Urzh ar Vreudeur minor : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot tennet: vi:Dòng Anh em Hèn mọn; Kemm dister
D Robot kemmet: de:Franziskanische Orden
Linenn 22: Linenn 22:
[[cy:Urdd Sant Ffransis]]
[[cy:Urdd Sant Ffransis]]
[[da:Franciskanerordenen]]
[[da:Franciskanerordenen]]
[[de:Franziskaner]]
[[de:Franziskanische Orden]]
[[en:Franciscan]]
[[en:Franciscan]]
[[eo:Franciskanoj]]
[[eo:Franciskanoj]]

Stumm eus an 17 Gen 2010 da 08:38

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Urzh ar vreudeur minor a zo un aozadur relijiel katolik krouet gant un Italiad o chom e Asiz, Sant Frañsez a Asiz (Giovanni di Bernardone e anv gwirion). Degemeret eo bet ar reolenn gentañ, "Reolenn sant Frañsez", gant ar Pab Inosant III e 1210. Un urzh kesterien eo evel ar re a zo bet savet en XIIvet kantved e Europa.

Anvioù ha rummoù

An anv ofisiel a zo Ordo Fratrum minores berraet e OFM. Hiziv emañ ar skourr pennañ, an OFM, ar vreudeur kouent (OFM kouent) hag ar Gabusined (OFM Kabusined).
Lesanvioù a zo bet roet da leaned an urzh-se : ar Frañsezidi, ar "Gordennerien".
Er-maez eus an urzh e vez kavet kumuniezhoù katolik a ra dave da Sant Frañsez a Asiz. Un urzh evit ar maouezed, Urzh an Itronezed paour, a zo bet savet ivez en Asiz gant Santez Klara e mare sant Frañsez ha diwar e gelennadur.
Savet en deus ivez Sant Frañsez an Trede Urzh frañsezat, ur gumuniezh tud lik a glask heuliañ skouerioù ar frañsezidi hep mont da lean. Un nebeud kumuniezhoù Katoliked-kozh ha Protestanted-kozh a zo ivez.

Istor

Klasket en deus sant Frañsez chom hep sevel un aozadur ken kemplez hag ar re a oa evit an urzhioù menec'h all.
Roet en deus Inosant III un aotre dre gomz da sevel ur gumuniezh leaned e 1210 hag ur reolenn gentañ. E 1217 e embann ar pab Honorius III ul lizher siellek evit ma vo ret kaout nevezidi, da lavaret eo danvez-breudeur da vezañ desket e-pad ur bloaz ha da vezañ lakaet d'en em ouestlañ gant ar gouestloù relijiel.
E 1223 e tegemer Inosant III ar reolenn nevez savet gant sant Frañsez harpet gant tud a iliz desketoc'h e-keñver reolennoù an Iliz.