg:
Bez eo ivez al lesanv a vez graet eus doueed all ar Sklerijenn.
Lusifer ar gristenien
Lusifer a vez gwelet, abaoe ar Grennamzer, evel un « ael kouezhet », hañval-bev ouzh Satanas, un drougael, enebour Doue. Kement-se a deu eus levezon al lennegezh kristen. Hervez ar Gristenien ez eo un arc’hael eus an Neñvoù (darn a lavar ur cherubin, pe ur serafin) hag a zo savet lorc’h ennañ ha c’hoant da enebiñ ouzh doue e grouer. Taolet e voe e-maez eus ar baradoz gant an aeled fall all a seurt gantañ, hag abaoe emaint o redek ar bed-mañ.
Orin an eil Lusifer
Dont a ra an anv eus ar Vulgat, skrid latin ar Bibl aozet gant sant Hieronimos.