Diforc'hioù etre adstummoù "Kastell Charlottenburg"

Aller à la navigation Aller à la recherche
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Al labourioù a grogas e [[1695]]. D'ar mare-se e oa '''Lietzenburg''' anv al lec'h. Ur palez barok eo, ijinet gant [[Johann Arnold Nering|Nering]]. Urzhiet e voe gant ar rouanez [[Sophie Charlotte von Hannover]], gwreg [[Friedrich Iañ Prusia]], hag eñ priñs-dilenner Brandeburg. D'ar mare-se e oa bet aozet ar c'hastell evel un ti-annez evit an hañv (''Sommerhaus''). Met goude ma vefe bet lakaet Friedrich da roue [[Prusia]] e [[1701]] e voe kresket ar savadur dindan renerezh an tisavour Eosander von Göthe. Goude marv e wreg e [[1705]] e tibabas ar roue an anv Charlottenburg d'hec'h enoriñ. Labourioù a voe etre [[1709]] ha [[1712]] : tourelloù hag an Ti-Orañjez a voe ouzhpennet.
 
Er c'hastell ez eus ur sal anvet ''ar gambr goularz'' (Bernsteinzimmer), peogwir eo kinklet ar mogerioù anezhi gant panelloù goularz, hag a-wechoù e vez lavaret ez eo eizhvet burzhud ar bed. Dont a ra ar mennozh eus [[DantzigDanzig]] ha [[Königsberg]], ma voe savet ar steuñvioù etre [[1701]] ha [[1709]] gant Gottfried Wolffram, Schacht hag Ernst Gottfried Turau. Savet e voe ar sal diwar urzhioù [[Andreas Schlüter]].
 
Pa varvas Friedrich Iañ e [[1713]] e voe perc'hennet ar c'hastell gant ar roue Friedrich Wilhelm Iañ Prusia. E [[1716]] e profas ar gambr goularz d'an tsar [[Pêr Iañ (Rusia)|Pêr Gentañ]]. Goude e varv e [[1740]] e c'houlennas ar roue nevez [[Friedrich II Prusia]] gant [[Georg Wenzeslaus von Knobelsdorff|Knobelsdorff]] ma vefe savet ur gazel nevez. Goude-se ez eas aliesoc'h Friedrich da gastell [[kastell Sanssouci|Sanssouci]] e [[Potsdam]] hag e tilezas Charlottenburg.
Implijer dizanv

Lañser merdeiñ