Erwan Evenou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ wiki gallek
Linenn 20: Linenn 20:
* [[Nikolazig ar broioù tomm]], [[romant]], [[Moulladurioù Hor Yezh]].
* [[Nikolazig ar broioù tomm]], [[romant]], [[Moulladurioù Hor Yezh]].
* Tezenn diwar-benn brezhoneg [[Lannejenn]].
* Tezenn diwar-benn brezhoneg [[Lannejenn]].
[[fr:Erwan Evenou]]

Stumm eus an 12 Gou 2006 da 18:27


Ur yezhour hag ur skrivagner brezhonek eo Erwan Evenou (Yvon Évenou). Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel ha politikel. Ganet eo en Aljer (Aljeria), d’ar 14 a viz C'hwevrer 1940 ha bevet en deus eno e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.

E skridoù

War un dro gant e labour er sindikad SNI-PEGC e voe unan eus emsaverien bennañ Unvaniezh Demokratel Breizh ha sevel a reas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e galleg evit ar Peuple Breton, ken e brezhoneg evit Pobl Vreizh hag ivez evit Al Liamm. Bet eo sekretour Galv (e galleg: « comité d'action progressiste pour la langue bretonne ») er bloavezhioù 1970 . Embannet en deus ivez ul levr barzhonegoù hag ur romant.

Levrioù