Muzezed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: la:Musae
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ka:9 მუზა
Linenn 110: Linenn 110:
[[it:Muse (mitologia)]]
[[it:Muse (mitologia)]]
[[ja:ムーサ]]
[[ja:ムーサ]]
[[ka:9 მუზა]]
[[ko:무사 (신화)]]
[[ko:무사 (신화)]]
[[la:Musae]]
[[la:Musae]]

Stumm eus an 21 C'hwe 2010 da 08:52

Apollon hag ar Muzezed, livet gant Simon Vouet (XVIIvet kantved).

Ar Muzezed, pe Muzenned [1] (pe c'hoazh Merc'hed an Awen), a oa merc'hed Zeus ha Mnemosyne hervez Theogonia ar barzh Hesiodos (53-57 ha 915-917).

An 9 Muzenn

Ren a reont war an arzoù, bez ez int:

  1. Kalliope, plac'h an helavarded hag ar varzhoniezh veurganel;
  2. Kleio, plac'h an Istor;
  3. Erato, plac'h ar varzhoniezh lourennek hag ar c'hlemmgan;
  4. Euterpe, plac'h ar sonerezh;
  5. Melpomene, plac'h an drajedienn;
  6. Polymnia, plac'h an arz lourennek hag ar retorik;
  7. Terpsic'hora, plac'h an dañs;
  8. Thaleia, plac'h ar gomedienn;
  9. Ourania, plac'h ar stered hag ar steredoniezh.
Laour ar Muzezed, IIvet kantved, e mirdi al Louvre.

An Teir Muzenn a Veotia (?)

Merc'hed an Awen, Kleio, Euterpe ha Thaleia, livet gant Eustache Le Sueur.

Er penn kentañ avat, hervez Pausanias, ne oant nemet teir:

  1. Aoide, plac'h ar vouezh hag ar c'han;
  2. Melete, plac'h an emsoñjal;
  3. Mnemere, plac'h an eñvor.

O-zeir int skeudenn ar pezh a zo ezhomm en arz ar barzhoniañ.

Hervez Cicero e oant peder:

  1. Telksinoe (Thelxinoe), pe Telksiope;
  2. Aedea;
  3. Arc'he;
  4. Melete.


Daou annez a oa dezho, hervez ar mojennoù:

Bugale ar Muzezed

Bugale o dije bet :

Skeudennoù ar Muzezed

Teir muzenn war un izelvos e Mantinée lakaet war gont kenlabourerien Praksiteles, IVvet kantved kent J.-K.

En oberennoù arzel e vez aes anavezout anezho pa vezont o-nav, ha gant an doue Apollon. Met gant o binvioù boas e c'haller o anavezout ivez pa vezont o-unan:

  • Kalliope: kurunenn lore, levr, tablezenn ha goustilh, trompilh;
  • Kleio: kurunenn lore, alarc'h, levr pe roll, taolennig-koad pe beg-skrivañ;
  • Erato: taboulin, lourenn, biol, alarc'h;
  • Euterpe: fleüt simpl pe doubl hag ur benveg sonerezh all (trompilh) ;
  • Melpomena: korn, kurunenn, kleze, maskl reuzc'hoari, heizh ouzh he zreid;
  • Polymnia: benveg sonerezh (un orglezig alies);
  • Terpsic'hora: benveg sonerezh dre gerdin (biol, lourenn da skouer);
  • Thaleia: benveg sonerezh (biol alies), maskl fentc’hoari, roll;
  • Ourania: kelc’hier, kurunenn stered, compas, couronne d'étoiles, boul.

Levrioù

  • I. Aghion, C. Barbillon, F. Lissarrague, Héros et Dieux de l'antiquité, Flammarion, Paris, 1994.

Liamm diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

O foltredoù

Notennoù

  1. Geriadur Vallée p. 487b.