Kaozeadenn Implijer:Rognogno : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Meven (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 211: Linenn 211:
==[[Wikipedia:Pennadoù eus an dibab|Pennad eus an dibab]]==
==[[Wikipedia:Pennadoù eus an dibab|Pennad eus an dibab]]==
{{PAD}}[[Skeudenn:Tournesol.png|23px]] [[User:Benoni|<span style="color:green; font-size: larger; font-family: Comic Sans MS">Benoni</span>]] <sup>[[Kaozeadenn Implijer:Benoni|<span style="color:green; font-family: Comic Sans MS">(Kaozeadenn)</span>]] </sup> 16 Kzu 2007 da 23:54 (UTC)
{{PAD}}[[Skeudenn:Tournesol.png|23px]] [[User:Benoni|<span style="color:green; font-size: larger; font-family: Comic Sans MS">Benoni</span>]] <sup>[[Kaozeadenn Implijer:Benoni|<span style="color:green; font-family: Comic Sans MS">(Kaozeadenn)</span>]] </sup> 16 Kzu 2007 da 23:54 (UTC)

==E ser an dilennadeg==

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion :
''Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.''[http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Merourien#Ar_pezh_eo_arabat_d.27ar_verourien_ober]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Neal#Kavet]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket.
Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar:Log&limit=500&type=block&month=&year=] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj [[Implijer:Bernez Bernioù]], [[Implijer:Tangi Gwegen]], [[Implijer:Shelley Konk]], [[Implijer:Alan Delo]], [[Implijer:Rufus]], [[Implijer:Nihil Obstat]], [[Implijer:Ab Ostol]], [[Implijer:Kergidu]], [[Implijer:Lola Kola]], [[Implijer:Alfoñs ar C'hlas]], [[Implijer:Alfoñs ar Werenn]]…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "'''''Krediñ a reer e c'hellfe bezañ''' implijet ar gont-mañ evit margodenniñ''". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "''Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...''". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "''Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...''". Hag un tamm pelloc'h : "''goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ''". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, '''Kadwalan''', '''Benoni''', '''Paotr''', '''Fulub''' ha '''C.Rogel''' a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet '''Neal''', a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag '''oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile''' : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : ''Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.''[http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009#Souezhet] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud ''dibabet mat'' na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ '''dizesk war pep tra''' evelti. Pezh a ra hepken zo klask '''treiñ''' pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo '''nul''' live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn.
Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : '''e Wiki dezhañ''' an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus [[Wiki-ni]] e-lec’h '''Ma Wiki din-me''' ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : '''o digalonekaat''' hag '''o heugiñ''' dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel '''Limnac'h''' e-lec'h ''Luimneach''). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek ''Preder'', hag o tremen dre Frañsez Vallée, ''Gwalarn'' ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren '''kefridiel''' (a gaver e Geriadur An Here, pe e ''Tintin. Afer Klaskato'', p. 43 : "''En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep...''" : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ '''lec'hienn''' e-lec'h '''load''' pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" '''lec'hienn''' (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg ''site'', ha pa n'eo ket '''load''' anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e ''Geriadur ar Stlenneg'' embannet e '''1995''', pe e '''Aber''' abaoe krouidigezh he load (''load gwe'' a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, ''site'' e-lec'h ''website''. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : '''treiñ''' evit broioù zo (''Loeiz XIII''...), '''berzañ skrivañ e brezhoneg''' evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved '''o doa an hevelep anv''', ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e ''Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes'', Coop Breizh, 1998, p.26 '''Hoel Dda''' (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg ''da''). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel '''Olaf'''/'''Olof'''...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

[[Implijer:Meven|Meven]] 2 Her 2009 da 15:10 (UTC)

Stumm eus an 2 Her 2009 da 15:10

For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Rognogno, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Rognogno. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Fulup 24 C'hwe 2006 da 17:48 (UTC)[respont]

salut. gwir eo 'michañs ne dlefe ket bezañ kemmet ur bajenn bersonel met graet 'm eus rak kredet em eus e oa ar pezh ec'h poa bet c'hoant ober. enfiñ, setu, lakaet am eus ur voezt-implijer/ez e lec'h ar skeudenn. mar ne blij ket dit, Làr din (mar plij dit, lâr din ivez). goul' ivez ma'c'h eus c'hoant gwlet krouet seurt boestoù all evit lakaat war da bajenn. ken ar c'hentañ--Neal 5 Meu 2006 da 15:00 (UTC)[respont]

Skraboù

Gwelet em eus az peus savet un adkas evit abegoù skraboù. C'hoarvezout a ra ingal gant ar c'h met peurliesañ e klaskan kas war-du an tu all hag ober gant ar skrab eeun (ar skrab "etrebroadel"). Ar srkab kromm eo an hini a vez implijet evit ar galleg a gav din ha diwar-se e teu kudennoù rak n'eo ket an hevelep kod. --Fulup 10 Meu 2006 da 18:13 (UTC)[respont]

Ya, evel-se emañ kont war an holl wikioù. Setu perak eo pouezus renkañ mat ar pennadoù e rummadoù evit ma vefe posupl adkavout anezho ha sevel ur bern liammoù ivez. Ur fazi pennlizherenn ha ne gaver netra. --Fulup 10 Meu 2006 da 20:48 (UTC)[respont]

g(w)askoneg

Graet kemmet gaskoneg > gwaskoneg. trugearez evit da evezhiadenn. --Neal 11 Meu 2006 da 20:37 (UTC)[respont]

Mat e ve dit mont da astenn ar pennad gallek Brittany ivez?Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 05:26 (UTC). ma! Marteze e rin pa gavin amzer da zivroañ. Mall zo warnon gwelout teurel an "tichopin" d'ar blotoù. War a seblantn'eus nemet daou nec'het gant se.Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 22:00 (UTC)[respont]

heñvelrevelezh pe heñvelreviezh

salut dit! mall zo warnon gallout kemmañ an traoù (hir e vo!) a-benn reizhañ an traoù da vat war an dachenn-mañ. trawalc'h e vo d'am soñj en em lakaat a-du (hag unan bennaket all mar bez tu - eul vuioc'h seul welloc'h evel-just) rak war a seblant n'eus ket kalz a dud all dedennet a-walac'h evit ober kinnigoù resis (kentoc'h evit lâret pere ne blij ket dezhe...). boñ, reiñ a ra ur c'hinnig strizh ar wech-mañ etre daou stumm nemetken o tennña d'al lostger reishañ evit ober gantañ (lakaet e vo da dalvezout, anat deoc'h, evit an holl gerioù all ivez):

  • heñvelrevelezh
  • heñvelreviezh (> heñvelreviel pe heñvelrevel?)

skrivit-me ar buanañ ar gwellañ mar plij. --Neal 1 Ebr 2006 da 11:01 (UTC)[respont]

Julius Pokorny

N'on ket kar d'ar c'heltiegour brudet. Dibabet em eus al lesanv-mañ en e enor avat. --J. Pokorny 8 Ebr 2006 da 12:59 (UTC)[respont]

Rummad berradurioù

E-lec'h kaout ur rummad "roll berradurioù", marteze e vefe gwelloc'h kaout ur rummad ledanoc'h anvet "berradurioù" hepken. Gallout a rafen renkañ ma fennad SPQR e-barzh ha da rolloù berradurioù ivez. Moarvat ez eus pennadoù diawr-benn berradurioù all strewet amañ-hag-ahont ivez. Petra a soñjez ? --Fulup 18 Ebr 2006 da 20:34 (UTC)[respont]

Anvioù planedennoù

Peseurt stumm d'az soñj a c'hellfe bezañ degemeret evit an danvez planedennoù nevez ? Charon ha Ceres ? Iskomandant Marc'heg 18 Eos 2006 da 20:18 (UTC)[respont]

Trugarez dit. Ret eo diwall pa glasker brezhonekaat anvioù 'zo. Ya, arabat klask brezhonekaat Nyx ha Nix gant Niks o-daou ! Setu amañ korfoù all a c'hellfe dont da vezañ planedennoù dizale, darn n'eus ket tu da vrezhonekaat d'am soñj : Hygiea, Vesta, Pallas, Orcus, Ixion, Quaoar, Sedna. An holl yezhoù a ra gant Quaoar, anv un doueez eus Indianed USA. Iskomandant Marc'heg 23 Eos 2006 da 07:31 (UTC)[respont]

Australia

Ur skeudenn all 'm eus kemeret, kavet war ar wiki e saosneg : [1] Gwir eo ez eus ur copyright gant krouer ar banniel. Padal ez eo ivez ur banniel ofisiel en Aostralia!!! Ar wiki saosneg a implij ar gêr fair use 'vit displegan perak ez implijont ar skeudenn-se: diot e vije komz eus banniel an aborijened hep e ziskouez... Met ma gavez furoc'h tennan ar banniel e c'hellez en ober... Benoni 21 Eos 2006 da 20:07 (UTC) Kavet 'vez en alamaneg ha poloneg ivez d'an nebeutan : [2], [3] Benoni 21 Eos 2006 da 20:22 (UTC)[respont]

Demat. Evel-just, Aogust! Emañ ar wirionez ganeoc'h. A galon. Klaod.Kadbzh 30 Gwe 2006 da 16:22 (UTC)[respont]


Ne oa ket bet displeget gant Neal abeg e chenchamant anv. Met kalz boutinoc'h eo Gaskoneg (80 degouezh war Google da skouer) eget Gwaskoneg (24 degouezh war Google da skouer). Hag er yezh boutin n'em eus morse klevet den ebet ober gant Gwaskoneg. A-benn ar fin, ne vez kavet ar son "w" e yezh ebet, hag ar reolenn e brezhoneg a zo doujañ eus yezh ar vro: "Gascon" a vez graet e Okitaneg. Setu ne welan abeg ebet ober gant "gwaskoneg"... Benoni 3 Her 2006 da 22:19 (UTC)[respont]

Demat. Kroget oa bet ganin ur pennad Rouantelezh Breizh-Veur evit gober an diforc'h gant ar Rouantelezh Unanet, abalamour d'ar pennad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Her 2006 da 15:30 (UTC)[respont]

Glups! Digarezit! Poent eo din prenañ lunedoù: kredet am boa la oa bet graet an adheñchañ ganeoc'h...A galon. Klaod. Kadbzh 14 Her 2006 da 15:57 (UTC)[respont]

TRugarez

Demat. Kroget oa bet Swaziland ganin pa poa arruet ar micherour da gempenn ar bellgomzerez... Renket ar bellgomzerez gantañ, hag achapet kuit... met Internet a yae a-dreuz. Trugarez neuze evit bout kempennet an traoù. A galon. Klaod. Kadbzh 18 Her 2006 da 16:02 (UTC)[respont]

Lamennais

Glups! An destenn vrezhonek n'oa ket bet kavet ganin... Klask a ran, abaoe ur prantad, stankañ an toulloù (=liammoù ruz) eus miz Gwengolo (ganedigezhioù, marvioù, darvoudoù...). A-wezhoù e kavan stummoù anvioù da gempenn. A galon. Klaod.86.214.204.131 26 Her 2006 da 12:35 (UTC)[respont]

Machachoupinette...Ad-glups! n'on ket boaz da evañ "rosé". :°))) . A galon. Klaod.Kadbzh 27 Her 2006 da 15:32 (UTC)[respont]


Klaoustre

A-benn nebeut e vo tizhet an 10 000vet pennad war ar wiki e brezhoneg. Ha ma vije klasket bezañ an 50vet yezh o tizhout al live-se? Vije ket fall, nann? Evit ar mare emañ an albaneg un tammig dirazhomp. Greomp ur striv evit e tibaseal, da skouer o krouiñ pep hini un 10 bajenn 'bloavezh' (1300, hag all) an devezh. Seurt pajennoù a zo aes da grouiñ en ur vunutenn dre kopiañ-pegañ. A galon, Benoni 29 Her 2006 da 11:58 (UTC)[respont]

Salut, bez ez eus 50 wiki gant 10.000 pennad, met daou wiki a zo e saosneg (english ha simple english). Setu 'n eus nemet 49 yezh c'hoazh bet en tu ont da 10.000 pennad ;-) Gwellet : [4] :
"The Bengali Wikipedia has reached 10,000 articles, as the 50th Wikipedia to do so, and the 2nd language from South Asia to reach the milestone. As one language has two wikipedias (English and Simple English) there are still only 49 Wikipedias in (arguably) different languages that have reached this number of articles. The 10,000th article is ১৩১৫, a stub about the year 1315 created by RagibBot."Benoni 29 Her 2006 da 22:13 (UTC)[respont]

Klasket em eus fourdouilhat en-dro d'ar bajenn Alabama, met barrekoc'h egedon zo, a welan. Neuze ez in da ober traoù all fentusoc'h: doueoniezh lakaomp. Bianchi-Bihan 31 Her 2006 da 17:36 (UTC)[respont]

920 Sinema

Piv oar? Marteze ez eus filmoù a-zivout ar prantad amzer-se... :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 31 Her 2006 da 20:14 (UTC)[respont]

Mell-droad

Sur-awalc'h e veze c'hoariet mell-droad hengounel. Klask a rin 'ba' niverennoù kozh "L'Equipe" eus 920... :-))) Kadbzh 31 Her 2006 da 20:30 (UTC)[respont]

Bloavezhioù

Ur fazi a zo ez pajennoù bloavezhioù : n'eus bet kroget da implij an Deiziadur gregorian nemet e 1582. A-raok e oa an Deiziadur juluan a veze implijet... Benoni 1 Du 2006 da 12:42 (UTC)[respont]

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:35 (UTC) (Merour)[respont]

Emañ ar gwir ganit evel just. N'em boa ket soñj ken e oa daou bennad. Gra evel a gari. Brav e vije goude studiañ wiski an enezenn: soñj am eus e oa danvez er wiki galleg. Emañ an holl voutailhoù (gwechall boutailhadoù) dirak ma daoulagad. Bremañ e evan dour.Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 10:32 (UTC)[respont]

Savoia

Trugarekaat. Ne ouien ket. Desket un dra bennak ganin. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 17:13 (UTC)[respont]

Kaozeadenn diverket

Bet skrivet ganit d'ar 27 a viz Du 2006 en ur gemmañ Kaozeal:N'eo ket wikipedia ur geriadur:

"Adlakaat ar gaoz (n'eo ket ar boaz disverkañ ar c'haozeadennoù)"

Respont
Ar gwir a zo ganit evel-just. Trugarez evit bezañ adlakaet ar gaozeadenn bet tennet ganin dre fazi, rak n'em boa ket bet c'hoant diverkañ an evezhiadennoù-se. Mont a ra a-dreuz a-wezhoù ar mekanik em burev. Digarez.--Merour (N) 27 Du 2006 da 21:31 (UTC)[respont]

Stadoù Alamagn

Brav da welet. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 29 Du 2006 da 21:55 (UTC)[respont]

afer anvioù brezhonek planedennoù zo

Kaset eo bt ar gerig-mañ d'an holl dud bet roet o soñj betek-hen diwar-benn afer anvioù ar planedennoù e brezhoneg. a-raok mont pelloc'h e fell din disklêrian ec'h eo ingal din ez personel penaos e vo graet eus ar blanadenn-mañ'r-blanedenn e brezhoneg rak n'on ket ur mailh war an tachenn ar steredoniezh na tamm ebet. Chalet on un tammig avat gant ar prim ma c'hell an traoù vont war hent an tagadennoù personel e lec'h sevel arguzennoù poellek evit difenn sav-poent pep hini. Goût mat a ran an aezet e c'hell bezañ tagañ ha bezañ taget, peurliesañ hep ober a-ratozh dreist-holl pa vez kemmet, a-wezhoù re vuan all, titl ur pennad bet savet ganit... Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. Pa vez displeget arguzenniñ pep hini e ranker klask arguzenniñ en un doare poellek atav, hep fuloriñ hag hep tagañ tud all en un doare personel. Bez' e c'heller bezañ a-enep da sav-poent unan bennak, zoken ar re sotañ. hep o zagañ ez-personel. Evit achuiñ, fellout a ra din ivez lâret e kav din o devez implijerion/ezed zo re a aon rak ar verourion. E gwirionez n'int nemet implijerion/ezed orin gante un nebeud galloudoù ispisial (nebud-tre e gwirionez hag hepte ne vefe ket tu d'ar raktres en em difenn rak taolioù-vandalerezh. Aze emaint evit sikour an dud, ha n'eo ket evit feukiñ anezhe. Ar gwir o dvez ar verourion avat, dres evel an implijerion/ezed all, da gemer perzh e pep kaozeadenn hervez o c'hoantoù, met ma kemeront perzh n'hallont ket lakaat da dalvezout o gwirioù-merañ war an aferioù resis-se. Ra vo kavet un diskoul evit afer anvioù ar planedennoù. A galon,Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 16:07 (UTC)[respont]

Rocàbruna

Demat. Ya, èl-rezon. Ne oa ket bet kavet ar stumm okitanek ganin. Graet an traoù ganeoc'h neuze. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 13:01 (UTC)[respont]

Treuzksrivadur anvioù gresianek

Dre m'ac'h eus bet kemeret perzh er c'hendiviz-mañ dija en un doare pozitivel e kavan mat da bediñ da reiñ da soñj diwar e benn adarre. A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 16:36 (UTC)[respont]

Kemennadenn - anvioù gresianek

Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.

Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.

Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1

A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:46 (UTC)[respont]

A-du gant...

Nevez amañ, Benoni 12 C'hwe 2007 da 22:26 (UTC)[respont]

Kemmet em eus ar patromoù am eus kavet. Mat e tlefe bezañ an traoù bremañ.--Kadwalan 17 C'hwe 2007 da 13:00 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata war ar rummadiñ

Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:53 (UTC)[respont]

Trugarez. ur bam eo gwelout skeudennoù kaer en hon yezh. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2007 da 14:48 (UTC)[respont]

Persephona/Persefone

Trugarez evit da evezhiadenn. 'M eus aon ez eo diskroget an aozour all diouzh e labour. Me gav din e vo graet ur choaz goude ar vouezhiadeg?

diazet eo goût hag-eñ en deus diskroget pe get met n'eus forzh penaos e c'hell meur a hini labourat war ar memes tachenn ha zoken war ar memes pennnad. gwell klask tizhout un emglev avat kentoc'h evit sachañ war daou du disheñvel. Ya, dizurzh zo e-keñver an doare envel war an dachenn-mañ hag abalamour da se an hini eo ma oa bet savet ar c'hinnig evit kas da benn ur votadeg diwar e benn. Goude ma vo bet votet e vo klasket lakaat an holl implijerion/ezed da doujañ ouzh an diviz a-stroll-se. Betek ma vo bet tizhet seurt emglev avat emañ didalc'h pep hini ha gallout a ra an holl ober diouzh o soñj, en ur c'hoût e vefe gwell marteze klask doujañ ouzh ar c'hinnig bet renablet dija diwar ar boazioù implijetañ betek-hen hag ivez diwar pennaennoù skiantel all o tennañ da dreuzskrivadur ha da dreuzlizhrenandur ar gresianeg, hen ha vodern. A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 17 C'hwe 2007 da 18:16 (UTC)[respont]


Amfitrit (skeudenn)

Sur out n'eus ket kudennoù all gant ar skeudennoù? sell ouzh Amfitrit. Bianchi-Bihan 18 C'hwe 2007 da 09:12 (UTC)[respont]

Graet Mat e vefe dit deskiñ penaos ober 'michañs - dreist-holl pa vezont implijet ken alies all ganit.Neal (Kaozeal) 18 C'hwe 2007 da 09:44 (UTC)[respont]

Vot

Demat. Ur vot a zo digor amañ : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù el liester. Trugarez, Benoni 27 C'hwe 2007 da 22:35 (UTC)[respont]

Kemenn votadeg

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:18 (UTC)[respont]

Galleger

A-du ganit... Skrivet 'n oa din war ma fajenn bersonel peogwir e oa ganin me e oa bet diverket ar pezh 'n oa skrivet...Benoni 4 Meu 2007 da 00:05 (UTC)[respont]

Sklaeraat pal ar vot

Ne denn ar vot-mañ nemet d'ar gresianeg. Sklaer a-walc'h emañ d'am soñj en titl hag ivez e displegadenn meur a ginnig resis da heul.

Evit a sell ouzh ar sinaeg, da skouer, e savfen me ma-unan a-enep groñs da glask ijinañ ur sistem romanekadur pa'z eus dioute dija, en o zouez unan bet krouet gant Sinaiz o-unan hag implijet ez-ofisiel gant ar vro enni an darn-vrasañ eus ar sinaegerion/ezed hag ivez bet degemeret da ofisiel gant meur a savadur etrebroadel, ar pinyin, daoust ha ma vez implijet gant ar sistem-se al lizherennoù <c, q, x> (gant pep un dalvoud disheñvel-krenn diouzh an doare ma vezont distaget hervez reoolennoù reizhskrivañ ar galleg pe ar saozneg). --Neal (Kaozeal) 4 Meu 2007 da 09:58 (UTC)[respont]


Patrom:bro

Ur patrom em eus savet evit ar pennadoù o tennañ d'ur stad: Patrom:Infobox bro/teul. Tu zo dit e implij: seul skañvoc'h e vo ar pajennoù, ha gant an hevelep titouroù war an holl pajennoù diwar-benn ur stad. Savet eo bet diwar skouer ar wikipedia saosneg setu ma vo kavet an holl titouroù er wikipedia saosneg evit leuniañ an daolenn. Meur a bajenn 'm eus savet dija gant ar patrom-se. Da skouer: Kenya pe Kameroun. A galon, Benoni 6 Meu 2007 da 12:22 (UTC)[respont]

Lakaet 't oa ar patrom saosneg e plas ar patrom brezhoneg, setu na veze ket anavezet gant ar mekanik. Lakaet 'm eus ar patrom brezhoneg er bajenn, ha kroget da leuniañ gant an titouroù o tont eus ar wiki saosneg. Goulenn diganin ma sav kudennoù all. A galon, Benoni 7 Meu 2007 da 22:54 (UTC)[respont]
Gwir eo n'eo ket fall 'vel menoz... Met evit ar patrom bro em eus troet pep tra. Setu m'eo ret da gentañ pegañ ar patrom goullo, da gemer e Patrom:Infobox bro/teul, ha goude leuniañ gant an titouroù a c'heller kavout war ar wikipedia e saosneg (da skouer)...Benoni 8 Meu 2007 da 12:38 (UTC)[respont]

Demat. Un tammig "otomatek" an doare ganin pa savan seurt pennadoù, hag ar wirionez ganeoc'h ur wezh oc'hpenn. A galon. Klaod. Kadbzh 10 Meu 2007 da 10:23 (UTC)[respont]

Vot digor evit kaout ur bureviad

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:54 (UTC)[respont]

E ser an dilennadeg

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[5]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[6]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[7] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[8] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:10 (UTC)[respont]