Kaozeadenn Implijer:Gwendal : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Meven (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 314: Linenn 314:
==Bucanetes==
==Bucanetes==
Salud. Ouzhpennet 'm eus ur voest-rummata hag ur rummad e [[Bucanetes]]. E meur a wikipedia all on bet o furchal ha diskoachet pennad ebet evit ar genad-se ; liamm etrewiki ebet evit poent eta ! A galon. --[[Implijer:Gouerouz|Gouerouz]] 11 Gwe 2009 da 05:36 (UTC)
Salud. Ouzhpennet 'm eus ur voest-rummata hag ur rummad e [[Bucanetes]]. E meur a wikipedia all on bet o furchal ha diskoachet pennad ebet evit ar genad-se ; liamm etrewiki ebet evit poent eta ! A galon. --[[Implijer:Gouerouz|Gouerouz]] 11 Gwe 2009 da 05:36 (UTC)

==E ser an dilennadeg==

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion :
''Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.''[http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Merourien#Ar_pezh_eo_arabat_d.27ar_verourien_ober]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Neal#Kavet]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket.
Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar:Log&limit=500&type=block&month=&year=] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj [[Implijer:Bernez Bernioù]], [[Implijer:Tangi Gwegen]], [[Implijer:Shelley Konk]], [[Implijer:Alan Delo]], [[Implijer:Rufus]], [[Implijer:Nihil Obstat]], [[Implijer:Ab Ostol]], [[Implijer:Kergidu]], [[Implijer:Lola Kola]], [[Implijer:Alfoñs ar C'hlas]], [[Implijer:Alfoñs ar Werenn]]…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "'''''Krediñ a reer e c'hellfe bezañ''' implijet ar gont-mañ evit margodenniñ''". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "''Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...''". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "''Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...''". Hag un tamm pelloc'h : "''goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ''". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, '''Kadwalan''', '''Benoni''', '''Paotr''', '''Fulub''' ha '''C.Rogel''' a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet '''Neal''', a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag '''oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile''' : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : ''Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.''[http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009#Souezhet] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud ''dibabet mat'' na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ '''dizesk war pep tra''' evelti. Pezh a ra hepken zo klask '''treiñ''' pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo '''nul''' live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn.
Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : '''e Wiki dezhañ''' an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus [[Wiki-ni]] e-lec’h '''Ma Wiki din-me''' ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : '''o digalonekaat''' hag '''o heugiñ''' dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel '''Limnac'h''' e-lec'h ''Luimneach''). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek ''Preder'', hag o tremen dre Frañsez Vallée, ''Gwalarn'' ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren '''kefridiel''' (a gaver e Geriadur An Here, pe e ''Tintin. Afer Klaskato'', p. 43 : "''En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep...''" : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ '''lec'hienn''' e-lec'h '''load''' pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" '''lec'hienn''' (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg ''site'', ha pa n'eo ket '''load''' anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e ''Geriadur ar Stlenneg'' embannet e '''1995''', pe e '''Aber''' abaoe krouidigezh he load (''load gwe'' a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, ''site'' e-lec'h ''website''. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : '''treiñ''' evit broioù zo (''Loeiz XIII''...), '''berzañ skrivañ e brezhoneg''' evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved '''o doa an hevelep anv''', ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e ''Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes'', Coop Breizh, 1998, p.26 '''Hoel Dda''' (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg ''da''). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel '''Olaf'''/'''Olof'''...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

[[Implijer:Meven|Meven]] 2 Her 2009 da 15:12 (UTC)

Stumm eus an 2 Her 2009 da 15:12

Skeudennoù

Laka ur sell war ar pennad-mañ: Skoazell:Penaos embreger ur skeudenn. A-hednall, n'eus nemet ober klik war Eilañ war ar servijer a-gleiz war pep janenn dindan ar vouest "klask" er "vouest ostilhoù". E: "Anv ar restr da gas:" e ranker skrivañ anv ar skeudenn a fell dit eilañ war ar servijer evit ggallout bezañ implijet war-lerc'h. Neuze, gra klik war "kargañ ur rest" evit kargañ ar skeudenn war ar servijer. Gra un taol-ease ha ma kavi kudennoù skriv-me adarre. A-hendall, gllout a reer implijout skeudennoù eus pep lec'h gant ma'z int frank, da lâret eo hep gwirioù aozer. Evit implijout ur skrudenn war ur bajenn n'eus nemet skrivañ [[Skeudenn:ANV AR SKEUDENN]] A galon, --Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 13:13 (UTC)[respont]

Vot evit ur merour nevez

Lakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 13 Mez 2007 da 17:58 (UTC)[respont]

Salud ma amish

Emaon o paouez sellet ar pajennoù e giz Jeruzalem, Nazareth, Palestinia, hag all, hag all,...ha n'ez eus ket kalz a draoù. Poent eo deomp kregiñ al labour, marteze e vefe mat deomp klask sevel traouigoù 'zo war sav-poent an istor ha goude pa vimp distro eus ar veaj e vo tu deomp mont dounoc'h en danvez, rak d'am soñj evit ar poent bez peus kalz a draoù d'ober gant da d/TPE. Neuze lar din pa vit prest da gregién e-barzh. --Gwendal.P 14 Mez 2007 da 13:00 (UTC)[respont]


Mouezhiadeg

Trugarez da vezañ votet evidon. A galon --Kadwalan 15 Mez 2007 da 09:40 (UTC)[respont]

Liammoù etrewiki

Gourc'hemennoù evit ar pennadoù a savez, met arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki. Trugarez dit! Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 13:31 (UTC)[respont]

Tabutoù?

Da betra rez dave pa implijez ar ger "tabut"? Ne gred ket din e vije dibabet mat ar ger, a talvez kement ha "querelle". Peseurt ger a vez implijet e galleg: négociation? pourparlers? discussions? Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 14:23 (UTC)[respont]

Evit respont d'az kemenadenn Benoni: Tabut a zo evidon un "débat", gwir eo e c'helfer cheñch gant emvod pe emglevioù met peogwir n'eo ket aet betek un emglev darn eus emgavioù bro C'hall hag Aljeria em eus divizet lakaat "tabut" evit ar pezh a sell ouzh an eskemmoù etre an daou vro hag a oa memestra o vrezeliñ. --Gwendal 17 Mez 2007 da 17:40 (UTC)[respont]
Evit "débat" e implijfen kentoc'h gerioù evel "dael" pe "breutadenn". Peseurt ger a vez implijet e levrioù klas termen Diwan? Sur out eo tabut? Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 17:43 (UTC)[respont]

Levrioù klas? ;)--Gwendal 18 Mez 2007 da 09:18 (UTC)[respont]

Ma vije levrioù klas, ne vije ket eus kudenn ar gerioù. Ne vije nemet ober gant ar gerioù kinniget el levrioù. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 09:26 (UTC)[respont]
N'eo ket ur gudenn a levr klas d'am soñj met kentoc'h ur gudenn a implijout ar brezhoneg, muioc'h 'vez komzet, muioc'h 'vez desket. Memestra evit ar yezhoù all, ma n'implijer ket ur yezh bet desket en araok e koller tamm ha tamm ar yezh hag ar geriaoueg. Setu e vo ret din implijout ar brezhoneg aliesoc'h...--Gwendal 18 Mez 2007 da 09:55 (UTC)[respont]
Komzoù fur. A vije ret dimp holl ober. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 10:08 (UTC)[respont]

C'hoariet mat !

Sapre Globi... kuzhet bepred... n'az pefe ket c'hoant kenlabourat war ur pennad ? N'ouzon ket, war ur skrivagner pe war ur strollad sonerezh... Ya ?

A-du on da labourat war Naoned... Petra 'p eus c'hoant e rafen ? Modall war ar Red Hot Chilli Peppers e c'hellfemp labourat... Kas a rin dit an traoù da dreiñ ma 'z out adu... Malo 19 Mez 2007 da 09:18 (UTC)[respont]

Neuze, treiñ a rimp adalek ar saozneg, klokoc'h e vo ar pennad... n'out ket direnket ?

Me 'zo o vont da lakaat an titloù, ha ne vo nemet da leuniañ. An traoù az po da dreiñ a vo lakaet dit er yezh orin war ar pennad, "Cut " anezho, ha tro anezho, goude e adlaki... ober a reomp e-giz-se ?

C'hoariomp asamblas evit c'hoariñ mat

Salud dit ma amish ! Emaon o paouez kaout ur mennoz evit labourat hon daou war ur memes pajenn pe war ur memes sujed. Gwelet am eus ne oa ket bet savet c'hoazh ar bajenn gant roll ar bibien, ha n'eus ket kalz a draoù diwar-benn an Iliz katolik roman hag ar vatikan. Pefe ket c'hoant labourat ganin war an dodennoù-se. Respont din a buhanañ ar gwellañ evit ma c'halfemp kregiñ an abretañ ar gwellañ. Kregiñ gant roll ar bibien vefe ket ur mennoz fall, neketa ? Goude pa vimp distro eus Palestinia e vo tu deomp sevel ur bern traoù gant ar pezh hon o dastummet du-se. A-benn nebeut ma amish !!! --Gwendal.P 2 Eos 2007 da 12:15 (UTC)[respont]

Neuze ?

Neuze a-du out evit labourat war roll ar bibien ganin ? Kae da welet, lakaet am eus un digoradur met ne ouezan ket c'hoazh ma ran se dindan stumm un daolenn pe ul listenn simpl. Ouzhpenn da se, sellet am eus penaos eo bet savet war wikipedia e saozneg hag hini e galleg ha stummoù disheñvel kennañ vez kavet (kae da welet er yezhoù am eus meneget ha lar din). Respont din ma peus c'hoant labourat ganin war an dra-se. Hag e rannimp al labour etrezomp. A-galon meu amish --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 17:29 (UTC)[respont]

Roll ar bibien

Krogomp e-barzh neuze. Ober a rin ur bajenn evit an enep-pibien. Mod-all evit an anvioù eo ret kentoc'h ober ur golonenn gant an anv e latin, unan all gant anv orin ar pab (da skouer Karol Vojtila evit Yann-Baol II) hag e penn kentañ toud an anv brezhonekaet. Met arabat ober biloù, ne vo ket gwall diaes: pe treiñ an anv, pe brezhonekat ar skritur. Ma z'eo er ziaes e vo goulennet da implijerien ha merourien'zo (lennet am eus e oa bet aozet prantadoù labour evit treiñ anv Hen-Gresia, neuze evit treiñ un nebeut anvioù a bibien ne vo ket gwall diaes evito). Met d'am sonj e vo tu deomp dont a-benn eus ar gudennadur-se. Krogomp e barzh meu amish. Bec'h d'ar bibien. A-galon --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 19:31 (UTC)[respont]

Rannañ al labour

Dav vefe deomp rannañ ar prantadoù istorel/lodennoù an daolenn etrezomp. Kemer a ran eus 250 betek 499, ha te eus 250 betek 499, pe ar c'hontrol ma peus c'hoant. Ha kas din ar prantadoù istorel/lodennoù peus c'hoant ober. A-benn nebeut meu amish ! --Gwendal.P 6 Eos 2007 da 11:18 (UTC)[respont]

Reizhadenn

Salud ma amish !!! Youhou echu roll ar bibien !!! Estonet on ne vefe ket bet hiroc'h ganeomp evit e ober. Met kae da welet war pajenn kaozadenn ar pennad, Benoni en eus lakaet evezhiadennoù evit an anvioù troet e brezhoneg. Neuze dav vefe deomp reizhañ an taolennoù hon eus graet. Evit ar reizhadenn pep hini a dalc'h an daolenn en eus graet ha paset mat an afer! Mod all tu vefe kregiñ ul labour war Israelia ha Palestinia. Kinnig a ran kregiñ gant an douaroniezh ha gant kerioù ha lec'hioù pouezus ar vro. Lar din ar pezh a sonjez diwar-se ha lar din ar pezh pefe c'hoant ober (labouromp en ur mod a-stroll war pajanneoù bras, ha hiniennel war pajennoù bihanoc'h) ha klaskomp framañ ha rakwel hor labour o tont. A-galon ha da virviken meu bichon! --Gwendal.P 7 Eos 2007 da 14:40 (UTC)[respont]

Sonaozourien ar romantelezh

Sonaozourien ar romantelezh a zo mat din... Benoni (Kaozeadenn) 7 Eos 2007 da 14:11 (UTC)[respont]

Labouromp ha labouromp atav !!!

Salud ma amish !!! Prest da adkregiñ e-barzh ? Rak ur c'hinnig am eus: loc'homp gant labourioù bihan diwar-benn Palestinia ha Israel (da skouer ar monumantoù, an dezerzhioù, kerioù pe lec'hioù, kevredigezhioù politikel'zo, hag all,...), traoù aes evit kregiñ. Met daoust hag e vefes dedennet gant ul labour a-stroll evel an hini hon oa graet evit ar bibien. Efedus eo bet, neuze perak paz adkregiñ gant ul labour on o paouez loc'hañ: ur bajenn diwar-benn Levr Kells!!! Start e vo, startoc'h eget roll ar bibien met a-stroll e zaio buhanoc'h. Neuze, a-du pe get. Respont din ar buhanañ ma c'hellez, kement evit al labourigoù evit an Douar Santel get evit hini diwar-benn Levr Kells. A-benn nebeut meu amish... A-galon --Gwendal.P 2 Gwe 2007 da 17:06 (UTC)[respont]

Kendivizoù reolata nevez

Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:

Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 16:38 (UTC)[respont]


Patromoù

Diwall gant ar pezh a rez ouzh ar patromoù: ret eo lakaat noinclude, mod all e lakaes rummadoù fall er pennadoù... Sellet ouzh ar c'hemm am eus graet war Patrom:Kameroun evel skouer. Benoni (Kaozeadenn) 6 Her 2007 da 18:46 (UTC)[respont]

Kemennoù: vot ha wikiarroud

Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 13 Her 2007 da 14:03 (UTC)[respont]

Anvioù ar bibien

Sachañ da evezh a garfen war un draig: kavet em eus e oa reizh resisaat evit petra e vote an dud, ha lakaet em eus ur gerig bennak ouzhpenn:

  • Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Kaius, Serj, hag all diwar skouer ar galleg dre vras (war-bouez Caius), hag ar yezhoù latin.

Heñvel em eus graet evit an eil frazenn:

  • Dalc'het e vo d'ar stumm e brezhoneg pa vez testeniekaet (Yann-Baol, Benead, Paol, Yann, Pi, hag all) ha mod all e vo dalc'het d'ar furm latin (Julius, Clemens, Urbanus, Anacletus, Marcellinus, hag all) diwar skouer ar saozneg hag an alamaneg.

D'am soñj eo mat gouzout penaos e vez graet gant ar re all. A galon. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 01:18 (UTC)[respont]

N'eo ket posubl: ne vez ket cheñchet testenn ur vot ur wech kroget gant ar vot. Ouzhpenn-se e disoñj Bianchi-Bihan ez eo bet kembraeget an holl anvioù e kembraeg ivez, hag all. Evel ma lavar Fulup Jakez, rener Ofis ar brezhoneg, kement-mañ a zo un hengoun e brezhoneg hag e darn vrasañ yezhoù Europa gatolik. Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:04 (UTC)[respont]

Salud meu mignon. Nemet evit gouzout un dra: en da bennadoù a ziwar-benn brezel Alkeria, daoust hag e kavez gwelloc'h implijout an dro lavar "putsch ar jeneraled" pe mod-all ar ger "irien" hag a dalv "complot". Evidon e kavan gwelloc'h implijout ar ger muiañ implijet gant an istorourien. Dit da welet pe marteze peus ur mennozh all... A-galon --Gwendal.P 30 Du 2007 da 22:29 (UTC)[respont]

Levr Kells da genderc'hel

Salud ma amish !!! Hag a-du e vefes da labourat ganin war pennad Levr Kells evit e welaat? Kroget am boa ar pennad met n'am eus ket kendalc'het. Gellout a rafemp treiñ eus ar galleg/saozneg evit traoù'zo ha labourat war dielloù all ez eus tu kavout. D'am soñj e vefe tu ober ur pennad brav asambles. A-benn nebeut meu amish. --Gwendal.P 17 Kzu 2007 da 00:19 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:15 (UTC)[respont]

Happy New Year Gwendal! :)

Dear Gwendal, could you please help me create a short stub of this article for the Breton .br project. Even if you could help with one or two sentences, that would be great since it could later provide a basis for future development. I am very thankful for any help you could provide. Happy New Year 2008! -Mirelle Suigthierne 2 Gen 2008 da 20:41 (UTC)[respont]

Tebez/Thebai

Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.

Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Ar pezh a lavar n'eo meneget neblec'h--Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]

Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
Displegadennoù hiroc'h:
Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:34 (UTC)[respont]
Ur wir gudenn eo! Penaos envel kêrioù ar bed e brezhoneg? Implijout a rafen Tebez e-lec'h Thebai, gwir eo. Met levezonet on gant ar galleg dreist-holl met ivez gant ar saozneg evit ar pezh a sell ouzh anv ar gêr-se. Ma implijer Thebai, 'vezer ket sur bezañ komprennet war-eeun gant den-mañ-den nemet ma'z eo ampart war an dachenn. D'am soñj eo bet savet Wikipedia ivez evit ma c'hellfe an holl kompren ha n'eo ket dre ret en ur implijout memes doare distagañ anv ar gêr e gresianeg e vezer komprenet gant ar vrezhonegerien. Tebez a zo komprenusoc'h evidon. Votet eo bet ur reolenn (Diviz 2), met perak neuze lakaat e pleustr ar c'hendiviz reolata war an anvioù gresianek nemetken? Ma 'vez heuliet ar soñj betek penn e vefe ret dre-se lakaat kêrioù pep bro gant o anv orin, dibosubl.--Gwendal 2 C'hwe 2008 da 18:11 (UTC)[respont]

Da

Salud dit ! Diwall ouzh an araogenn da a ranker lakaat dirak an deiziadoù : ganet d'an 11 a viz C'hwevrer. N'eus araogenn ebet e galleg met unan zo e brezhoneg, e saozneg... A galon,--Llydawr 25 C'hwe 2008 da 17:09 (UTC)[respont]

Trugarez. N'on ket ur mailh evit treiñ an traoù...--Gwendal 25 C'hwe 2008 da 17:32 (UTC)[respont]

Kenstrivadeg

  • Den n'hall bout ur mailh a-raok kregiñ e-barzh, hag ober. Pep hini zo bet kroget un deiz, ha desket tamm ha tamm, dousik.
  • Kenstrivadeg: sell: [[1]].
  • Tud zo a fell dezho serriñ fr:Ar Redadeg. Sell.

Trugarez BB (memes ma welan sinadur ebet e tivinan piv eo) Kemmadur=plijadur, (ken) strivañ a rin prometiñ a ran. Allaz! N'ouzon ket perak e fell dezho serriñ ar pennad-mañ, pajenn gaozeal ebet...--Gwendal 9 Meu 2008 da 21:04 (UTC) Ankouaet ganin sinañ. Strivañ a rin da drec'hiñ an ankounac'h. Bianchi-Bihan 10 Meu 2008 da 05:54 (UTC)[respont]

Kristeniezh

Setu taolet am ur sell war roll ar bibien bet savet ur pennad diwar o benn...ha n'eus ket kalz. Met d'am soñj e vefe da kregiñ gant traoù simploc'h eget ar bibien, traoù diwar-benn istor an Iliz katolik, met dreixt-holl istor ar gristeniezh. Kregiñ gant ar "simplañ", sellet ma 'z eus ur bajenn evit pep abostol da skouer, an avieloù, an testennoù sakr, al lec'hioù evel menez Sinai, iliz an adsav, lec'hioù pouezus e Jeruzalem, hag all, hag all. D'am soñj n'eo ket ur mennozh fall ober ur seurt urzh kronologel, sevel ar pennadoù a hed istor ar gristeniezh. Kregiñ gant ar penn kentañ, e amzerioù ur gristeniezh unanet ha prim (BEVET PRIIIIIIM). Petrea sonjez diwar-benn an dra se? Kas din da mennozhioù ha da ginnigoù evit pennadoù'zo, evit ma rafemp ur seurt roll labour. A-galon --Gwendal.P 19 Ebr 2008 da 13:33 (UTC)[respont]

Un dra dreist vefe implijout testennoù relijiel e brezhoneg ha dreist-holl reoù bet troet eus an testennoù gwir. Troidigezh ar minihi ar zo un droidigezh a doare, un oberenn ramzel. M'hon eus al levr-se evel diaz e vo tu ober traoù mat. Labourat a rin war tudoù da gentañ toud: da vefe dija kaout ur pennad mat diwar-benn Jezuz. Labourat a rin war pennadoù diwar-benn orin ar gristeniezh ha ganedigezh ar feiz kristen. Hag e-kichen pennadoù diwar-benn istor ar gristeniezh. Kregiñ a ran gant ur pennad diwar-benn Tadoù an Iliz. Kinnig din traoù pe sonjoù evit pennadoù diwar-benn ar gristeniezh prim. Pe lar din ar pezh a rin evit ma glotfen da bennadoù gant reoù all liammet etrezo. A-galon. --Gwendal.P 19 Ebr 2008 da 22:55 (UTC)[respont]

Kustum

Kustum out da skrivañ :

  • memes tra eget. Lenn: Eget
  • brezhoneg ebet: Lenn: Ebet

A galon.Bianchi-Bihan 13 Mae 2009 da 03:26 (UTC)[respont]

Ar fazioù zo traoù fall, gant un tu mat-tre pa ouzer o implij : goude faziañ e c'haller reizhañ, ha dre reizhañ e c'haller deskiñ.
Graet eo ar wikipedia evit deskiñ an holl, lennerien ha skriverien. Ma vefe komprenet gwelloc'h e vije muioc'h a genlabourerien. A galon. Bianchi-Bihan 13 Mae 2009 da 09:22 (UTC)[respont]

Bro-Saoz

Un ali: [[2]]. Bianchi-Bihan 17 Mae 2009 da 02:10 (UTC)[respont]

Utrecht, patrom

Trugarekaat. N'on ket gwall varrek evit a sell ouzh patromoù.Anat eo e vo kalz aesoc'h.--Ex-Smith 20 Mae 2009 da 08:21 (UTC)[respont]

?

Ne gomprenan ket ar frazenn-mañ:Ul levezon bras kenañ en eus bet war al lennegezh hag ar brederouriezh european e oberennoù Rainer-Maria Rilke, Georg Trakl, Hermann Hesse ha Paul Celan. Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 21:42 (UTC)[respont]

E peseurt pennad e gaver ar frazenn-mañ?--Gwendal 21 Mae 2009 da 08:32 (UTC)[respont]
Friedrich Hölderlin. Lavar din ha mat eo dit ma reizhadennig.
Mat eo din!--Gwendal 21 Mae 2009 da 09:00 (UTC)[respont]

Kemm

Evezhiadenn

N'em eus ket c'hoant da derriñ da benn, met peogwir e seblantez troet da zeskiñ skrivañ a zoare, setu div evezhiadennig evit da skoazellañ: Skrivañ a rez :

  • Savet eo bet un infobox :
    • Savet eo bet an ti (strizh)/ savet ez eus bet un ti (amstrizh)
  • N'ouzon ket ma respontan mat : e brezhoneg peurunvan e reer gant :
    • N’ouzon ket ha respont a ran mat (doare koshañ, hini Leon, evel e kembraeg)
    • N’ouzon ket hag-eñ e respontan mat (doare Treger ha Kerne Uhel)
  • An doare gant ma a blij d'ar Wenedourien. Salv ma chomo ar boaz ganto, ha ma n'hen roint ket d'ar re all. Bianchi-Bihan 24 Mae 2009 da 16:02 (UTC)[respont]


Patrom:Pegement a bennadoù brezhoneg e Wikipedia

Graet 'm eus un evezhiadenn da geñver da reizhadenn. Kaozeadenn Patrom:Pegement a bennadoù brezhoneg e Wikipedia --Y-M D 16 Mez 2009 da 13:17 (UTC)[respont]

Komprenet 'm eus bremañ, gwir eo 'm boa merzhet-se dija. Te eo en deus tennet un nebeud talvoudoù eus ar bloaz paset ? A galon --Y-M D 16 Mez 2009 da 14:39 (UTC)[respont]
N'eo ket! Disoñjet e oa bet lakaat ar sifroù-se just-a-walc'h. gwellet an difoc'hioù ([3] a-raok ha goude [4], disoñjet eo bet ur miz etretan!)--Gwendal 16 Mez 2009 da 14:46 (UTC)[respont]
Ok, va digarez n'em 'bo ket sellet ha furchet a-walc'h. --Y-M D 16 Mez 2009 da 15:02 (UTC)[respont]

Perak e lakaez :* Viseu; * Viseu , n'eo ket trawalc'h? Bianchi-Bihan 24 Mez 2009 da 04:44 (UTC)[respont]

N'eo ket me avat en deus skrivet ar pennad, lakaet am eus ar rummadoù nemetken. Goulenn digant João, eñ eo en deus savet ar pennadoù.--Gwendal 24 Mez 2009 da 08:14 (UTC)[respont]
Re wir, gwelet em boa goude. A galon. Bianchi-Bihan 24 Mez 2009 da 08:28 (UTC)[respont]

Meurzh

Lakaat Meurzh da gas da Meurzh (disheñvelout) (nevez krouet netra nemet evit se) a servij marteze da un dra bennak, met ne welan ket da betra. Peurvuiañ e vez graet kemend-all pa vez ezhomm da grouiñ ur pennad nevez, lakaomp Meurzh amañ. Anat eo ne oa ket ezhomm, nemet kemmañ a rafes pezh zo bet lakaet en urzh, a gredan, abaoe ur pennad mat a amzer. Din-me, ur pennad Meurzh o kas da bennadoù all a oa sklaer a-walc'h. Bianchi-Bihan 19 Gou 2009 da 18:17 (UTC)[respont]

Great am eus an adkas-mañ evit ma vefe resisoc'h c'hoazh an traoù, setu tout. N'on ket a-enep cheñch en-dro.--Gwendal 19 Gou 2009 da 18:27 (UTC)[respont]
Mat eo goulenn ali ar re o deus pledet gant ar pennad a-raok. Bianchi-Bihan 20 Gou 2009 da 00:35 (UTC)[respont]

Stankañ

Stankañ an dud ne gredfen ket ober, met stankañ o c'hont outo eo an droienn vat d'am meno. Kaozioù hir zo bet gwechall war se amañ, ha dreist-holl pa oa unan hag a c'hoarie stankañ ma hini. Me avat n'on ket bet stanket gwech ebet, ha mont a raen reoliek d'ar gador-doull, resped dit, da skañvaat ma bec'h, en desped dezhañ. Bianchi-Bihan 21 Gou 2009 da 14:27 (UTC)[respont]

Mat eo din! Met un implijer dizanv eo ha n'eus ket a gont, e gwirionez e vefe gwelloc'h lavaret stankañ an ennegañ IP (adresse IP) bet implijet evit an torfed.--Gwendal 21 Gou 2009 da 14:33 (UTC)[respont]
Ne gomprenan seurt er pennad, n'eo ket ma brezhoneg, me zo eus ar c'hantved kozh. Serriñ e gont, a laran. Ne welez ket unan hag a c'hallfed serriñ en deizioù-mañ? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 13:11 (UTC)[respont]

Ar rummadoù

Trugarez evit da evezhiadenn, respont orin war va bajenn kaozeadenn. --Y-M D 6 Eos 2009 da 20:16 (UTC)[respont]

Keit a ma soñjan, lakaet poa e oas a-du a walc'h gant va c'hinnig diwar-benn ar merourien. Gouzout a rez piv eo an trede den en deus respontet ? Petra a ginnigez te en afer-se ? --Y-M D 6 Eos 2009 da 20:19 (UTC)[respont]

Me gred eo Neal en deus respontet adarre en davarn. Chalet on memestra gant an afer-se, ma n'eus merour ebet ken war wikipedia e zaio an traoù da fall ha traoù a vreino keit ha ma vint laosket giz-se. (evel ar pajennoù da nullañ da skouer). Gwir eo ivez ez eus diaezamantoù pa vezer merour, da skouer renkañ un afer etre daou genlabourer kroget ganto ur seurt "brezel" a vez ret dirouestlañ, kemer divizoù diaes a-walc'h... Borodus e c'hell bezañ ivez bezañ merour e-keñver ober war-dro ar wiki, al labour kumuniezhel a c'houlenn amzer. Dav eo kemer un diviz forzh penaos abred a-walc'h.--Gwendal 6 Eos 2009 da 20:33 (UTC)[respont]

Ar gwir 'zo ganit setu perak e kinnigen e vefe 2 pe 3 merour, e-mod-se e vez ur skipailh labour. Aesoc'h eo neuze rannañ al labour ha diskoulmañ kudennoù etre tud. Evit ar poent eo ar vakañsoù neuze ne vez ket aze an holl, met e fin miz Eost e vo posubl kregiñ gant un tabut ha dilennadegoù perak pas. --Y-M D 7 Eos 2009 da 07:54 (UTC)[respont]

A-du ganit, gortozomp fin ar vakañsoù.--Gwendal 7 Eos 2009 da 10:09 (UTC)[respont]

The Return of the King

I am back my friend. Sikour a fell dit evit pennadoù'zo? Gellout a rafemp kenlabourat war traoù'zo evel m'hon devoa graet evit ar bibion... A galon,

Da idolenn hag azeuler, Gwendal.P

Bec'h dezhi !

Kevarc'h keneil,

dont a ran da reiñ un dorn war wiki. Mar 'c'h eus ezhomm a skoazell, skriv ur gerig din !

malo

Evidout e vin bepred amañ, Odil...

Me zo o vont da labourat war da bennad RHCP, difaziañ ha liammañ. Ha pennadoù mallus a ve d'ober evit a sell ouzh ar sonerezh ?

Tuch' malo

Rummadoù

Ha kemmeret eo bet un diviz ganit pe gant unan all diwar-benn ar rummadoù ? --Y-M D 14 Eos 2009 da 09:27 (UTC)[respont]

N'am eus ket. Gortoz a ran fin ar sizhun a-raok kregiñ 'barzh, hervez an divizoù bet kemeret gant an dud o deus kemeret perzh en davarn (re nebeut int siwazh). Trugarez da chom war evezh!--Gwendal 14 Eos 2009 da 10:04 (UTC)[respont]
Ur blijadur eo, ha pouezus eo mont betek penn pa groger gant ul labour setu perak e choman war evezh. Gwir eo ne kemer ket perzh kalz a dud en tabutoù. A galon --Y-M D 14 Eos 2009 da 13:50 (UTC)[respont]

Adkas

Kaset 'teus Vasily Pavlovich Aksyonov‎ da Vasily Aksyonov . D'am soñj, ha diouzh a ouzon eus boazioù ar wikioù en-dro dimp, eo ar c'hontrol-fed a oa d'ober: eus an titl eeunañ d'an titl reishañ (ha hirañ, peurvuiañ, evel amañ). Evel-se am eus graet a viskoazh, hag e lec'hanvioù Zuberoa n'eus ket keit-se zo c'hoazh. A galon. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 16:57 (UTC)[respont]

Neuze, evit Omar Bongo e vefe ret d'an titl bezañ El Hadj Omar Bongo Ondimba? Hag evit Verner von Heidenstam, Carl Gustaf Verner von Heidenstam? hag all, hag all, ... Ma 'peus c'hoant kemm e c'hellez met n'eo ket me a raio.--Gwendal 14 Eos 2009 da 18:36 (UTC)[respont]
Un doare a vefe implij an anv implijet an aliesañ (gant ar mediaoù hag an dud) ha ket an anv klok (resisaet e vez e pennkentañ tout ar bajenn). Un ali eo hepken. --Y-M D 14 Eos 2009 da 18:39 (UTC)[respont]
1 Sellit ouzh Stalin ha Trotski.
2 Kas Vasily Pavlovich Aksyonov‎ (a) da Vasily Aksyonov (b) zo evel soñjal e vo klasket an anv a gant unan bennak. Din eo sklaer:n'hall ket c'hoarvezout. Ha sede an doare-soñjal en holl wikioù dre vras. Un abeg mat zo, a gredan: aesaat ar c'hlask muiañ ma c'haller, reiñ ar muiañ a zeskadurezh. An anv Vasily Pavlovich Aksyonov‎ n'eo ket meneget er pennad zoken. N'ouzon ket perak. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 18:47 (UTC)[respont]
Ya gwir eo a-du on gant an dra-se. --Y-M D 14 Eos 2009 da 19:03 (UTC)[respont]
A-du ganeoc'h.--Gwendal 14 Eos 2009 da 22:14 (UTC)[respont]

Ma rez adkasoù adalek an anvioù gallek e ri ur bern pennadoù nevez. D'am soñjig-me e vije gwelloc'h kargañ skeudennoù eus ar wiki gallek e pennadoù brezhonek diwar-benn kumunioù Breizh. Met ober a rez evel a gerez. Bianchi-Bihan 15 Eos 2009 da 17:18 (UTC)[respont]

N'am eus morse graet war-dro ar pennad-mañ. Kinnig a ran dit sellout piz ouzh istor ar bajenn. A galon.--Gwendal 15 Eos 2009 da 17:21 (UTC)[respont]
Fazi eus ma ferzh. Re domm an heol. Bianchi-Bihan 15 Eos 2009 da 17:31 (UTC)[respont]

Krouiñ rummadoù nevez goullo ha hep liamm ne servij da netra d'am soñj. Peurvuiañ ne vez ket un dra d'ober, pe a-hend-all ez eer betek penn:

  • lakaat en ur rummad,
  • etrewiki,
  • kargañ ar rummad gant an holl bennadoù a c'hallfe bezañ e-barzh.

A galon. Bianchi-Bihan 23 Eos 2009 da 17:54 (UTC)[respont]

O soñjal e oan da gentañ lakaat ar rummadoù goullo hag hep liamm-se er bajennoù a-raok e krouiñ evit gwir gant an ostilh-mañ [5].--Gwendal 23 Eos 2009 da 18:01 (UTC)[respont]
Ne welan "oustilh" ebet gant ma urzhiater. Bianchi-Bihan 23 Eos 2009 da 18:03 (UTC)[respont]
Ur seurt arc'hwel eo o renabliñ ar rummadoù krouet (e glas) hag ar rummadoù ha n'int ket bet krouet (e ruz) goulennet memestra en ur pennad bennak.--Gwendal 23 Eos 2009 da 18:09 (UTC)[respont]

Diverkañ

Peurvuiañ e vez difennet groñs diverkañ danvez eus ar pajennoù kaozeal, ha pa vije danvez skrivet ganit. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ASeine-et-Oise&diff=552713&oldid=552712 . Ma kemm da ali, e c'hallez skrivañ goude. Er wiki gallek e klevfes da begement, er wiki saoznek moarvat ne vije ket gwelet gant den. Ma, ne vo ket fuzuilhet den ebet hiziv. Bianchi-Bihan 23 Eos 2009 da 23:13 (UTC)[respont]

Ma digarez! Ne ouezen ket e oa ken grevus diverkañ ar pezh 'm oa skrivet, ne oa ket dedennus ouzhpenn-se ha n'eo ket gant ar skridoù-se ez afe war-raok an traoù. Ne vo fuzuilhet den ebet nag hiziv na warc'hoazh.--Gwendal 24 Eos 2009 da 08:10 (UTC)[respont]
Bemdez e vez desket un dra bennak nevez. Ar pajennoù zo d'an holl, hag an holl a rank gallout lenn ar pezh zo bet skrivet evito. Dre vras e kavan ez eus nebeutoc'h a sotonioù amañ eget e pajennoù zo eus ar wiki gallek. Met marteze ne zarempredan ket ar re wellañ.

Bianchi-Bihan 24 Eos 2009 da 08:20 (UTC)[respont]

Adkas diezhomm: n'eo ket un anv-lec'h, met troidigezh un anv kembraek (troidigezh graet evit displegañ). Ma vez graet adkasoù diwar treiñ an holl anvioù-lec'hioù ne vo fin ebet. Ur vevenn zo d'an adkasoù, ne vezont ket graet evel-se er wikioù all ivez, hag abegoù mat zo da se. Etre re ha re nebeud emañ ar muzul mat, hervez ar c'hrennlavar. A galon. Bianchi-Bihan 27 Eos 2009 da 08:53 (UTC)[respont]

Ar skuizhder sur 'walc'h...--Gwendal 28 Eos 2009 da 18:22 (UTC)[respont]

Rummata

N'eo ket bet diskoulmet ar gudenn rummata a poa savet en davarn ? En em c'houlenn a ran penaos sevel ur rummad war kazetennerien e Breizh (Breizh/breizhat ?). Trugarez --Y-M D 30 Eos 2009 da 08:03 (UTC)[respont]

War a seblant e vefe kentoc'h a-du an dud o deus kemeret perzh evit ober gant kazetenerien Breizh. Met c'hoant 'm ije kaout alioù an implijerien oberiant all evit kaout ur seurt kenemglev a vefe mat evit an holl. C'hoant 'm oa adlañsañ an traoù warc'hoazh en davarn met ma kerez ober hiziv eo mat din ivez. Trugarez.--Gwendal 30 Eos 2009 da 10:43 (UTC)[respont]
Me gav gweloc'h e rafez dre ma peus te c'hoant ober un dra. Marteze evefe mat digeriñ un doare "votadeg" evit-se, dibab etre stummoù. A galon --Y-M D 30 Eos 2009 da 10:50 (UTC)[respont]
PS: roet peus da ali en davarn evit kudenn ar Brezelioù-bed ? Un dibab a zo d'ober kea da welet. Trug'
Marteze n'eo ket dedennet an holl gant afer ar rummata... Met ya, just a-walc'h dav 'vefe ober ur reolenn a vefe doujet gant an holl (evel da skouer ar fed lakaat ar rummadoù el liester) hag a vefe embannet war ar bajenn Wikipedia:Rummadiñ. C'hoant 'm oa goulenn digant ur merour sevel ur vot evit kement-mañ.
PS:roet 'm eus ma ali war ar Brezelioù-bed. Dedennus.--Gwendal 30 Eos 2009 da 11:06 (UTC)[respont]
O paouez gwelout ar bajenn-mañ emaon: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù a c'hellfemp implijout ivez, da welet.--Gwendal 30 Eos 2009 da 11:16 (UTC)[respont]
Gwelet 'm eus evit ar Brezelioù-bed. Trugarez. Da geñver ar rummadoù eo mat-tre kinnig sevel ur reolenn sklaer. Evit ar c'hinnig sevel ur votadeg on a-du ivez, met er mare-mañ emann Neal o sevel unan dija evit degemer merourien nevez. N'ouzon ket m' en do amzer ha me ne veskfe ket an traoù. Met mat e vo kinnig sevel una memestra. Marteze e vefe ret sevel un isrummad neveze er bajenn emaout o paouez kavout hag adlañsañ an tabut. Ha goude ur vot ma vez ezhomm. A galon --Y-M D 30 Eos 2009 da 11:22 (UTC)[respont]

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:05 (UTC)[respont]

Kumunioù/Poblañsouriezh

Nozvat. Pa rit kemmoù e pajennoù kum. Bzh e c'hellit kemer emdr. ar boblañs er pennad izelvroek. A galon. Klaod Kadbzh 3 Gwe 2009 da 19:34 (UTC)[respont]

Gwitalmeze: brav ken-ken. A galon. Klaod. Kadbzh 3 Gwe 2009 da 20:01 (UTC)[respont]
Demat. Gell a rit ouzhpennañ [1] da heul pep grafik "Emdroadur ar boblañs" ha == Dave ha notennoù==
  1. EBSSA

a-raok ar Rummadoù. a galon. Klaod Kadbzh 6 Gwe 2009 da 11:46 (UTC)[respont]

Bucanetes

Salud. Ouzhpennet 'm eus ur voest-rummata hag ur rummad e Bucanetes. E meur a wikipedia all on bet o furchal ha diskoachet pennad ebet evit ar genad-se ; liamm etrewiki ebet evit poent eta ! A galon. --Gouerouz 11 Gwe 2009 da 05:36 (UTC)[respont]

E ser an dilennadeg

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[6]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[7]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[8] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[9] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:12 (UTC)[respont]