Frankia ar Reter : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: sr:Источна Франачка |
D Robot ouzhpennet: vls:Oost-Francië |
||
Linenn 57: | Linenn 57: | ||
[[tl:Silangang Francia]] |
[[tl:Silangang Francia]] |
||
[[uk:Східне Франкське королівство]] |
[[uk:Східне Франкське королівство]] |
||
[[vls:Oost-Francië]] |
|||
[[zh:東法蘭克王國]] |
[[zh:東法蘭克王國]] |
Stumm eus an 14 Gen 2010 da 07:29
Frankia ar Reter eo lodenn reter Impalaeriezh Karl Veur a oa bet rannet e 843. Gant Loeiz ar German e oa degouezhet. Er rouantelezh-se edo rann reter Aostrazia gozh, Saks, Thuringen ha Bavaria.
Anvioù-lec'hioù
Buan, pa echuas amzervezh Impalaeriezh ar C'hornôg er reter, e teuas Frankia ar Reter da vout Germania. Ne voe miret anv ar Franked nemet er rannvroioù trevadennet da-vat ganto, en anvioù evel Frankonia ha Frankfurt (kreñvlec'h ar Franked), hag ivez en anv rouantelezh Frankia ar c'hornôg (deuet da vezañ Bro-C'hall) pa gustume ar rouaned anezhi embann an titl "rex Francorum" (roue ar Franked) bete an XIIvet kantved.
Rannidigezh
Rannet e voe Frankia ar reter e peder dugelezh:
- dugelezh Souabia (Alemania),
- Frankonia,
- dugelezh Saks
- Bavaria, enni Moravia ha Karintia). Ouzh an domanioù-se e voe staget lodennoù reter Lotaringia, war-lerc'h marv Lotar II e 869.
Padout a reas ar rannidigezh-se en Impalaeriezh santel, roman ha german, deuet diwar ar Frankia ar Reter-se, betek 1268, pa echuas lignez ar re Hohenstaufen. Sellout ouzh roll an unpennoù german.