Korinthos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: war:Korinthos
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sh:Korint
Linenn 61: Linenn 61:
[[ru:Коринф]]
[[ru:Коринф]]
[[scn:Corintu]]
[[scn:Corintu]]
[[sh:Korint]]
[[simple:Corinth]]
[[simple:Corinth]]
[[sk:Korint]]
[[sk:Korint]]

Stumm eus an 10 Gwe 2009 da 00:33

Kibelldioù roman e Korintos

Korintos (e henc'hresianeg hag e gresianeg a vremañ Κόρινθος, Kórinthos) a oa unan eus ar c'heodedoù pouezusañ eus Henc'hres. Hiziv an deiz c'hoazh ez eo ur gêr vras eus Bro-C'hres a vremañ, ennni 36555 annezad ha kêrbenn nom Korintos. Meneget eo en Ilias, e lec'h ma vez graet Efir anezhi ivez. Savet en ul lec'h strategek er strizh-douar a ya eus Bro-C'hres an hanternoz betek ar Peloponnesos. Dispartiañ a ra daou vor a-bouez : (Mor Ionia hag ar Mor Enezek). Tonket e oa dezhi bezañ ur geoded c'halloudus war ar morioù.


Mitologiezh

Er mitologiezh, Korintos a oa liammet gant Sisifos hag ziskennidi. Eno e teuas Mede ha Jason da glask repu goude drouklazh Pelias.


Istor

Henamzer

Aloubet e vo Korintos gant an Dorianed war-dro 700 kent J.K. hervez an hengoun. Renet e voe ar geoded adalek -747 da -657 gant oligarkiezh dorian ar Bakiaded. D'ar c'houlz-se e voe savet trevadennoù Korkira ha Sirakusa (-733).


Templ gresian eus keoded Korintos