Pythagoras : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: kn:ಪೈಥಾಗರಸ್
D Robot ouzhpennet: yo:Pythagoras
Linenn 315: Linenn 315:
[[war:Pythagoras]]
[[war:Pythagoras]]
[[yi:פיטאגאראס]]
[[yi:פיטאגאראס]]
[[yo:Pythagoras]]
[[zh:毕达哥拉斯]]
[[zh:毕达哥拉斯]]
[[zh-yue:畢達哥拉斯]]
[[zh-yue:畢達哥拉斯]]

Stumm eus an 28 Du 2009 da 21:46

Pitagoras, lodenn eus Skol Aten gant Raffaello, 1509

Ur prederour hag ur matematikour henc'hresian eo bet Pitagoras ( Πυθαγόρας; Pythagoras e gregach), pe Pitagoras Samos. Ouzhpenn-se e oa diazezer ur gredenn relijiel anvet pitagoregezh. Bet eo an den kentañ o lavarout eoa filozofer, karour ar furnez, ha levezoniñ Platon a reas e vennozhioù. Siwazh n'anavezer ket kalz a dra diwar e benn, rak n'eus deuet skrid ebet diwar ezorn betek ennomp. Kalz eus e oberoù a c'hallfe a-walc'h bezañ bet graet gant e ziskibion pe warlerc'hidi.

Gouzout a reer e oa ganet er VIvet kantved kent Jezuz-Krist. Ganet e vije en enez Samos, enezenn gwarezet gant Hera (pe e Tyrrhenia, pe e Tyr, pe e Syria, hervez Clemens Alexandria, Stromates, I, 62) war-dro -580 ha marvet war-dro -490 pe -497, tremenet gantañ e 80 vloaz (barr e oad a vije bet er 60 olympiade, 540–537, hervez Diogène Laërce).

War a greder e oa mab d'ur marc'hadour fenikiat, anvet Mnesarc'hos. Kement-sea ouzomp dre Herodotos ha ne veneg e anv nemet ur wech: (Enklask, IV, 95) : «Zalmoxis, an doue trakat, a voe e gwirionez ur sklav eus Samos « aservije e ti Pitagoras, mab Mnesarc'hos ». E dad a oa engraver mein prizius, hag e vamm, Parthenis, brudet da vout kenedusañ plac'h an enezenn. O-daou e oant diskennidi da Ancée, mab Zeus, en doa diazezet Samos. Mnesarc'hos ha Parthenis a oa aet betek Delfi da gaout ar Pythia. Diganti e klevjont e oa brazez Parthenis hag he dije ur mab koant ha fur. Kemm anv e wreg a reas Mnesarc'hos neuze, hag envel anezhi Pitais (plac'h ar « Pitia »), hag envel ar bugel « Pitagoras » , kemennet gant ar Pitia.

Daoust d'ar bloavezhioù (ur c'hantved a ziforc'h) e veze kontet gant ar Romaned da vezañ bet kelenner Numa Pompilius, eil roue Roma hervez ar vojenn, ha diazezetr ar relijion roman . Mont enep ar gredenn-se a ra an istorour Titus Livius en e Istor Roma ( I-18). Aet e oa da Su Italia goude, da Grotonos, un drevadenn c'hresian. Eno e kelenne e skiant hag e breder da strolladoùigoù tud. Liammet e oa ar matematikoù hag ar vuhezegezh ken e prezegenne un doare-bevañ simpl ha kredennoù kevrinour diwar tremen an eneoù goude ar marv (ar metempsikosis).
Hervezañ e vez staget un niverenn da bep tra ha graet eo ar sonerezh diwar perzhioù an niverennoù. Tad an niverouriezh eo.

Dizoloadennoù ar bitagoridi

N'eo ket sur eo bet ijinet gant Pitagoras kement a zo bet lakaet war e gont. Kavet e voe diazez ar glevouriezh pa voe tennet frouezh eus e deorienn war uhelded ar sonioù.
Dastumet eo bet teoremoù Pitagoras gant ar matematikour Euklides tri c'hantved war-lerc'h ha n'ouzer ket ha diskoachet eo bet gantañ disoc'h an teorem war an tric'horn hirgarrezek. Implijet eo evit jediñ ar c'hostez hirañ, an hipotenuzenn, pa anavezer hirder an daou all.
Taolenn al lieskementadurioù, ar c'heitadoù aritmetik ha mentoniel, teorienn ar c'henfeurioù a zo bet lakaet war e gont ivez.

Buste

Mammskridoù

  • Gant Aristoteles hon eus un oberenn anvet Diwar-benn ar bitagoridi, a chom tammoù anezhi
  • Gant Demokrites ez eus urPitagore.

Levrioù e galleg diwar-benn buhez Pitagoras

  • Henriette Chardak, L'énigme Pythagore, Presses de la Renaissance, 2007
  • Jean-Paul Dumont, « Pythagore », in : Les Présocratiques, Paris, Gallimard, 1988, coll. « Bibliothèque de la Pléiade » n° 345, XXVIII-1652 p., (ISBN 2-07-011139-3), p. 51-68 et 1198-1205.
  • Antoine Fabre-d'Olivet, Les vers dorés de Pythagore, Henri Veyrier, 1991
  • Jean Mallinger, Notes sur les Secrets ésotériques des Pythagoriciens, Paris, Niclaus, 1946 ; 2 éd. en fac-similé, Lille, F. Planquart, 1973
  • Jean Mallinger, Pythagore et les Mystères, Paris, Niclaus, 1944 ; 2 éd. revue et corrigée, Lille, F. Planquart, 1974.
  • Jean-François Mattei, Pythagore et les pythagoriciens, PUF Que-sais-je ? n° 2732, 1993
  • Mario Meunier, Les vers d'or, Pythagore, Guy Trédaniel, édition de la Maisnie, 1987
  • François Millepierres, Pythagore fils d'Apollon, les essais LXII, Gallimard, 1953
  • Michèle Negri, Le Roman de Pythagore, Buchet/Chastel, 1991
  • Léonard Saint-Michel, Les vers d'or de Pythagore, Adyar, 1991
  • Édouard Schure, Les grands initiés : esquisse de L'Histoire secrète des religions, Rama. Krishna. Hermès. Moïse. Orphée. Pythagore. Platon. Jésus, Paris, Perrin & Co.
  • Albert Slosman, Le Biblion de Pythagore - Livre des lois morales et politiques, Robert Laffont, 1980
  • Docteur Emile Strohl, Pythagore, pérennité de sa philosophie, Editions Traditionnelles, 1968

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.