Iwerzhon : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: mr:आयर्लंड |
D Robot ouzhpennet: gu:આયરલેંડનું ગણતંત્ર |
||
Linenn 62: | Linenn 62: | ||
[[gd:Èirinn]] |
[[gd:Èirinn]] |
||
[[gl:Illa da Irlanda]] |
[[gl:Illa da Irlanda]] |
||
[[gu:આયરલેંડનું ગણતંત્ર]] |
|||
[[gv:Nerin]] |
[[gv:Nerin]] |
||
[[hak:Oi-ngì-làn]] |
[[hak:Oi-ngì-làn]] |
Stumm eus an 30 Gwe 2009 da 15:57
- Ar pennad-mañ a denn da enez Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg). Diwar-benn ar riez Iwerzhon pe Eire e anv , sell Republik Iwerzhon.
Iwerzhon, pe Bro-Iwerzhon e brezhoneg ivez ( Éire en iwerzhoneg ) eo an trede enezenn vrasañ en Europa. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel. Republik Iwerzhon (ez-ofisiel, Éire pe Ireland), a zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread (Su, Reter, Kornôg, Gwalarn) hag ar peurrest a zo gant Norzhiwerzhon, dindan Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon er Biz.
Poblañs an enezenn a-bezh a zo war-dro 5,8 milion : 4,1 milion e-barzh Republik Iwerzhon (1,6 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,7 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).
Douaroniezh
Ur blaenenn greiz gant aradennadoù menezioù bihan tro-war-dro eo enez Iwerzhon. Ar c'hern uhelañ, ar Carrauntuohill (Iwerzhoneg: Corrán Tuathail), a sav betek 1041 m. Ar stêr Shannon, an hini hirañ (259 km) a red e-kreiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro e div lodenn. Gant an hinad gleb ha dous e kresk war an enezenn a-bezh ur struzh glas (pradoù, geunioù ha lanneier peurvuiañ) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Seut perak e vez graet eus Iwerzhon an Enez c'hlas pe an Enezenn glaz-emrodenn. Gorread an enezenn a zo 84 079 km².
Rannet eo Iwerzhon e peder froviñs istorel: Connacht, Leinster, Munster hag Ulster. En iwerzhoneg e vez anv eus ar 'Cúige' ( = pempvet). Gwechall e oa Connacht, Munster, Ulster, Leinster ha Meath, homañ a endelc'he kontelezhioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 gontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulster a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet, cheñchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922. E Republik Iwerzhon e vez doujet da harzoù kozh ar c'hontelezhioù, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet . Evit ar votadegoù, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù rannet pe deuziet gant ma vo doujet d'o harzoù dre vras evel ma vez roet urzh gant ar Vonreizh. An 32 gontelezh a chom takadoù identelezh evit ar sportoù hag ar sevenadur lec'hel.
An darn vrasañ eus an douaroù a c'heller tennañ gounid diouto a zo e kontelezhioù ar c'hornôg. Aze emañ ivez ar menezioù brasañ ha kaerañ a sach meur a dourist evit bourrañ ouzh gweledvaoù plijus hag ar mor glas diharz.
Tud brudet
- Skrivagnerien:
Da vezañ kendalc'het
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia