Diforc'hioù etre adstummoù "Blog"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
5 679 okted lamet ,  10 vloaz zo
<a href="http://www.alempark.com">seslichat</a>
D (Robot kemmet: hi:चिट्ठा)
(<a href="http://www.alempark.com">seslichat</a>)
Ar savennoù a ginnig blogoù peurbrevez gwarezet gant gerioù-tremen o deus arvalien puilh, ha gouez da lod e vije ar bras eus « Kêrvlog » blogoù prevez ouzh hec'h ober.
 
normalde <a href="http://www.alempark.com"> Seslichat </ a> ve <a href="http://www.alempark.com"> sesli sohbet </ a> siteleri ile ilgileniyorum sizin sitenize tesadüfen girdim ve içeriğini beğendim böyle bir hizmet sunduğunuz için çok Teşekür ederim
==Furmad==
Aesaet eo an embann peurvuiañ dre implij ur meziant arbennikaet (ur [[Reizhiad merañ an endalc'had]]) : furmaozañ a ra an destenn hag ar skeudennoù dindan renerezh ar bloger, sevel a ra dielloù ent emgefreek, pourchas a ra doareoù furchal e-touez an holl bennadoù ha da echuiñ merañ a ra evezhiadennoù an ergerzherien lenner. Gant an ostilhoù-se e c'hall peb unan embann endalc'had, hep anaoudegezh teknikel rekis war-benn ergrafañ lec'hiennoù ar Gwiad. An aezamant a implij-se a zo e-touez an abegoù pennañ o deus graet da implij ar blogoù kreskiñ fonnus abaoe un nebeut bloavezhioù.
 
Petra bennak ma c'hell ar blogoù diskouez furamdoù disheñvel, n'hallont ket bezañ enkodet gant an dorn en ur [[lavar merkañ]] evel [[HTML]] kuit a rankout sammañ trevelloù kasaus hag adc'hoarvezus ; setu perak e implijer alies-mat ur [[Reizhiad merañ an endalc'had]] a ro an tu da bajennaozañ al lec'hienn ent emgefreek.
 
Evit gwir e vez aozet ar bras eus ar blogoù a-drugarez da reizhiadoù merañ an endalc'had [[heberc'hiañ war ar Genrouedad|heberc'hiet]] ha meret gant embregerezhioù a skañva a-galz an argerzhioù teknikel ret evit [[ergrafañ lec'hiennoù ar Gwiad]] dre ar [[Servijoù (armerzh)|servij]]où a ginnigont.
 
===Furmad digemm ar bras eus ar blogoù===
Deiziataet eo pep pennad ha lodek eo neuze en un heuliad kronologel. Evelato e vez diskouezet alies ar pennadoù-se war ar bajenn zegemer e kilgronologiezh (ar re neveshañ da gentañ).
 
Evit gwir, gant m'eo ur blog o vezañ skrivet atav, dav eo d'ar bajenn zegemer reiñ un tañva eus ar c'hemmoù neveshañ ; prederiet eo an aozer gant gweladennerien a zeufe ingal da heuliañ emdroadur al lec'hienn. Dre ma c'hinniger pennadoù sonnet en amzer, an aozer n'o c'hemm peurvuiañ ken nemet en ur embann un addendum « hizivadenn » e ditl.
 
Abaoe ar bloavezhioù 2000 ec'h emdro ar blogoù a-drugarez d'ar gwellaennoù a-fet teknikoù ha dafar stlennek e seurt ma c'haller embann a bep seurt teulioù liesvedia : skeudennoù ha dreist-holl son ha video, pergen gant berzh servijoù heberc'hiañ (YouTube peurgetket) pezh a binvidika a-galz al lenn, pa ne dro da furmad pennañ ar blog : sellet ouzh [[luc'hblog]] ha [[videoblog]].
 
===Merañ an evezhiadennoù===
Ar blogerien a ro alies an tu da lezel evezhiadennoù, ar re pismigusañ hag all, en ur implijout ur frammenn Web emgefreek. Evelato ur bloger a zo atebek ent gwiraouel, hervez al lezennadur gall, eus kement a zo diskwelet war e lec'hienn hag e rank neuze, kerkent hag e oar diouzh evezhiadennoù n'int ket diouzh al lezennadur, dilemel an evezhiadennoù e kaoz.
 
Gallout a ra ivez ur bloger ober e soñj berzañ ''a priori'' an evezhiadennoù en ur embann e-unan ar re a gav reizh, pe berzañ krenn pep evezhiadenn (war ur pennad pe war ar blog a-bezh.) Ne vez lakaet ar seurt diskoulm taer e pleustr ken nemet goude bezañ gouzañvet re a [[Roñfl (kenrouedad)|roñfled]] pe a stroboù.
 
Muioc'h muiañ a vlogoù a dro da greizenn eskemmoù don e-lec'h m'eo tik aozerien ha lennerien (pergen a-zivout ar c'heloù pe ar Gwiad). Blogerien zo a ro ul lec'h dreistpoueus d'an evezhiadennoù lezet war o blog, a sellont outo evel pennabeg o skridoù. Treiñ a ra neuze pep pennad d'un egorenn foran nevez : mont a ra ar blog da vezañ ur seurt forom elektronek hag e c'hallfe ken buan all degemer un heuliad evezhiadennoù mell-divell. Pa c'hallont chom dizanv eo tuet tud 'zo da vlogskwatiñ, da lavaret da ren ur flap bouetet drezañ e-unan, hep liamm ebet gant ar pennad orin.
 
Alies eo troet ar blogoù war embann ar menoioù. N'eo ket dre zegouezh mar deo benveg muiañ karet klaz a gazetennerien pe a bolitikourien. War an dachenn-mañ en em gav ar blog un tu bennak etre ar bajenn bersonel (unan a gomz ha den na respont), hag ar forom flapañ (an holl a gomz par-ouzh-par).
 
===Merañ al liammoù===
Alies e teu gant ar blogoù ur reizhiad merañ ar [[gourliamm]]où aroakaet.
 
Ur roll eus ar blogoù darempredet gant an aozer (a reer [[blogroll]] pe dibuner anezhañ) a vez kinniget alies dindan tresoù ur roll-meuzioù kostez. Gant pep pennad e teu ul liamm dezhañ e-unan ha digemm (a reer ''[[padliamm]]'' anezhañ).
 
Ar '''blogroll''' pe an dibuner (''blogroll'' e saozneg ivez) a zo ouzh e ober hollad al liammoù war-zu blogoù all kinniget gant ur bloger war e bajenn, diskwelet alies war ur bajenn dibar pe dindan tresoù ur roll-meuziaoù kostez war ar bennbajenn. Gant teknikoù [[sindikadur]] endalc'had, evel [[Really Simple Syndication|RSS]] pe [[Atom (Kenrouedad)|Atom]] e c'haller enlakaat war-eeun pennadoù zo war blog an-unan.
 
Pa skriv Katell ur pennad war he blog en ur enlakaat ul liamm buket war-zu blog Yann e chall divizout kas ur [[killiamm|c'hilliamm]] da vlog Yann a-drugarez d'he blog dezhi.
 
Gant ar reizhiad-se evit merañ al liammoù etre blogoù ([[standard]]ekaet koulz lavaret) e c'haller diskwel, e takad evezhiadennoù ur blog, [[killiamm]]où (a reer ivez ''roudennerioù'' pe ''trackbacks'' anezho) a-gevret gant diverrañ ar pennad a vukont davetañ.
 
=== Abegoù an digemmusted ===
Ne gemm ket nemeur an doare-kinnig eus an eil blog d'egile evit meur a abeg.
 
Da gentañ gant [[Framm roadennoù|framm]] kronologel ar pennadoù ez eur rediet da ziskwel ar pennadoù pe hervez ar gilgronologiezh pe hervez ar gronologiezh (war ar bajenn zegemer e vez kavet gwell ar gilgronologiezh evit an abegoù meneget uheloc'h.) Pelloc'h, e vez gwelet alies ar memes arc'hwelioù dre ma 'z int azas evit lenn gant ur [[Merdeer ar Gwiad|merdeer]]. Gant ar furmad-se eo strishaet ar barregezhioù krouiñ e-ser ergrafañ blogoù.
 
Un abeg all a zo e vez savet ul lodenn vras esu ar blogoù a-drugarez de savennoù evel [[Blogger]], [[Over-Blog]] pe [[Skyblog]]. Ar porchedoù-se a redia holl o implijerien d'ober gant ur furmad kinnig heñvel, dre ziouer da nebeutañ, ha dibaot ar re a denn splet eus ar barregezhioù personelaat pa vez anezho.
 
==Istor==
Implijer dizanv

Lañser merdeiñ