Arsailh war Pearl Harbor : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot : kemm Rummad:Eil Brezel Bed
D Robot ouzhpennet: simple:Attack on Pearl Harbor
Linenn 57: Linenn 57:
[[ru:Нападение на Пёрл-Харбор]]
[[ru:Нападение на Пёрл-Харбор]]
[[sh:Napad na Pearl Harbor]]
[[sh:Napad na Pearl Harbor]]
[[simple:Attack on Pearl Harbor]]
[[sk:Útok na Pearl Harbor]]
[[sk:Útok na Pearl Harbor]]
[[sl:Napad na Pearl Harbor]]
[[sl:Napad na Pearl Harbor]]

Stumm eus an 6 Meu 2010 da 16:22

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Pearl Harbor, tachenn morlu SUA ar Meurvor Habask, a voe taget gant ar Japaniz d'ar 7 a viz Kerzu 1941, hep disklêriadenn a vrezel.

Evel ma oa bet rag treset gant Yamamoto e tagfe 6 vag doug kirri-nij d'ar 7 a viz Kerzu 1941 dre div wagenn a 353 karr-nij war Pearl Harbor hag Hawaii. An dagadenn a zo bet ur berzh bras evit ar Japaniz dre ma oa bet kaset d'ar strad peder Kuirasek hag en deus harzhet diorroadur ar morlu Amerikan er meurvor Habask. Ar bigi Doug kirr-nij a oant poentoù a bouezh en tagadenn met, n'int ket bet laket evel pouezhusoc'h evit ar bigi al war kartenn an objekifoù.

Evit gwir ez eus bet kaset d'ar strad: pemp Kuirasek, teir all a zo bet damm distrujet ha dek vag all a zo bet kaset d'an traoñ. Dipitet eo bet memes tra Yamamoto gant Nagumo Chuichi a oa e penn an dagadenn dre ma ne oa ket bet distrujet ar bigi a ne oant ket er porzh hag re dister e oa bet ar bombezenadur war al lec'hioù strategel eus Oahu. Nagumo a oa laouen gant ar c'holloù bras a oa bet graet d'ar morlu Amerikan. N'eo bet kollet gant ar Japaniz nemet 29 karr-nij padal e oa bet rakwellet ur c'holl a daou vag ganto.

Met ne oa ket tu da Yamamoto da gourdrouziñ Nagumo dre ma oa un nebeut kudenioù ( nebeut a armoù evit tagañ lec'hioù stretegel zo, diouer a gwiziegezh war lec'hiadur ar bigi ne oant ket er porzh, dachenn well re berr evit kass un trde argad,...) War an dachenn politikel eo bet un drast evit bro Japan. Kasoni a zo bet a enep bro Japan gant ar SUA dre ma'zeo bet gwellet tagadenn Pearl Harbor evel un dagadenn dre dindan ha gant disoc'hoù drastus. Lakaet en deus ar bobl da reaktiñhag en deus roet an tu da F.D.Roosevelt da diskleriañ ar brezel d'ar Japan. Lavaret en devoa F.D.Roosevelt ne vefe kaset soudard ebet da brezeliñ pell eus e vro keit ma ne vefe ket bet taget ar vro. Gant tagadenn Pearl Harbor ez eus bet tu da F.D.Roosevelt da dagañ ar Japan hep mont a enep e gêr. War an tu strategel ez eo bet dreist disoc'hoù tagadenn Pearl Harbor, harzhet eo bet an nerzhioù Amerikan da vont er meurvor Habask. Met ne ouie ket Yamamoto e oa bet ehanaet ar soñj brezel er meurvor Habask gant an Amerikaned evit ur strategiezh difenn ha kreizhenniñ an nerzhioù evit tagañ bro Alamagn. Hag an urzhioù roet d'an amiral Husband Kimmel a oa da difenn d'ar Japaniz da mont e Reter ar meurvor Habask hag e Australia.


Ar vatimant USS Arizona o teviñ

Patrom:Liamm PuB Patrom:Link FA Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB