Lombarded : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: bg, th kemmet: es, hu
Linenn 28: Linenn 28:
[[af:Lombarde]]
[[af:Lombarde]]
[[ar:لومبارديون]]
[[ar:لومبارديون]]
[[bg:Лангобарди]]
[[ca:Longobards]]
[[ca:Longobards]]
[[cs:Langobardi]]
[[cs:Langobardi]]
Linenn 36: Linenn 37:
[[en:Lombards]]
[[en:Lombards]]
[[eo:Lombardoj]]
[[eo:Lombardoj]]
[[es:Lombardo]]
[[es:Lombardos]]
[[et:Langobardid]]
[[et:Langobardid]]
[[fa:لمباردها]]
[[fa:لمباردها]]
Linenn 46: Linenn 47:
[[he:לומברדים]]
[[he:לומברדים]]
[[hr:Langobardi]]
[[hr:Langobardi]]
[[hu:Longobárdok]]
[[hu:Langobárdok]]
[[it:Longobardi]]
[[it:Longobardi]]
[[ja:ランゴバルド人]]
[[ja:ランゴバルド人]]
Linenn 67: Linenn 68:
[[sr:Лангобарди]]
[[sr:Лангобарди]]
[[sv:Langobarder]]
[[sv:Langobarder]]
[[th:ลอมบาร์ด]]
[[tr:Lombardlar]]
[[tr:Lombardlar]]
[[uk:Лангобарди]]
[[uk:Лангобарди]]

Stumm eus an 17 Kzu 2009 da 11:48

Unan eus ar pobloù german e oa al Lombarded pe Langobarded (Langobardi en latin, ha Lombardi war-lerc'h an VIIIvet kantved, nemet e kreisteiz Italia ma voe miret an anv Langobardi betek an XIIvet kantved).

Istor

Er c’hentañ kantved e oant o vevañ e traoñienn ar stêr Elbe, e hanternoz Alamagn hiziv. A orin e oant eus kreisteiz Lec'hlenn hervez o mojennoù meneget gant Paol Diagon en VIIIvet kantved. Er IVe kantved e oa pobloù all o tont eus ar reter ha mont a reas al Lombarded war-zu ar c’hreisteiz. Goude ur pennad en em ziazezjont e Pannonia hag e Noricum (Aostria hag Hungaria hiziv). Reiñ a reas an impalaer roman Justinianus Iañ an aotre dezho da chom eno e 548, evel foederati (pobl kevreet gant ar Romaned). E 568, dindan ren o roue Alboin, e voe treuzet an Alpoù ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz Italia. Eno e voe savet ur rouantelezh ganto, hag e Pavia edo o c'hêr-benn. Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent Stadoù ar Pab nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an Impalaeriezh vizantat. Goude marv ar roue Alboin (war-dro 570) e voe rannet o rouantelezh e 36 dugelezh. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù Bizantion en un tu pe re ar Franked en tu all.


Pa zeujont da Italia e oa pagan darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all kredenn gristen Arius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar bibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik. Gant ar Pab e voe galvet ar Franked d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant Pepin Grenn, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab Adrian Iañ, ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roue Dider Lombardia, gant Karl Veur roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded e Pavia e 774.

Lombardia

Lonket e voe bro al Lombarded neuze en Impalaeriezh Karl Veur. Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet Lombardia anezhi.

Restr:Kurunenn.jpg
Kurunenn rouaned al Lombarded

Patrom:Liamm PuB