Ti-plouz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Disteurel kemmoù 563930 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal)
Neal (kaozeal | degasadennoù)
D Kemmoù Bran (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Bianchi-Bihan
Linenn 1: Linenn 1:
[[Image:Vernier12.jpg|thumb|right|250px|Ti-plouz Marais-Vernier, departamant an [[Eure]], [[Normandi]]]]
[[Image:Vernier12.jpg|thumb|right|250px|Ti-plouz Marais-Vernier, departamant an [[Eure]], [[Normandi]]]]


Un '''ti-plouz''', pe un '''ti-soul''', a zo un ti-annez hengounel a gaver war ar maez. Tiez-plouz a veze kavet stank gwechall e kement bro zo en Europa, hag a vez kavet c'hoazh e broioù zo : [[Breizh-Veur]] pe [[Alamagn]], e [[Normandi]], hag e kornadoù zo eus Breizh, evel er [[Briwer]]. An anv ''ti-plouz'' a zeu eus an danvez implijet da deiñ an tiez : plouz ed, plouz segal pe korzennoù raoskl.
Un '''ti-plouz''', pe un '''ti-soul''', a zo un ti-annez hengounel a gaver war ar maez. Tiez-plouz a veze kavet stank gwechall e kement bro zo en Europa, hag a vez kavet c'hoazh e broioù zo, [[Breizh-Veur]] pe [[Alamagn]], e [[Normandi]], hag e kornadoù zo eus [[Breizh]], evel er [[Briwer]]. An anv ''ti-plouz'' a zeu eus an danvez implijet da deiñ an tiez : [[plouz]] [[ed]], plouz [[segal]] pe korzennoù [[raoskl]].
Hiziv an deiz ez eus klask war-lerc'h an tiez-plouz peogwir int dibar. Peurliesañ e vezont renevesaet da zegemer touristed.
Hiziv an deiz ez eus klask war-lerc'h an tiez-plouz peogwir int dibar. Peurliesañ e vezont renevesaet da zegemer touristed.



Stumm eus an 13 Gwe 2009 da 08:24

Ti-plouz Marais-Vernier, departamant an Eure, Normandi

Un ti-plouz, pe un ti-soul, a zo un ti-annez hengounel a gaver war ar maez. Tiez-plouz a veze kavet stank gwechall e kement bro zo en Europa, hag a vez kavet c'hoazh e broioù zo, Breizh-Veur pe Alamagn, e Normandi, hag e kornadoù zo eus Breizh, evel er Briwer. An anv ti-plouz a zeu eus an danvez implijet da deiñ an tiez : plouz ed, plouz segal pe korzennoù raoskl. Hiziv an deiz ez eus klask war-lerc'h an tiez-plouz peogwir int dibar. Peurliesañ e vezont renevesaet da zegemer touristed.

Tiez-plouz Normandi

Un ti-plouz er Briwer
Un ti-plouz e Saint-Sulpice de Graimbouville (Eure)

E Normandi ec'h implije ar beizanted an danvezioù a gavent aes : dour ha pri-prad mesket, mein, koad hag ed a veze hadet ganto. Diaz an tiez a veze savet peurliesañ gant kailhastr, rak un danvez-difuiñ eo. Treustoù koad derv a veze implijet da sevel ar mogerioù hag an doenn, hag etrezo e veze lakaet ur meskaj plouz, pri ha dour anvet ardilh.

A-benn sevel un doenn didreuzus e rank an doenn bezañ war zinaou da vat. Evit ma ne vefe ket re uhel e rank an ti bezañ strizh, hag hir-tre e c'hall bezañ ivez : sed displegadenn stumm hengounel tiez-plouz Normandi. Ez-hengounel e veze lakaet pri-prad e penn an doenn, hag er pri-se e veze plantet elestr (s.o. ar skeudenn).Gant kresk ar mammgwriziennoù e veze dalc'het penn ar c'horzennoù raoskl.

Dañjerus e oa ivez an tiez-plouz rak deviñ aes a raent, dreist-holl en amzer ma veze graet tan en oaled. Se zo kaoz mateze ez oar paouezetd'ober gant plouz evit lakaat teol, pe mein-glas.

Pennadoù kar


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.