Mont d’an endalc’had

Monc'hwez : diforc'h etre ar stummoù

3 okted lamet ,  12 vloaz zo
D
Robot ouzhpennet: mn:Инфляци; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: sah:Инфляция)
D (Robot ouzhpennet: mn:Инфляци; Kemm dister)
[[ImageSkeudenn:Inflation rate world.PNG|thumb]]
''Monc’hwezh'' : [[ger malizenn]] savet diwar ''[[Moneiz]]'' ha ''[[C’hwezh]]''. Ur ger all a zo : ''revoneizadur''. Dre fazi, marteze, ez eus bet skrivet ar [[ger]] hep [[h]] e-barzh [[geriadur Roparz Hemon (2002)]]/[[Ronan Huon]] (2002).
 
'''Monc’hwezh''' zo un [[termen]] [[Armerzh|armerzhel]]. Implijet e vez evit dezverkañ [[kresk]] hollek [[live]] ar [[priz]]ioù.
N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwezh. Hervez an [[armerzhour]]ien klasel e vefe un darempred kontrol anvet [[krommenn Phillips]] etre ar monc’hwezh hag an [[Dilabour|dilabour]]. [[Milton Friedman]] koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.
 
Pa ne vez ket tu da gabestrañ ar monc’hwezh ken ha da sturiañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a anver [[Gourmonc’hwezh|gourmonc’hwezh]]. Gant ar gourmonc’hwezh e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwezh war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwezh bet c’hoarvezet en [[Alamagn]] ([[1920]]), e [[Rusia]] hag en [[Arc’hantina]].
 
Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwezh c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an [[danframm]]où armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a [[argerzhadur]] bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezhel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwezh ouzh ar steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.
[[lv:Inflācija]]
[[mk:Инфлација]]
[[mn:Инфляци]]
[[ms:Inflasi]]
[[nds:Inflatschoon]]
60 152

kemm