Gweuz : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot kemmet: la:Labrum (anatomia); Kemm dister |
D Robot ouzhpennet: ht:Lèv |
||
Linenn 53: | Linenn 53: | ||
[[gn:Tembe]] |
[[gn:Tembe]] |
||
[[he:שפתיים]] |
[[he:שפתיים]] |
||
[[ht:Lèv]] |
|||
[[io:Labio]] |
[[io:Labio]] |
||
[[it:Labbro]] |
[[it:Labbro]] |
Stumm eus an 14 C'hwe 2010 da 11:53
An divweuz, pe divvuzell, pe muzelloù, pe lapennoù, a zo lodennoù kigennek diavaez ar genoù, a bep tu dezhañ, e nec'h hag en traoñ, hag a c'holo dent an dud.
Distardañ o muzelloù a ra an dud pa gomzont ha pa vousc'hoarzhont, ha muioc'h c'hoazh pa zebront, pa c'hoarzhont, ha pa huchont. Gant an diweuz ivez eo e reer ar vousklenn ha mil ard fall.
Pokat
Pokat a vez graet gant ar muzelloù. Daous seurt pokoù zo: ar re gant muzelloù stardet hag ar re gant muzelloù digor.
Debriñ
Goude debriñ un dra saourus e plij d'an dud lipat o divweuz.
Ruz
Tud zo a laka livaj ruz war o muzelloù: ruz-muzelloù a vez graet eus al livaj-se, met a bep seurt livioù all zo.
Toullañ
Tud zo a laka toullañ o muzelloù da blantañ traezhoù metalek enne.
Gweuzeien
Ar vorianed a vez gweuzekoc'h, pe muzellekoc'h, eget an dud all.
Muzellad
Pa vez koeñvet ar muzelloù e komzer eus ur vuzellad.
|