Bianca Maria Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sk:Bianca Mária Sforza
Linenn 46: Linenn 46:
[[pl:Blanca Maria Sforza]]
[[pl:Blanca Maria Sforza]]
[[ru:Бьянка Мария Сфорца]]
[[ru:Бьянка Мария Сфорца]]
[[sk:Bianca Mária Sforza]]
[[sv:Bianca Maria Sforza]]
[[sv:Bianca Maria Sforza]]
[[zh:比安卡·玛丽亚·斯福尔扎]]
[[zh:比安卡·玛丽亚·斯福尔扎]]

Stumm eus an 13 Her 2009 da 09:59

Bianca Maria Sforza, poltredet gant Giovanni Ambrogio de Predis

Bianca Maria Sforza a oa ur briñsez italian ganet e Pavia d'ar 5 a viz Ebrel 1472. Merc'h e oa da Galeazzo Maria Sforza, dug Milano, ha d'e wreg Bona di Savoia.

Prometet da zimeziñ meur a wech

Meur a wech e voe prometet da zimeziñ da briñsed a veur a vro, hervez ma troe politikerezh he zad.

A-boan e oa ganet e oa kaoz d'he dimeziñ da Philibert Ier de Savoie, a varvas da 17 vloaz en 1482, a-raok an eured. Goude e voe tro Yann, mab bastard Mathias Corvin, a oa da vezañ roue Hungaria. Met Ladislas Bohemia an hini a savas war ar gador-roue , ha ne voe ket graet an eured.

E 1494, pa oa 22 vloaz, e voe roet da zimeziñ gant hec'h eontr Ludovico Sforza d'an impalaer Masimilian, impalaer santel, intañv abaoe ur pennad ha koshoc'h egeti. 300 000 dugad a voe roet evel argouroù , ha 100 000 ouzhpenn evel taos war hec'h anvidigezh da impalaerez. Ludovico en doa c'hoant da vezañ anvet da zug Milano gant Masimilian, hag an Impalaer a glaske bezaén mestr war Italia an Hanternoz ha kaout ur feunteun a arc'hant da baeañ e vrezelioù.

Goude un eured war an ton bras, sede ar plac'h nevez kuit da Dirol, gant he lez, gwazed ha dimezelled, hag en o zouez Leonardo da Vinci, en deus skrivet petra a soñje pa oa o treuziñ ar Valtellina : ehanañ a reas ar bodad beajourion e Côme, Bellagio, Gravedona, Morbegno, Sondrio ha Bormio, ha tremen ode ar Stelvio.

Un dimeziñ hep levenez

Masimilian a voe impalaer eus 1493 betek 1519, a oa bet dimezet da gentañ da Marie de Bourgogne, pennhêrez Bourgogn hag an Izelvroioù bourgognat anezhi, merc'h nemeti Charlez . Un dimeziñ evurus e voe, ha daou vugel da heul: Fulub ar C'haer ha Marc'harid Aostria. Berr avat e voe, rak mervel a eure mari e 1482, kouezhet diwar he marc'h.


He marv

Klañv e oa Bianca Maria Sforza war-dro fin he buez . mervel a eure dan 31 a viz Kerzu 1510 ha beziet e voe en abati Stams, e Tirol, e traonienn uhelañ an Inn.

Liammoù diavaez