Fonem : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
8 okted lamet ,  12 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Pa ne gaver diforc'h ster ebet etre seurt parioù gerioù en ur yezh resis evit div fonenn disheñvel e rankont bezañ lakaet da [[alofonenn|alofonennoù]], da skouer [ɹ], [r] ha [ʁ] (<r>) e [[brezhoneg]] hag a gemm hervez ar [[rannyezh]] hag an dud pe [x] ha [χ] (<c'h>) implijet hervez o lec'h en ur ger.
 
Hervez reolennoù treuzskrivañ al [[LFE|lizherenneg fonetikel etrebroadel]] e ranker skrivañ treuzskrivadennoù fonemek etre [[beskell]]où a-dreuz (/ /) keit ha ma vez skrivet etre [[sonnell]]où ([&nbsp;]) treuzskrivadennoù [[fonetik|fonetikel]].
 
Diaes e c'hell bezañ pa vezer o klask dielfennañ pe deskiñ fonemoù ur yezh dianav betek-henn kompren pere eus ar fonennoù implijet ganti a zo fonemoù, dreist-holl pa ne glota ket framm fonologel ar yezh-se gant patromoù ar yezhoù anavet gant ar c'hlasker pe an desker, da skouer dre ma'z eo alofonennoù e [[saozneg]] ar [[kensonenn dre serriñ|kensonennoù]] dre serriñ [[c'hwezhadur (yezhoniezh)|c'hwezhet]] e c'hell bezañ trechet ur saozneger da grediñ n'hall ket bezañ fonemoù an hevelep fonennoù er yezhoù all daoust ha m'eo gwir ar c'hontrol evit meur a [[yezhoù indezek|yezh indezek]] evel an [[hindeg]].
43 616

kemm

Lañser merdeiñ