Stacy Peralta : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: cs:Stacy Peralta
Linenn 16: Linenn 16:
[[Rummad:Sportourien SUA]]
[[Rummad:Sportourien SUA]]


[[cs:Stacy Peralta]]
[[de:Stacy Peralta]]
[[de:Stacy Peralta]]
[[en:Stacy Peralta]]
[[en:Stacy Peralta]]

Stumm eus an 13 Kzu 2009 da 18:50

Stacy Peralta war-dro 1976

Stacy Peralta (15 a viz Here 1957 e California) a zo ur skater, un embreger, ur filmazer hag un team surfer amerikan. Bet eo bet ezel eus Z-Boys, ha brudet eo ivez e bed ar plankennoù-ruilh evit bezañ ijinet un doare (anvet vert e saozneg) da implijout ar c’hrapennoù diazezet war fiñvoù ar surf.

Da 19 vloaz e oa ar skater a-vicher brudetañ. Nepell goude-se en em strollas gant George Powell ha krouiñ a rejont o embregerezh, Powell Peralta e anv. Peralta a savas ur skipailh skaterien anvet Bones Brigade, ennañ gwellañ skaterien ar mare, ha kalz kemmoù a zegasjont e bed ar plankennoù-ruilh. Stagañ a reas ivez gant ar filmañ hag ar produiñ videoioù evit skaterien evel Tony Hawk. Peurliesañ e vez gwelet e videoioù evel ar re wellañ a zo bet savet war ar skateboarding. E dibenn 1991 e kuitaas Powell Peralta, hag e krogas da labourat evit bed ar skinwel. En e filmoù, evel Dogtown and Z-Boys (diwar-benn e yaouankiz evel skater, bet ur priz e Sundance Film Festival) pe Riding Giants (2004) (teulfilm diwar-benn ar surf) e verzer ez eo bepred entanet gant ar skateboarding. Ur c’hoari-video diwar e benn a zo bet savet, anvet eo Tony Hawk's Underground.

Liamm diavaez