Dalmatia : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 50: | Linenn 50: | ||
[[Rummad:Douaroniezh Kroatia]] |
[[Rummad:Douaroniezh Kroatia]] |
||
[[Rummad:Rannvroioù Europa]] |
|||
{{Link FA|hr}} |
{{Link FA|hr}} |
Stumm eus an 15 Gen 2010 da 12:01
Dalmatia (Dalmacija e kroateg) zo ur vro istorel a-hed aod reter Mor Adria. E Kroatia emañ hiziv, dreist-holl.
Istor
Aloubet e voe ar vro gant ar Romaned, dindan an impalaer Oktav Aogust ha savet e voe proviñs roman Dalmatia, gant Diokletian. Pa yeas an Impalaeriezh roman d'an traoñ, e 460, e tremenas douaroù Dalmatia e dalc'h Impalaeriezh roman ar Reter. Goude aloubadegoù gant Germaned er VIvet kantved e teuas Slaved d'en em ziazezañ er vro.
Etre 1420 ha 1797 e voe ar vro dindan dalc'h Republik Venezia ha goude-se e voe dindan beli Aostria (1797-1808). E 1808 e teuas armeoù an Impalaeriezh c'hall kentañ ha savet e voe Republik Iliria, ur republik c'hoar da Vro-C'hall, betek 1814. Neuze e teuas da vezañ ur broviñs eus Aostria a zeuas diwezhatoc'h da vezañ anvet Aostria-Hungaria. E 1918 e voe lakaet Dalmatia e Rouantelezh ar Serbed, Kroated ha Slovened (Yougoslavia). E-pad an Eil brezel-bed e oa ul lodenn eus stad dizalc'h Kroatia, harpet gant Italia hag Alamagn. E 1944 e voe dieubet gant "Partizaned" Josip Broz Tito, ha dont e-barzh stad sokialour Yougoslavia, e republik Kroatia. E 1990 e teuas Kroatia da vezañ dizalc'h.
Yezh
Gwechall e veze komzet eno yezhoù dalmatek, zo yezhoù romanek kar d'ar roumaneg ha d'an italianeg. Aet e oa ar yezhoù-se da get e dibenn an XIXvet kantved. Er Grennamzer e voent implijet gant uhelidi ar vro, e-kichen yezh Venezia hag ar c'hroateg. Un nebeud roudoù skrivet a chom anezho.
Douaroniezh
Inizi
- Mljet
- Korčula
- Brač
- Lastovo
- Hvar
- Solta
- Vis
- Krk
- Rab
- Cres
- Unije
- Lošinj
- Silba
- Pag
- Dugi
- Ugljan
- Pašman
- Kornati
Kêrioù