Tiegezh Sforza : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Image:Italy 1494 shepherd.jpg|right|thumb|250px|Kartenn eus [[Italia]] en [[1494]]. Gwelout a reer [[Dugelezh Milano]]]] |
[[Image:Italy 1494 shepherd.jpg|right|thumb|250px|Kartenn eus [[Italia]] en [[1494]]. Gwelout a reer [[Dugelezh Milano]]]] |
||
'''Sforza''' zo anv un tiegezh italian brudet e mare an [[Azginivelezh]], a oa e gavell e [[Dugelezh Milano]]. |
'''Sforza''' zo anv un tiegezh italian brudet e mare an [[Azginivelezh]], a oa e gavell e [[Dugelezh Milano]]. |
||
[[Image:Blason famille it Sforza.svg|thumb|150px|right|<small>Ardamez[[Francesco Sforza]] : ''écartelé, au premier et au quatrième d'or à l'aigle éployée de sable, lampassée de gueules et couronnée du champ, au deuxième et au troisième d'argent au serpent en pal ondoyant d'azur couronné d'or engloutissant un enfant de carnation''.</br>La [[guivre]] viscontienne vient du mariage avec [[Blanche Marie Visconti]].</small>]] |

Stumm eus an 20 Gwe 2009 da 09:20
Sforza zo anv un tiegezh italian brudet e mare an Azginivelezh, a oa e gavell e Dugelezh Milano.
Orin al lignez
- Savet e voe al lignez gant Muzio Attendolo, lesanvet Sforza (an hini kreñv) (ganet e Cotignola e-tal Pescara en 1369, marvet en 1424), a oa condottiere hag o tont eus Romagna, hag a servijas rouaned anjevat Naplez. Al lignez -se eo a reas ar muiañ a verzh.
- E vab henañ a oa Francesco Sforza (1401-1466), a renas dugelezh Milano er c'h-Quattrocento, hag a dapas an titl dug Milano war-lerc'h marvet an dug Filippo Maria Visconti e 1447, pa zimezas gant Bianca Maria Visconti, pennhêrez, ha war-lerc'h ar République Ambrosienne (1447-1450). Eus an dimeziñ-se e teu al lignez.
- War-lerc'h Francesco I e voe Galeazzo Maria Sforza (1444-1476), Dug adal 1466 betek e varv, a zimezas da Bona di Savoia.
- E vab Gian Galeazzo a renas war e lerc'h (1469-1494), nemet dre ma oa re yaouank ne oa ket evit gouarn, hag a zimezas da Isabella d'Aragona.
- E penn ar gouarnamant e oa an eontr Ludovico Sforza (il Moro), a voe anvet dug da varv e niz, a vije bet sikouret da vervel. Dimeziñ a reas d'ar briñsez Beatrice d'Este eus Ferrara. Trec'het e voe e 1500 gant armeoù gall ar roue Loeiz XII ha kaset da Vro-C'hall ha bac'het betek e varv.
- Pa voe skarzhet ar C'hallaoued gant ar Suised e teuas Massimiliano Sforza, mab da Ludovico, da vezañ dug. Met dont a reas ar C'hallaoued en-dro, trec'h e voent e Marignan, bac'het e voe an dug ha kaset da Vro-C'hall evel e dad araokañ.
Gwelout ivez
- ar c'hont Carlo Sforza, bet o stourm a-enep ar faskouriezh .
Liammoù diavaez
Skeudennoù
-
Alegorienn an tiegezh Sforza