Kelted : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 58: Linenn 58:


====Iberia====
====Iberia====
[[Image:Ethnographic Iberia 200 BCE.PNG|thumb|left|200px|Takadoù pennañ ar yezhoù en [[Ledenez iberek|Iberia]]. E glas emañ ar yezhoù keltiek, war-dro 200 kent J.-K.]]
[[Image:Ethnographic Iberia 200 BCE.PNG|thumb|left|200px|Takadoù ar yezhoù pennañ en [[Ledenez iberek|Iberia]]. E glas emañ ar yezhoù keltiek, war-dro 200 kent J.-K.]]
{{Main|Keltiberianed}}
{{Main|Keltiberianed}}
{{Gwelet ivez|Kentromaned al Ledenez iberek|Iberia ragistorel|Hispania|Lusitania|Gallaecia|Celtici}}
{{Gwelet ivez|Kentromaned al Ledenez iberek|Iberia ragistorel|Hispania|Lusitania|Gallaecia|Celtici}}

Stumm eus an 5 Du 2009 da 15:28


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un tolpad pobloù eus ar C'hentistor eo ar Gelted aet da aloubiñ an darn vuiañ eus Europa pa oant o kantren e-kreiz Azia en a-raok. Anavezet eo bet o sevenadur diwar an arkeologiezh ha digant un nebeud testennoù diavaez dezho nemet ar re savet e Bro-Iwerzhon e derou ar Grennamzer ma 'z eo aet da get roudoù o stuzeghezhioù hag o c'hredennoù dindan pouez brasoc'h-brasañ ar gristeniezh. N'eus ket kalz a destennoù e yezhoù keltiek a veze implijet en Henamzer pa ne grede ket ar Gelted kozh skrivañ ar pezh a grede hag ar pezh a ouie evit abegoù relijiel marteze. Chomet eo ar yezhoù keltiek implijet hiziv ha meur a roud o bezioù hag o savadurioù (savadurioù-difenn, roudoù o atantoù hag o zemploù).

Orin an anvadur

Addisplegoù war Brezel Galia gant Kaezar (embannadur 1783)

N'anavezer ket an anv a rae ar Gelted anezho o-unan hag eo bet degaset ar gerioù Keltoï (gresianeg) ha lingua celta (yezh keltiek) gant tud ar sevenadurioù all (Gresianed ha Romaned).

Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae, nostra Galli appellantur.|Julius Kaezar en e levr De Bello Gallico. Tri rann a ya d'ober Galia, ar Belgiz o chom e unan anezhi, an Akwitaniz en eil hag en trede rann ar re a ra dioute o-unan er yezh keltiek ar C'halianed.

Kinniget ez eus bet meur a c'herdarzh evit ar ger "kelt" :

  • ar wrizienn indezeuropek "*kel pe *kol «trevadenn(er)»
  • ar wrizienn indezeuropek *keleto «herr» pa veze kustum ar Gelted da zilec'hiañ buan war varc'h
  • ar wrizienn henvrezhonek "*kaled" (kalet e brezhoneg hiziv) a gaver ivez e-barzh anv pobl ar "Caledonii" (en Henamzer e Bro-Skos). Marteze ne oa ket bet miret ar stumm kal gant ar C'hresianed p'o doa ur ger re dost dezhañ (kala = kened).

Lod o deus soñjet e oa keltoï da vezañ tostaet ouzh ar ger germanek "hahlen" (kuzh), met diaes eo kompren peseurt liamm a zo etre ar yezhoù germanek hag ar yezhoù keltiek, nemet o orin indezeuropek. Tostaet eo bet ar Geltoï, ar C'halated (ur meuriad kelt aet da Azia-Vihannañ) hag ar C'halli (Galianed), met n'eo ket sur evit tud a gred e teu Galated ha Galli eus ar ger keltiek ha germanek a dalvez evit estrañjour pe alouber.

Evit ar yezhoù keltiek, sell ouzh pajenn ar yezhoù keltiek.

Istor ar Gelted

Mammennoù kentistorel

Kartenn ar Sevenadur Hallstatt

E diskiblezhioù akademiek a bep seurt e vez sellet ouzh ar Gelted evel un anadenn eus Oadvezh an Houarn e Kreiz Europa, dre ar sevenadurioù Hallstatt ha hini La Tène. Rouez eo ar c’havadelloù arkeologoel a-fet ar sevenadur Hallstatt ha hini La Tène el ledenez iberek, ha dre-se ne n’eus ket trawalc’h a brouennoù evit lavaret e oa bet ur senario sevenadurel heñvel ouzh hini Kreiz Europa. Ken diaes eo ober ul liamm etre orin al ledenez kelt ha sevenadur ar parkadoù jarligoù kañv kent. Dre-se e soñjer abaoe nebeut amzer e oa bet ur seulad kentistorel hag un argerzh sevenadur a oa bet an deroù anezhañ en Oadvezh an Arem Sevenadur kloc'hheñvel.[1]

Sevenadur Oadvezh an Houarn Hallstatt (war-dro 800 kent J.-K.) ha hini La Tène (war-dro 500-50 kent) zo liammet peurliesañ ouzh ar C’hentistor hag ar Sevenadur keltiek. .[2]

Aet e oa ar Sevenadur La Tène war-raok hag e barr e bleuñv e oa bet e-pad Eil Oadvezh an Houarn (adalek 450 goude J.-K. betek aloubadenn ar Romaned er c’hantved kentañ goude J.-K.) e reter Frañs, e Suis, en Aostria, e mervent Alamagn, e Republik Tchekia, e Slovakia hag en Hungaria. Aet e oa war-raok er-maez eus ar sevenadur Hallstatt hep ma vije un torr er sevenadur, dindan levezon vras ar sevenadur gresian, ha goude gant sevenadur an Etrusked. Cheñchet e oa bet diazezadurioù kreizennoù zo er 4e kantved.

Sevenadur La Tène ar C’hornôg a glot gant Galia Geltiek istorel. Ma talvez an dra-se e oa lakaet holl ar sevenadur La Tène war anv ur bobl gelt unvan ez eo diaes da briziañ; henoniourien o devez kendastumet meur a wech ne oa ket ar yezh, ar sevenadur danvezel hag ar c’henezeladur politikel o ren keñver-ha-keñver dre ret. Stadañ a ra Frey an dra-se er 5vet kantved, “Ne oa ket heñvel al lidoù kañv er bed keltiek; strolladoù lec’hiet o doa o c’hredenn dezho o-unan ha dre-se o doa bet ivez eztaoladennoù arzel disheñvel”.[3] Neuze, tra ma klot sur a-walc’h ar sevenadur La Tène gant Galia, e c’hall bezañ dleet an artefaktoù La Tène d’an darempredoù sevenadurel ha ne lavar ket e veze bepred bezant ar geltiegerien. [Image:Hallstatt.png|thumb|left|330px|Hallstatt & La Tene cultures]]

Mammennoù istorel

Embann a reas Polybius un istor eus Roma war-dro 150 kent J.K., m’en doa deskrivet Galia hag Italia hag ar brezelioù a oa etrezo ha Roma. Lavarout a reas Pausanias “en eil kantved kent J.-K. e veve ar C’halianed, a veze anvet ar Gelted da gentañ, er ur vro er penn bellañ eus Europa war aod ur mor divent.” Deskrivañ a reas Posidonius Su Galia war-dro 100 kent J.-K. Kollet e oa bet e labour, koulskoude, daoust ma oa bet implijet diwezhatoc’h gant skrivagnerien evel Strabo. El levr diwezhañ, bet skrivet er 1añ kantved goude J.-K., e komzer eus Breizh-Veur ha Galia, koulz hag Hispania, Italia ha Galatia. Skrivañ a reas Kaezar diwar-benn Brezelioù Galia (Commentarii de Bello Gallico) e 58-51 kent J.-K. Diodorus Siculus a skrivas diwar-benn ar Gelted eus Galia ha Breizh-Veur en en unan al levrioù Istor bet skrivet gantañ.


Kelted ar c’hevandir

Galia

Galia war-dro 54 kent J.-K.
Pennad pennañ: Galia

E deroù istor Europa e veve ar Gelted neuze en tiriad a anver Frañs hiziv hag a veze graet Galia anezhi d’ar mare-se gant ar Romaned. Tiriad ar pobloù a c’hoarveze, war a seblant, eus an Izelvroioù, an Alpoù hag ar rannvro a anver Norzh Italia hiziv. Diskennidi ar pobloù-se a oa bet deskrivet gant Julius Kaezar en e levr "Brezelioù Galia. Reter Galia a oa kalon ar sevenadur kornôgel la Tène. En eil Oadvezh an Houarn e oa heñvel an aozadur sokial ouzh hini ar Romaned, gant kerioù bras. Adalek an 3e kantved kent J.-K. o doa ar C'halianed degemeret ar moneiz, koulz hag ar skridoù gant lizherennoù gresian a veze anavezet e Su Galia abaoe an eil kantved.

Marc'hadourien c'hresian o doa diazezet Marsilha war-dro 600 kent J.-K., evit eskemmañ gant Traoñienn ar Ron, met nebeut amzer goude 500 goude J.-K. e oa bet direizhet ar c’henwerzh ha lakaet da dreiñ dreist an Alpoù war-du traoñienn ar Po en Italia. En em gavout a reas ar Romaned e traoñienn ar Ron en eil kantved goude J.-K. ha kavet o doa ur C’halia ma veze komzet keltieg dreist-holl. Ezhomm he doa Roma da astenn ar c’hehentiñ gant he froviñsoù iberek ha trec'h e oa bet war ar boblSaluvii goude bezañ brezeliet ganto en Entremont e 124-123 kent J.-K. Tamm-ha-tamm e kontrollas ar Romaned an astenn, hag ar Broviñs roman a voe krouet a-hed a-hed aod kreizdouarel. Anavezet e oa ar peurrest evel Galia.

E 58 kent J.-K. o doa divizet ar bobl Helveteii envroañ war-du ar c’hornôg met rediet e oant bet gant Julius Kaezar da vont war o giz. Neuze en doa brezeliet gant meuriadoù a bep seurt e Galia ha war-dro 55 kent J.-K. e oa bet aloubet an darn-vrasañ eus Galia. E 52 kent J.-K. en em savas Vercingetorix a-enep aloubadenn ar Romaned met trec’h a oa bet warno pa oant bet o lakaat ar seziz war Alezia ha kodianet o doa gantañ.

Da-heul Brezelioù Galia 58-51 kent J.-K. e yae Keltia d’ober al lodenn vrasañ eus ar C’halia Roman. Diskouez a ra an lec’hanvioù dielfennet e vez graet gant ar c’heltieg e reter ar Garona hag e su ar Saena hag ar Marne Patrom:Citation needed.

Iberia

Takadoù ar yezhoù pennañ en Iberia. E glas emañ ar yezhoù keltiek, war-dro 200 kent J.-K.
Pennad pennañ: Keltiberianed

Patrom:Gwelet ivez Betek dibenn an 19vet kantved e veze anavezet ar Gelted eus al ledenez iberek gant ar ouizien evel ur sevenadur danvezel a denn d’ar sevenadurioù Hallstatt ha La Tène. Ne oa ket nemeur a bobloù kelt en Iberia, hervez ar pezh a ouzer diwar-benn Oadvezh an Houarn en 19vet kantved ha n'eus ket eus ur senario sevenadurel ken aes da sevel ha hini Kreiz Europa. Soñjal a reer e oa eus tri seurt Kelted en Iberia : Ar Geltiberianed er menezioù e-kreiz al Ledenez Iberek, ar Celtici er mervent, hag ar Gelted er gwalarn.

Ar ouizien a vremañ, koulskoude, o deus prouet splann e oa eus ar Gelted en Iberia ha levezon vras o doa bet ar re-se enni, dreist-holl e rannvroioù ar c’hornôg hag an norzh. Rannet eo bet Ar Gelted en Iberia e daou strollad henoniel ha sevenadurel, ha pa ne vefe ket gwall splann an doare da vezañ rannet anezho evel-se : *ur strollad a veve a-hed aodoù Galizia hag a-hed aodoù atlantel Iberia. Bevañ a raent e Lusitania(e Portugal) hag er rannvro geltiek, a veze anvet Celticia gant Strabo, a oa e mervent al ledenez iberek, en ur gontañ e-barzh an Algarve, ma veve ar pobloù Celtici, Vettones ha Vacceani (eus gwalarn kreiz Spagn) hag ar pobloù Gallaecia, Astures ha Cantabrian eus sevenadur ar C’hastelloù, e norzh hag e gwalarn Spagn ha Portugal.

  • Strollad ar Geltiberianed eus kreiz Spagn ha traoñienn uhelañ an Ebre. Eus an tiriadoù zo e Frañs hiziv an deiz e oa deuet ar bobl-se da anneziñ Iberia, e-touez ar pobloù iberek a oa enni dija.

Dre studiañ orin ar Geltiberianed e c’hallfec’h intent gwelloc’h an argerzh anneziñ ar Gelted er peurrest eus al ledenez. N'eo ket an argerzh anneziñ mervent al ledenez gant ar ar bobl Keltoi, koulskoude, un dra aes da gompren. Studiadennoù zo bet graet nevez zo war ar pobloù Callaici ha Bracari e gwalarn Portugal ha doareoù nevez da gompren ar sevenadur keltiek (yezh, arz ha relijion) zo bremañ e gwalarn Iberia.

Alpoù ha traoñienn ar Po

Patrom:Pennadoù pennañ Patrom:Gwelet

E-pad pell amzer e ouiemp e oa bet un takad keltiek (Lepontic, a oa anvet Keltia Cisalpina, e norzh Italia. Enskrivadurioù eus ar 6vet kantved kent J.-K., evit gwir, a oa bet kavet ennañ.

Al lec'hiad Golasecca, m’en em daol ar stêr Ticino eus al Lenn Bras, a oa ul lec'h a-feston evit ober eskemmoù en diabell, ma oa ar C'holasccanied hanterourien etre an Etrusked hag ar sevenadur Halstaat eus Aostria. Kementadoù bras a holen a veze eskemmet etrezo.

[[Image:Hallstatt culture.png|thumb|left|300px|Saviad arsevenadur Golasecca war-du su ar sevenadur Hallstatt.

E 391 kent J.-K. e oa tremenet ar Gelted, o doa o ziez-annez en tu all d’an Alpoù, dre an odeoù gant o holl nerzhioù hag aloubet o doa an tiriad etre an Appenninoù hag an Alpoù, hervez Diodorus Siculus. Traoñienn ar Po hag ar peurrest eus norzh Italia (Galia Cisalpina), ma oa keltiegerien o chom. Milano a oa bet diazezet gant ar re-se. Diwezhatoc’h e oa bet trec’het al lu roman e-pad emgann Allia ha drastet e oa bet Roma gant ar Senoned e 390 kent J.-K.

E-pad emgann Telamon e 225 kent J.-K. e oa chomet stanket un arme bras a Gelted etre daou nerzh lu Romaned ha trec’h a oant bet warnañ.

Trec’h e oa bet ar Romaned war ar Samnited, ar Gelted hag an Etrusked, a oa kevredet an eil re gant ar re all, e-pad trede brezel ar Samnited hag adalek ar mare-se ne veze ket mui ar Gelted mestr war en Europa ar c’hevandir, met ne oa nemet e 192 kent J.-K. e krogas al luioù roman da aloubiñ rouantelezhiù diwezhañ dizalc’h ar Gelted en Italia.

En em ziazezet e oa ar Gelted muioc'h er su d'ar Po evel ma c'haller gwelet war meur a gartenn. Dismantroù e Doccia, ur gêr e proviñs Emila-Romagna, a ginnig tiez e-ratre-vat savet gant ar Gelted adalek ar 4e kantved kent J.-K.Patrom:Citation needed

Levrlennadurezh

Patrom:Liamm PuB

  1. [1] The Celts in Iberia:An Overview - Alberto J. Lorrio (Skol-veur Alicante) & Gonzalo Ruiz Zapatero ( Skol-Veur Complutense Madrid) - Journal of Interdisciplinary Celtic Studies, Volume 6: 167-254 The Celts in the Iberian Peninsula, February 1, 2005
  2. F. Fleming, Heroes of the Dawn: Celtic Myth, 1996. p. 9 & 134.
  3. *Otto Hermann Frey, "Un doare nevez da dostaat ouzh an arz keltiek abred". Setting the Glauberg finds in context of shifting iconography, Royal Irish Academy (2004)