Emgann Marathon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: af:Slag van Marathon
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Linenn 2: Linenn 2:
[[Skeudenn:ac.marathon.jpg|300px|thumb|Kompezenn Maraton hiziv an deiz]]
[[Skeudenn:ac.marathon.jpg|300px|thumb|Kompezenn Maraton hiziv an deiz]]


'''Emgann Maraton'''<ref> e [[henc'hresianeg]] ''Μάχη τοῡ Μαραθῶνος'' (Mache tou Marathonos)</ref> a enebas lu ar Bersed ouzh hini [[Aten]] hag a voe trec'h d'an [[13 Gwengolo|13 a viz Gwengolo]] [[-490|490 kent J.K.]]. Diwar an trec'h-se e voe c'hwitet kentañ taol-arnod ar roue [[Darius Veur]] da aloubiñ peurrest [[Henc'hres]], ma rankas dilezel ar soñj da stagañ Hellaz ouzh e impalaeriezh, rak se a felle dezhañ ober evit lakaat he harzoù er c’hornôg da vezañ suroc’h. Dont a ra ar pep brasañ eus ar pezh a anavezomp diwar-benn an emgann-se eus skridoù [[Herodotos|Herodotos Halikarnasos]].
'''Emgann Maraton'''<ref> e [[henc'hresianeg]] ''Μάχη τοῡ Μαραθῶνος'' (Mache tou Marathonos)</ref> a enebas lu ar Bersed ouzh hini [[Aten]] hag a voe trec'h d'an [[13 Gwengolo|13 a viz Gwengolo]] [[-490|490 kent J.K.]]. Diwar an trec'h-se e voe c'hwitet kentañ taol-arnod ar roue [[Darius Veur]] da aloubiñ ar peurrest eus [[Henc'hres]], ma rankas dilezel ar soñj da stagañ Hellaz ouzh e impalaeriezh, rak se a felle dezhañ ober evit lakaat he harzoù er c’hornôg da vezañ suroc’h. Dont a ra ar pep brasañ eus ar pezh a anavezomp diwar-benn an emgann-se eus skridoù [[Herodotos|Herodotos Halikarnasos]].


== Istor ==
== Istor ==

Stumm eus an 13 C'hwe 2010 da 08:43

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kompezenn Maraton hiziv an deiz

Emgann Maraton[1] a enebas lu ar Bersed ouzh hini Aten hag a voe trec'h d'an 13 a viz Gwengolo 490 kent J.K.. Diwar an trec'h-se e voe c'hwitet kentañ taol-arnod ar roue Darius Veur da aloubiñ ar peurrest eus Henc'hres, ma rankas dilezel ar soñj da stagañ Hellaz ouzh e impalaeriezh, rak se a felle dezhañ ober evit lakaat he harzoù er c’hornôg da vezañ suroc’h. Dont a ra ar pep brasañ eus ar pezh a anavezomp diwar-benn an emgann-se eus skridoù Herodotos Halikarnasos.

Istor

Da gentañ e voe kaset Mardonios gant Darius, e 492 BC, dre an douaroù betek Europa evit kreñvaat dalc’h Persia war Trakia ha Makedonia, abalamour ma oa bet gwanaet gant emsavadeg Ionia. Daoust d’ar berzh a reas e voe kaset da get ar pep brasañ eus an arme gant ur barrad amzer e-kichen ar Menez Athos, ha ret e voe d’ar re a chome distreiñ da Azia.[2]

E 490 e voe kaset ur morlu renet gant Datis hag Artafernes da sujañ inizi ar C’hikladoù e-kreiz an Enezvor hag evit kastizañ Eretria hag Aten o doa roet harp d’an [emsavidi. Lakaet e oa bet seziz war Eretria a gouezhas nepell goude. Douarañ a reas neuze ar morlu e bae Marathon. Eno e voe trec’het ar Bersed gant un arme vihan hoplited atenat ha plataeat, en despet d’o niver brasoc’h.

Redadenn hir ar c’hannad en dije kaset keloù an trec’h da Aten a awenas krouidigezh redadeg ar marathon da vare C’hoarioù Olimpek 1896.

Mammennoù

Mammenn pennañ hon anaoudegezh diwar-benn an emgann eo skridoù Herodotos a zanevell anezhañ el levrenn VI, rannbennad 102–117. Koulskoude e oa ganet un nebeud bloavezhioù goude an emgann, ha soñjal a reer e skrivas e levr goude Peoc’h Kallias (-449/-448). Kaeraat a ra e zanevell ouzhpenn gant an darvoudoù dreistnaturel da-heul, kemeret gantañ evel fedoù a-bouez eus an emgann : Anadiñ a ra an doue Pan da Feidippides e-doug e dennad da Sparta evit goulenn sikour.[3] Huñvreal a ra Hippias hag a ziougan drouziwezh ar Bersed[4] ha dallet eo an atenad Epizelus gant un doue e-doug ar gombat.[5]. Dont a ra holl an holl ditouroù all a-bouez eus mamennoù koshoc’h. Reiñ a ra Paosanias titouroù a-bouez diwar-benn lodenn ziwezhañ an emgann (ar chase); Geriadur bizantat Suda , skrivet en Xvet kantved a viras titouroù eus mammennoù all zo bet kollet hiziv an deiz, evel skridoù Eforus.

Abegoù an emgann

E 511 BC, gant skoazell Kleomenes Iañ, roue Sparta, Ateniz a argasas Hippias, a oa tirant Aten[6]. Abaoe tad Hippias, Peisistratos, e oa bet an tiegezh-se e penn ar geoded, da lâret eo e-pad 36 vloaz[7] diwar an 50 vloaz tremenet. Tec’het a reas Hippias da Sardis da lez ar satrap persat tostañ, Artafernes, hag e prometas sujidigezh Aten d’ar Bersed gant ma vefe lakaet en he fenn en-dro. Pa c’houlennas Ateniz e vije kaset kuit e lavaras ar satrap dezhe e tlefent e lakaat e penn o c’heoded en-dro. Abalamour d’ar respont-se e soñje Ateniz e oa digor ar brezel gant ar Bersed hag 20 lestr sikour a gasjont da geodedoù Ionia pa’n em savjont a-enep an impalaeriezh persat e-doug Emsavadeg Ionia (-499-494).[8] Moarvat e oa tec’het Hippias da lez ar roue Darius Veur da vare an emsavadeg-se.

Kaset e oa bet sikour d’an emsavidi gant keoded Eretria ivez.

Faezhet e voe an emsavidi. Ne c'halle ket an impalaeriezh persat disoñjal roll Aten hag Eretria. A-hend-all e oa un digarez brav evit astenn beli ar Bersed e Bro-Chres.

Notennoù

  1. e henc'hresianeg Μάχη τοῡ Μαραθῶνος (Mache tou Marathonos)
  2. Herodotos VI,43
  3. Herodotos VI,105
  4. Herodotos VI,107
  5. Herodotos VI,117
  6. Herodotos V,65
  7. Herodotos V,65
  8. Herodotos V,96

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Academic Publishing Wiki
Academic Publishing Wiki
The Academic Publishing Wiki en deus ur pennad-skrid kazetenn diwar-benn an danvez da-heul:

Patrom:Liamm PuB