Ludovico Ariosto : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: sl:Ludovico Ariosto |
D Robot kemmet: uk:Лудовіко Аріосто |
||
Linenn 136: | Linenn 136: | ||
[[sv:Ludovico Ariosto]] |
[[sv:Ludovico Ariosto]] |
||
[[tr:Ludovico Ariosto]] |
[[tr:Ludovico Ariosto]] |
||
[[uk: |
[[uk:Лудовіко Аріосто]] |
||
[[zh:阿里奥斯托]] |
[[zh:阿里奥斯托]] |
Stumm eus an 29 Kzu 2009 da 11:38
Ludovico Ariosto , ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1474 e Reggio Emilia, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1533 e Ferrara, a oa ur barzh italianek, brudet evel oberour ar meurgan Orlando furioso. Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara, a oa e warezour.
E vuhez
A renk uhel e oa e dud, met dibeadra a-walc'h. Un deskadurezh vat en doa nemet keuz en doa ne ouie ket gregach (tre evel Macchiavelli). Abred e rankas ober war-dro deskadurezh e vreudeur ha c'hoarezed ha n'hallas ket tremen kement a amzer ha ma karje bezañ graet o studiañ hag o skrivañ barzhoniezh.
En 1504 e krogas da labourat evit ar c'hardinal Ippolito d'Este, mabda dug Ferrara, ha meur a gannadiezh a reas davet ar pab Jul II. Ne fellas ket dezhañ heuilh e vestr da Hungaria avat, ha servij a reas e vreur Alfonso d'Este, dug Ferrara, neuze.
Roet e voe dezhañ ar garg a c'houarnour e Garfagnana, ur c'hornad meneziek eus Toskana, a oa etre daouarn forbaned ha laeron. En em dennañ a reas mat eus e labour, ha mont neuze war e leve gant e serc'h hag e vab da Ferrara, ma weler e di c'hoazh.
E oberenn
A-hed e vuhez kargad ne ehanas ket Ariosto da labourat war e bennoberenn Orlando furioso, ur barodienn soutil eus ar barzhonegoù marc'heien, kinniget evel un heuliad da oberenn Matteo Maria Boiardo, Orlando Innamorato.
Teir c'haoz veur zo enni:
- ar brezel etre Karl Veur hag ar Sarazined,
- follentez Orlando (Rollant, niz Karl Veur) a zo orgedet ouzh Angelica,
- karantezioù Roger ha Bradamante, hendadoù ijinet d'an Tiegezh Este, hago eured .
46 kan zo el levr, anezho gwerzennoù bodet e pozioù eizh gwerzenn (stanza), ha mesket enne kriz ha fentus, dave enne da sevenadur Europa, adalek Homeros betek romantoù atr Grennamzer.
Oberennoù
Troidigezhioù e galleg
Ne veneger nemet an embannadurioù divyezhek, abalamour m'emañ ar skrid er yezh orin e-barzh. Ar re c'hallek en o hed a gavor er wikipedia gallek.
- Roland furieux, embannadur divyezhek gant André Rochon, 4 levrenn, Les Belles Lettres, 1998-2002.
Lennadurezh
- Robert Durling, The figure of the poet in Renaissance epic, Cambridge, MA: Harvard University Press, 1965.
- Charles P. Brand, Ludovico Ariosto : a preface to the 'Orlando furioso', Edinburgh: Edinburgh University Press, 1974.
- Daniel Javitch, ‘Cantus interruptus in the “Orlando Furioso”’, Modern language notes, 95 (1980), 66-80.
- Albert R. Ascoli, Ariosto's bitter harmony : crisis and evasion in the Italian renaissance, Princeton: Princeton University Press, 1987.
- Michel Orcel, Le statut de la fureur et A propos d'un tercet de l'Arioste in Italie obscure, Belin, Paris, 2001.
- Daniel Javitch, 'The Poetics of Variatio in Orlando Furioso', Modern Language Quarterly, 2005, 66(1): 1-20.
- Giuseppe Sangirardi, Ludovico Ariosto, Firenze: Le Monnier, 2006.
- Giulio Ferroni, Ludovico Ariosto, Roma: Salerno Editrice, 2008.
- Stefano Jossa, Ariosto, Bologna: il Mulino, 2009.
Liammoù diavaez
- Oberennoù gant Ludovico Ariosto e Project Gutenberg
- Ludovico Ariosto's works: text, concordances and frequency lists
- LitWeb: Ludovico Ariosto
- Daniel Javitch, The Poetics of Variatio in Orlando Furioso.pdf
- The Online medieval & Classical Library (OMACL): Orlando Furioso: Canto 1 & Canto 2