C'heiron : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ka:ქირონი
Linenn 74: Linenn 74:
[[it:Chirone]]
[[it:Chirone]]
[[ja:ケイローン]]
[[ja:ケイローン]]
[[ka:ქირონი]]
[[ko:케이론]]
[[ko:케이론]]
[[lt:Cheironas]]
[[lt:Cheironas]]

Stumm eus an 24 C'hwe 2010 da 15:48

C'hiron o kenteliañ Akilles'.
C'hiron o kenteliañ Akilles', livet gant Jean-Baptiste Regnault.
Deskadurezh Akilles, gant Delacroix (toennvolz ar Palais Bourbon e Pariz)

C'heiron (Χείρων e gregach, distaget C'hiron e gresianeg a-vremañ) a oa un den-marc'h e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'an doue Kronos ha d'an okeanidenn Filira.


Ganedigezh

Evit tec’hel rak gwarizi e wreg Rea petra a reas Kronos nemet treiñ Filira e kazeg, hag en em dreiñ e-unan e marc’h. Se zo kaoz e c’hanas e zousig Filira un den-marc’h.

Kouslskoude e oa disheñvel C'hiron diouzh an dud-kezeg arall : int-i a oa diwar Iksion ha Nefele, garv ha kriz e oant, e-skoaz C’hiron a oa un den a furnez hag a ouiziegezh. Gant Artemis hag Apollon en doa desket chaseal, seniñ, diouganañ, louzaouiñ, setu perak e voe mestr Asklepios.

E ziskibien

Ouzhpenn Asklepios avat en doe meur a ziskibl all, rak goulennet e veze outañ kenteliañ paotredigoù.


Peleüs o reiñ e vab Akilles da C'hiron, war-dro 500 kent JK, Mirdi broadel hendraouriezh Aten

E vuhez

Bevañ a rae C'hiron en ur vougev war ar Menez Pelion en Tessalia. Dimeziñ a reas da C'hariklo, hag ur verc'h o doe, Endeis, a voe mamm Peleüs. Eñ an hini a savas e vab-bihan. e ziwall a reas diouzh troioù fall ha taolioù an dud-kezeg ar menez, ha diwezhatoc'h e kentelias anezhañ war an doare da loaviñ Tetis.

War-lerc'h e teuas Peleüs davetañ da c'houlenn digantañ ober war-dro Akilles , ar mab en doa bet gant Tetis just a-walc'h.

E varv

Bod en doa roet C'hiron da Herakles, a gare anezhañ. A-du ez eas gant an haroz en e vrezel ouzh an dud-kezeg. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet e droad gant ur saezh taolet gant Herakles. Traet a lakaas war e c'hloaz, met pareañ n'halle ket. kement a boan en doa ma c'houlennas ouzh an doueed koll an divarvelezh ha mervel . A voe roet dezhañ, war-lerc'h m'en doe roet e zivarvelezh da Brometeüs.

Gant C'hiron a reas Zeus pe steredeg an Den-Marc'h, pe hini ar Skuilh-Dour, hervez an oberourien.

E boltredoù

Tost atav eo bet poltredet oc'h ober war-dro Akilles.


Liamm diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.