Serbeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : right|thumb|300px|Tachenn ar serbeg e 2006 (liv melen) Ar '''serbeg''' zo ur yezh slavek a gomzer e Serbia ha lod eus...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 23 Du 2009 da 16:59

Tachenn ar serbeg e 2006 (liv melen)

Ar serbeg zo ur yezh slavek a gomzer e Serbia ha lod eus ar broioù nes. Ur yezh ofisiel eo e Serbia, kenkoulz hag Montenegro ha Bosnia ha Herzegovina ma kaver kalzik a serbegerien ivez. Ur yezh rannvroel anavezet gant al lezenn eo ivez e Makedonia, Roumania ha Kroatia. Komzet e vez gant war-dro 11 milion a dud en holl.

Ur yezh slavek eus skourr yezhoù slavek ar su eo ar serbeg, evel ar c'hroateg hag ar bosneg. Ur mare zo bet ma vez sellet ouzh ar "serbeg-ha-kroateg" evel ur yezh hepken, hag ar serbeg ur rannyezh anezhi. Un toullad yezhoniourien a gendalc'h da welet an traoù evel-se. Hogen gant dispennadur Yougoslavia ha savidigezh stadoù Serbia, Kroatia ha Bosnia ha Herzegovina, eur deuet da sellet muioc'h-mui ouzh ar serbeg hag ar c'hroateg evel yezhoù disheñvel.