Istor Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 45: Linenn 45:
Un nebeut lec'hiennoù [[arkeologiezh|arkeologel]] zo bet kavet e Breizh :
Un nebeut lec'hiennoù [[arkeologiezh|arkeologel]] zo bet kavet e Breizh :
* Lec'hienn Sant Maloù Fili
* Lec'hienn Sant Maloù Fili
(e-kichen Lohieg) An hini goshañ e [[Breizh]] eo al lec'hienn-mañ (war-dro 700 000 bloaz kent Jesus-Krist)
(e-kichen Lohieg) An hini goshañ e [[Bro-Vreizh|Breizh]] eo al lec'hienn-mañ (war-dro 700 000 bloaz kent Jesus-Krist)
* Lec'hienn Menez Dregan
* Lec'hienn Menez Dregan
(war gumun Ploeneg) war-dro 450 000 bloaz kent J.-K
(war gumun Ploeneg) war-dro 450 000 bloaz kent J.-K

Stumm eus an 20 Gwe 2004 da 14:35


Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan

Prezantiñ

Ar ragistor

Ar paleolitik

Oadvezh ar maen benet eo ar paleolitik, betek 5 000 kent J.-K.
D’ar mare-se e oa rouez an dud, chaseal a raent mamouted, ourzed, tigred, kirvi ha loened all c’hoazh.

Un nebeut lec'hiennoù arkeologel zo bet kavet e Breizh :

  • Lec'hienn Sant Maloù Fili

(e-kichen Lohieg) An hini goshañ e Breizh eo al lec'hienn-mañ (war-dro 700 000 bloaz kent Jesus-Krist)

  • Lec'hienn Menez Dregan

(war gumun Ploeneg) war-dro 450 000 bloaz kent J.-K

  • Lec'hienn Sant Kolomban

(e-kichen Karnag) war-dro 400 000 bloaz kent J.-K

  • Lec'hienn Grainfollet

(e-kichen Sant Servan) war-dro 90 000 bloaz kent J.-K

  • Lec'hienn Menez Dol

(e-kichen Dol) war-dro 70 000 bloaz kent J.-K

Ar mezolitik

(etre 5 000 ha 3 500 kent J.-K )

E-pad ar maread-se e klouaras an hin ha resed ar mor da uhellaat kalz. Kresk a reas koadoù gwez-bezv, derv ha kelvez e-lec'h stepennoù ar paleolitik.

En Enez Tevieg e-kichen Kiberen ez eus bet kavet roudoù eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi, yourc'hed ha lern. Pesketa ha kreginna a raent ivez a-benn debriñ.

Laket e veze korfoù ar re varv ba fozioù gant o binvioù. An dra-se a ro da soñjal la krede an dud en un dra bennaket, ur seurt relijion marteze.

An neolitik

(etre 3 500 ha 1 500 kent J.-K )

Oadvezh ar maen levnet eo an neolitik.

E-pad ar maread-se e teuas tud deus ar Mor-Kreiz da vevañ e-barzh ar ledenez, ha krog an dud da vevañ skoachet un tamm. Ur relijïon nevez hag uzajoù-bez nevez a zeuas gante. Stagañ a raent da c'hounit plant, ha da zoñvañ loened. Sevel a raent lochennoù ha fardañ a raent podoù-pri evit miret hag aozañ boued. Sevel a raent savadurioù maen ive : karnioù, alezioù-goloet ha peulvanoù.

  • Karnioù

Ar c'harnioù a oa bezioù evit strolladoù tud, familhoù pe meuriadoù.

Karn Barnenez e Plouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetañ e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel.

Karnioù all zo e Landeda, Gwitalmeze ha Karnag.


  • Alezioù-goloet


  • Peulvanoù

Ur peulvan zo ur maen a-blom, bet plantet e-barzh an douar da vare ar ragistor pe ar c’hent-istor. Bez e vez peulvanoù distro. A-wechoù all e vezont plaset a-regennoù. Ral a wech e vezint war gelc’h ; neuze e vez graet « cromlech-ioù » anezhe, pe « krommlec’hioù » (dont a ra ar ger deus ar c’hembraeg).

An henamzer

Mare ar c'halianned


Pemp pobl gallianed a oa en arvorig :

Ar c'hrennamzer

( 5vet - 8vet kantved) Ar vretoned o tont en arvorig


Rouantelezh Breizh

( 9vet - 10vet kantved )


Mare ar feodelezh

( 10vet - 14vet kantved )


Amzer a-vremañ

(20vet - 21vet kantved )

Rannvro Breizh
Titouroù
Pennlec'h ar vro: Roazon
Poblañs


 - En holl
 - Stankted


2 972 700 anh. (2003)
107 anh/km²

Gorread 27 208 km²
Arondisamantoù 15
Kantonioù 201
Kumunioù 1 268
Pennrener Kuzul Rannvro Jean-Yves Le Drian
Departamantoù
Aodoù-an-Arvor (22)
Ill-ha-Gwilen (35)
Mor-Bihan (56)
Penn-ar-bed (29)