Janed Bro-Saoz, priñsez Kembre : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 66: Linenn 66:
*''Siwan'', pezh-c'hoari gant [[Saunders Lewis]].
*''Siwan'', pezh-c'hoari gant [[Saunders Lewis]].


[[Rummad: istor Kembre]]
[[Rummad:Istor Kembre en XIIIvet kantved]]
[[cy:Y Dywysoges Siwan]]
[[cy:Y Dywysoges Siwan]]
[[cs:Johana Anglická (1237)]]
[[cs:Johana Anglická (1237)]]

Stumm eus an 1 Meu 2010 da 11:09

Arched-maen Janed
Arched-maen Janed, en iliz Biwmaris, en Enez Mon.

Janed Bro-Saoz, pe Siwan e kembraeg (war-dro 1195 - 2 a viz C'hwevrer 1237), a oa merc'h bastard d'ar roue saoz Yann Dizouar. Dimeziñ a eure da Llywelyn Fawr, Priñs Kembre e 1205, ha mamm da Dafydd ap Llywelyn a renas war-lerc'h e dad. Brudet eo hec'h anv abalamour d'he c'harantez ouzh ur baron norman Gwilym Brewys. Pouez bras he doe koulskoude ha levezon e kuzul ar priñs.

Istor

Clementia Pinel e oa anv he mamm, ur plac'h eus lez ar roue. N'ouzer netra diwar he fenn .[1] . Hanter-c'hoar eta e oa d'ar roue saoz Herri III. Marteze e oa ganet a-raok da Yann dimeziñ d'e wreg kentañ e 1189, met n'haller ket bout sur abalamour d'an diouer a destenioù.


Karantez

Garth Celyn, Aber; marteze eo eno e voe bac'het gant he gwaz.

Karantez a vagas ouzh Caf Gwilym Brewys (William de Braose), aotrou Normaned Rouantelezh Brycheiniog, e 1230.

Hiziv emañ bez-maen Siwan gant he delwenn warni en Iliz Biwmaris en Enez Mon.

He bugale

Bugale all en doa Llywelyn Fawr. Krediñ a reer eo Tangwystl Goch an hini a oa mamm da Gruffudd ap Llywelyn Fawr, breur henañ Dafydd, ha se zo kaoz ne voe ket ar bastard a renas.


Lennegezh

  1. Charles Cawley: Medieval Lands, Wales