Pietro Aretino : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 103: Linenn 103:
[[sv:Pietro Aretino]]
[[sv:Pietro Aretino]]
[[th:เปียโตร อาเรติโน]]
[[th:เปียโตร อาเรติโน]]
[[uk:Аретіно П'єтро]]
[[uk:П'єтро Аретіно]]

Stumm eus an 21 Gwe 2009 da 10:22

Pietro Aretino, e boltred kentañ gant Tizian

Pietro Aretino (20 a viz Ebrel 149221 a viz Here, 1556) a oa ur barzh italian, skriver pezhioù-c'hoari ha flemmskridoù, hag en doe levezon bras meurbet war an arz hag ar politikerezh hag a ijinas ar bornografiezh lennegel. [1]

E vuhez

Ganet en Arezzo en noz entre an 19 hag an 20 a viz Ebrel 1492, mab e oa d'ur botaouer-lêr anvet Luca (marteze Del Tura e anv-tiegezh) hag ur c'hast prostituta, Margherita dei Bonci, lesanvet Tita, a veze ivez patrom e ti al livourien ha kizellerien . Dont a ra e anv Aretino eus hini e barrez c'henidik (Aretino, "eus Arezzo" en italianeg).

N'eo ket deskadurezh vras en doe en Arezzo, ha harluet e voe. Chom a reas e Perugia e-pad un dek vloaz bennak a-raok mont da Roma. Eno e voe gwarezet gant Agostino Chigi, un arc'hantour bras a oa gwarezour Raffaello. Pa varvas Hannon, un olifant a oa d'ar pab Leon X, e 1514, e skrivas Aretino ur flemmskrid anvet "Youl Diwezhañ ha Testamant an Olifant Hanno." Er skrid-se e rae goap ouzh tud veur kêr Roma, politikerien ha tud a iliz, hag ouzh ar pab zoken. Berzh a reas, ha brudet e voe Aretino evel paotr ar flemmskridoù ha lesanvet e voe ...


La cortigiana zo un drevezaden eus Il Cortegiano, gant Baldassare Castiglione; E-barzh eo kontet troioù un denjentil a Siena a ya da Roma da vout kardinal . Ur serc'h a garfe kaout ivez met sevel a ra karantez ennaén ouzh ur plac'h en he frenestr. Mignon e oa d'al livour Tizian, a reas tri foltred anezhañ. Mervel a reas, a lavarer, diwar tagañ o c'hoarzhin."[2]

Notennoù

  1. Da skouer e La Cazzaria (" Levr ar C'halc'h"), Skol ar Gasterezh, Ar Ragionamenti: buhezioù al leanezed, buhezioù ar gwragez, buhezioù ar c'hourtizanezed hag an Dialoghi.
  2. Waterfield, Gordon, ed. First Footsteps in East Africa, (New York: Praeger Publishers, 1966) pg. 59 footnote.

E oberennoù

en italianeg

  • Sonetti lussuriosi.
  • Dubbi amorosi
  • Lettere
  • Ragionamenti.
  • Orlandino

-evit ar c'hoariva:

  • Fraza
  • La cortigiana
  • Il marescalco
  • La talanta
  • Lo ipocrito
  • Il filosofo
  • Orazia (reuzc'hoari)

troet e galleg

Dihelloù

e galleg

  • Bertrand Levergeois, L’Arétin ou l’insolence du plaisir, Paris, Fayard, 1999

e saozneg

  • Cleugh, James, 1965. The Divine Aretino (Pietro of Arezzo, 1492-1556, A Biography
  • Hutton, Edward, 1922. Pietro Aretino: The scourge of princes.
  • Robert Greene, The 48 Laws of Power, Viking Penguin, 1998, ISBN 0-14-028019-7
  • Norton, Rictor (ed.) My Dear Boy: Gay Love Letters through the Centuries. Leyland Publications, San Francisco. 1998

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.