Fonem : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: simple:Phoneme
Linenn 67: Linenn 67:
[[ro:Fonem]]
[[ro:Fonem]]
[[ru:Фонема]]
[[ru:Фонема]]
[[simple:Phoneme]]
[[sk:Fonéma]]
[[sk:Fonéma]]
[[sl:Fonem]]
[[sl:Fonem]]

Stumm eus an 15 Kzu 2009 da 14:06

E yezhoniezh e vez implijet an termen fonem pe soniad (saoz.: phoneme) war dachenn ar fonologiezh evit komz eus keal teorikel ur sonenn hervez framm fonologel ur yezh resis. Da lâret eo, n'eo ket kevatal ur fonem d'ur fonenn hepmuiken war-eeun met kentoc'h da berzhioù ar fonennoù en ur yezh resis liammet ouzh ar semantik.

Kemmañ a ra ar fonemoù a yezh da yezh, da skouer en armenieg Ղ ղ distaget [ʁ] (treuzskrivet a-wezhoù <ġ>) a zo ur fonem disheñvel diouzh Ր ր distaget [ɾ] (treuzksrivet <r> peurliesañ), pa'z eo alofonennoù e brezhoneg an div fonenn-se dre ma tenn an distagadurioù disheñvel-se da zoare-komz hiniennel an dud pe d'ar rannyezhoù lec'hel ha n'eo ket da framm ar yezh war-eeun.

Evit goût hag-eñ e talvez ur fonenn (da lâret eo ur sonenn resis) da fonem en ur yezh bennak e klasker parioù gerioù gante pep a ster disheñvel gante da diforc'h ur fonenenn nemetken, da skouer "kar" ha "par".

Pa ne gaver diforc'h ster ebet etre seurt parioù gerioù en ur yezh resis evit div fonenn disheñvel e rankont bezañ lakaet da alofonennoù, da skouer [ɹ], [r] ha [ʁ] (<r>) e brezhoneg hag a gemm hervez ar rannyezh hag an dud pe [x] ha [χ] (<c'h>) implijet hervez o lec'h en ur ger.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e ranker skrivañ treuzskrivadennoù fonemek etre beskelloù (/ /) keit ha ma vez skrivet etre sonnelloù ([ ]) treuzskrivadennoù fonetikel.

Diaes e c'hell bezañ pa vezer o klask dielfennañ pe deskiñ fonemoù ur yezh dianav betek-henn kompren pere eus ar fonennoù implijet ganti a zo fonemoù, dreist-holl pa ne glota ket framm fonologel ar yezh-se gant patromoù ar yezhoù anavet gant ar c'hlasker pe an desker, da skouer dre ma'z eo alofonennoù e saozneg ar kensonennoù dre serriñ c'hwezhet e c'hell bezañ trechet ur saozneger da grediñ n'hall ket bezañ fonemoù an hevelep fonennoù er yezhoù all daoust ha m'eo gwir ar c'hontrol evit meur a yezh indezek evel an hindeg.


Gwelit ivez