Manila : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: yo:Manila
Linenn 136: Linenn 136:
[[vo:Maynila]]
[[vo:Maynila]]
[[war:Manila]]
[[war:Manila]]
[[yo:Manila]]
[[zh:马尼拉]]
[[zh:马尼拉]]
[[zh-min-nan:Má-nî-la]]
[[zh-min-nan:Má-nî-la]]

Stumm eus an 28 Du 2009 da 19:15

Kêr-benn Stad Filipinez eo Manila (Maynila e filipineg).

Istor

Kronologiezh

Ar straed kenwerzhel pennañ e 1899

1571 : Krouet kêr gant ar Spagnol López de Legazpi. Sujet eo ar vro d'an impalaeriezh spagnol.

1898 : Disklêriet ar brezel ouzh Spagn gant ar Stadoù-Unanet. Distrujet al lestraz spagnol. Rankout a ra ar Spagnoled dilezel o zrevadenn. Kregiñ a ra Stadunaniz d'ober o renkoù er vro ha d'en em staliañ.

1942 : Preizhet kêr gant lu Japan. Staliet eno un diktatouriezh kriz. Mestr eo Japan war ar vro. En ur guitaat Filipinez e tisklêr ar jeneral MacArthur ar frazenn vrudet (deuet da wir 4 bloaz war-lerc'h) : "I  shall return" (Dont a rin en-dro).

1945 : Staliet adarre ur gouarnamant e Manila. Dilennet Roxas y Acuna da brezidant hag Elpidio Quirino da vesprezidant.

1946 : Goude fin aloubadeg Japan e tistro Stadunaniz d'en em staliañ e Manila.

Termenadurezh

E-pad pell eo bet rannet kêr etre ur c'harter trevadennel, mogeriet ha poblet gant trevadennerien eus Europa. Ar pezh a reer Manila anezhañ hiziv e gwirionez pe Manila "Intramuros" (kêr-gloz) ha Binondo, anezhi kêr an henvroidi, hini an "Indios" kalz pobletoc'h. Spagnoled ar XVIvet kantved a rae "Indio" (diwar Indez) eus kement henvroad eus perc'henniezhioù an impalaeriezh spagnol er Bed Nevez ha, dre astenn-ster, eus kement hini a orin eus ar broioù trevadennet ganto goude ma voe dizoloet Amerika ha pa vefent o chom en Azia.

Poblañsouriezh

Hiziv emañ bodet er gêr-benn un niver bras a garterioù iskêrel en tolpad kêrioù a reer Metro Manila anezhañ hiziv. Eno e vev ouzhpenn 10 milion a dud. Poblañs kêr Vanila a sav da 1,6 milion a dud.

Lec'hioù dibar

Kartenn Manila

Ateneo Manila, ur skol-veur katolik, bet savet e 1859 gant ar Jezuisted.

Treuzdougen e Manila

Treuzdougen kêr

Kehentiñ gant an diavaez

  • Aerborzh etrebroadel Aquino

Gwelet ivez

Manila veur (Metro Manila)