Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6: Linenn 6:


=="Komz KLT"==
=="Komz KLT"==
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet''KLT'' a-wechoù ivez eus an doare brezhoneg a vez komzet e-maez [[Bro-Wened]], gant Gwenedourien zo a sell ouzh rannyezhoù an teir bro-se evel un dra unvan a-walc'h, e-skoaz brezhonegoù Bro-Wened. <br />
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet ''KLT'' a-wechoù ivez eus an doare brezhoneg a vez komzet e-maez [[Bro-Wened]], gant Gwenedourien zo a sell ouzh rannyezhoù an teir bro-se evel un dra unvan a-walc'h, e-skoaz brezhonegoù Bro-Wened. <br />
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ: biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger (hep ankouaat [[Goueloù]]).
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ: biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger (hep ankouaat [[Goueloù]]).


[[Rummad:Doareoù-skrivañ ar brezhoneg]]
[[Rummad:Doareoù-skrivañ ar brezhoneg]]

Stumm eus an 28 Gen 2010 da 17:27

An doare-skrivañ KLT a oa bet implijet evit skrivañ brezhoneg etre 1908 hag ar bloavezhioù 1950.

E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en Emglev ar Skrivagnerien, o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù Leon, Kerne ha Treger, alese an anv KLT. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel Frañsez Vallée pe Émile Ernault. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant Frañsez Vallée hag e gelaouenn Kroaz ar Vretoned, met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel Gwalarn pe Feiz ha Breiz. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar gwenedeg

E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel Langleiz, da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ peurunvan.

"Komz KLT"

Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet KLT a-wechoù ivez eus an doare brezhoneg a vez komzet e-maez Bro-Wened, gant Gwenedourien zo a sell ouzh rannyezhoù an teir bro-se evel un dra unvan a-walc'h, e-skoaz brezhonegoù Bro-Wened.
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ: biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger (hep ankouaat Goueloù).