Biwmares : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Robot ouzhpennet: pl:Beaumaris |
||
Linenn 14: | Linenn 14: | ||
[[kw:Biwmaris]] |
[[kw:Biwmaris]] |
||
[[nl:Beaumaris]] |
[[nl:Beaumaris]] |
||
[[pl:Beaumaris]] |
|||
[[sv:Beaumaris]] |
[[sv:Beaumaris]] |
Stumm eus an 6 Du 2009 da 22:20
Biwmares (Beaumaris e saozneg) zo ur gêr e gevred Enez Mon war ribl ar Menai. Un anv normanek zo d'ar gêr hag a dalvez geun brav ('beau marais' e galleg).
Savet e voe Biwmares evel m'emañ bremañ e dibenn an XIIIvet kantved, goude aloubadeg Enez Mon gant ar roue saoz Edouarzh Iañ. Lakaat a reas sevel ur c'hastell en ul lec'h ma oa ur geriadenn anvet Llan-faes. Skarzhet e voe tud ar geriadenn, kaset e voent da Niwbwrch, ha dont a reas Saozon d'ober o annez er gêr nevez e-kichen Kastell Biwmares, a oa unan eus kreñvlec'hioù saoz hanternoz Kembre, evel Kastell Caernarfon, Kastell Harlech pe c'hoazh Kastell Conwy.
Hiziv n'eo ket Biwmares ur greizenn velestraduel a bouez ken : emañ kuzul kontelezh Mon e Llangefni. Derc'hel a ra Biwmares da vezañ ul lec'h darempredet koulskoude, gant miliadoù a douristed o tont di bep bloaz.