Den Haag : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot kemmet: li:D'n Haag; Kemm dister |
D Robot ouzhpennet: io:Den Haag |
||
Linenn 49: | Linenn 49: | ||
[[hu:Hága]] |
[[hu:Hága]] |
||
[[id:Den Haag]] |
[[id:Den Haag]] |
||
[[io:Den Haag]] |
|||
[[is:Haag]] |
[[is:Haag]] |
||
[[it:L'Aia]] |
[[it:L'Aia]] |
Stumm eus an 4 C'hwe 2010 da 13:58
Den Haag (anvet ivez 's-Gravenhage) zo ur gêr e kornôg an Izelvroioù, m’emañ sez ar gouarnamant, daoust ma n’eo ket kêr-benn ar vro (Amsterdam an hini eo). Kêr-benn ar broviñs Zuid-Holland eo.
Annezet eo Den Haag gant 468.711 a dud (d’ar 1añ a viz Mezheven 2005). E kêr emañ porzh kozh Scheveningen.
Den Haag hag an trowardroioù a ya d’ober, gant 700.000 a annezidi, unan eus kreizennoù pouezusañ ar Randstad, gant Amsterdam ha Rotterdam.
An anv Den Haag (skrivet gwechall «Die Haghe») eo an anv ofisiel koshañ. Ur stumm all zo da anv kêr : 's-Gravenhage («Liorzh an dug»), cheuc’hoc’h, zo en implij abaoe 1639. Savet e voe moarvat diwar skouer an anv 's-Hertogenbosch (anvet alies Den Bosch). Bremañ e vez implijet ar stumm Den Haag gant an ti-kêr, ha stummoù heñvel a gaver e yezhoù all : Den Haag en alamaneg, The Hague e saozneg, La Haye e galleg pe La Haya e spagnoleg.
E Den Haag emañ an Erste Kamer (Kambr gentañ) hag an Tweede Kamer (eil kambr), da lavaret an div gambr a ya d’ober parlamant an Izelvroioù. Eno ivez emañ burevioù ar vinistred ha lez-varn uhelañ ar vro. Eno emañ o chom ivez ar Rouanez Beatris. Kannatioù ar broioù all en em gav holl e Den Haag ha meur a ensavadur etrebroadel bras ivez (evel Europol pe al Lez-varn Etrebroadel. Daoust da se ez eo Amsterdam kêr-benn an Izelvroioù, hervez bonreizh ar stad.
Liammoù diavaez
- Lec’hienn kêr Den Haag (nl)(en)