Savielly Tartakower : diforc'h etre ar stummoù
Dif. |
|||
Linenn 53: | Linenn 53: | ||
* [[Hans Kmoch|Kmoch, Hans]] (2004). [http://www.chesscafe.com/text/kmoch03.txt Grandmasters I Have Known: Sawielly Grigoriewitsch Tartakower e Chesscafe] ; |
* [[Hans Kmoch|Kmoch, Hans]] (2004). [http://www.chesscafe.com/text/kmoch03.txt Grandmasters I Have Known: Sawielly Grigoriewitsch Tartakower e Chesscafe] ; |
||
* [http://www.chessgames.com/perl/ezsearch.pl?search=Tartakower Partiennoù Tartakower] |
* [http://www.chessgames.com/perl/ezsearch.pl?search=Tartakower Partiennoù Tartakower]. |
||
* [[Hans Ree|Ree, Hans]] (2006) [http://www.chesscafe.com/hans/hans.htm Barzhoniezh Tartakower] . |
|||
Stumm eus an 21 Eos 2006 da 09:04
Savielly (Xavier) Grigoryevitch Tartakower, bet ganet d'an 22 a viz C'hwevrer 1887 e Rostov-an-Don en un tiegezh aostriat-poloniat, marvet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1956 e Pariz (Bro-C'hall).
E dud, yuzev, a voe drouklazhet e-doug ur pogrom pa oa 12 vloaz.
Kemer a reas perzh er Brezel Bed Kentañ en armeoù aostro-hungariat. Dont a reas goude da Vro-C'hall. Dibab a reas neuze bout keodedour poloniat, daoust dezhañ bout divarrek war ar poloneg. E-pad an Eil Brezel Bed e kemeras perzh er Rezistañs dindan an anv-brezel Cartier. Goude an Eil Brezel Bed, ne faotas ket dezhañ distreiñ da Bolonia, deut da vout komunour. Broadet e voe Gall.
Meurc'hoarier echedoù gall-poloniat. Kelenn a reas da Miguel Najdorf. Kemer a reas perzh en ur bern tournamantoù etrebroadel gant disoc'hoù a-zoare, da skwer e Vienna (1923), e Londrez (1927) hag e Hastings (1946).
Skrivet e voe gantañ ur yoc'h pennadoù er c'hazetennoù arbennik ha kalz a levrioù ivez.
Un digoradur
Ijinet oa bet gantañ an digoradur-mañ, diwar an Digoradur Holandat:
1.d4 f5
2.e4 fe
3.Mc3 Mf6
4.g4
Oberennoù skrivet
- Savielly Tartakower, La partie d'échecs hypomoderne;
- Savielly Tartakower, The Tree of Chess Knowledge;
- Xavier Tartacover, Tartakover vous parle, Petite Bibliothèque Payot, Embannadurioù Payot, Pariz.
- Savielly Tartakower ha Julius du Mont , 500 Master Games of Chess, Dover Publications, June 1, 1975, ISBN 0-486-23208-5. (bet embannet a-raok e div levrenn gant G. Bell & Sons, 1952.)
- Xavier Tartacover, Bréviaire des échecs, unan eus al levrioù kinnig e galleg.
- Savielly Tartakower, My Best Games Of Chess 1905-1954, Dover Publications, 1985, ISBN 0-486-24807-0. Klok-kenañ eo al levr-mañ.