Hamburger : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: gl:Hamburguesa
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: bg:Хамбургер
Linenn 26: Linenn 26:
[[ang:Hāmburga]]
[[ang:Hāmburga]]
[[ar:هامبرغر]]
[[ar:هامبرغر]]
[[bg:Хамбургер]]
[[ca:Hamburguesa]]
[[ca:Hamburguesa]]
[[cs:Hamburger]]
[[cs:Hamburger]]

Stumm eus an 8 Eos 2009 da 16:59

Hamburger

Un hamburger a zo ur sandwich, ennañ kig drailhet (kig bevin peurliesañ) poaz, krizaj ha lipig. An anv a zeu eus ar ger alamanek Hamburger, da lavaret eo annezad Hamburg. Rak dav eo gouzout e vez vez anvet ar meuzoù en Alamagn diwar anv o lec'h orin. War a seblant e voe impljiet kig moc'h rostet er penn-kentañ : brudet eo annezidi Hamburg da vezañ debrerien kig moc'h. Tamm-ha-tamm e voe implijet kig bevin. Ar sekred-kegin a zo bet treuzkaset d'ar Stadoù-Unanet e-kerzh an XIXvet kantved, pa voe treuzet ar meurvor Atlantel gant martoloded alaman hag a veaj war vourhz bagoù "Hamburg-Amerika line". War vourhz ar vag just a-walc'h e vije roet ur meuz heverk eus Hamburgh, ennañ kig drailhet, formaj, hag ognon mesket. Hiziv an deiz e servij ar ger hamburger da aroueziñ ar sandwich e-unan hag an tamm kig a zo ennañ. Dav eo gouzout n'eus liamm ebet etre ar ger hamburger hag ar ger saoznek "ham" (morzhed-voc'h).


Er bed a-bezh

Un hamburger a c'haller debriñ er bed a-bezh hiziv an deiz. Fardet e vez gant embregerezhioù boued fonnus etrebroadel. An hini brudetañ o vezañ McDonald's. Daoust da se e seblant meuzioù all, evel ar bizza pe ar c'hebab bezañ ken brudet all, ma n'int ket brudetoc'h. Ar re ne vezont ket laouen gant ar bedeladur a lavar ez eo an hamburger unan eus arouezioù an impalaerouriezh amerikan er bed. Leun a galoriennoù eo an hamburger, hag e broioù zo ez eus bet aozet prosezoù gant tud o doa debret kalz anezho hag a oa deuet da vezañ kofek.

  • En Alamagn e kaver ur sandwich anvet Bremer (eus Bremen) : un hamburger eo, ennañ un tamm pesk e-lec'h an tamm kig.

Istor

Pa'z eas John Kennedy da Verlin da zistagañ Ich bin ein Berliner n'eas ket da Hamburg d'ober kemend-all, siwazh d'ar farserien.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.