Mas : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lamet kuit eo bet ar restr ''Kilogram.jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant Martin H.
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: ml:പിണ്ഡം
Linenn 1: Linenn 1:

An '''tolz''' zo ur [[mentenn|ventenn]] [[fizik]]el dezverkus eus ar c'hementad danvez zo en ur c’horf<ref>A-wezhioù e reer gant ar ger "mas".</ref>. Ur perzh diazez eus an danvez eo an tolz hag anadiñ a ra dre [[diemluskted]] ar c'horfoù hag o etreober [[gravitadur]]el.
An '''tolz''' zo ur [[mentenn|ventenn]] [[fizik]]el dezverkus eus ar c'hementad danvez zo en ur c’horf<ref>A-wezhioù e reer gant ar ger "mas".</ref>. Ur perzh diazez eus an danvez eo an tolz hag anadiñ a ra dre [[diemluskted]] ar c'horfoù hag o etreober [[gravitadur]]el.
E reizhiad etrebroadel unanennoù ar fizik (S.I.) ez eo ar [[kilogramm|c’hilogramm]] hag a dalvez da unanenn dolz ha neket ar gramm (g). Implijet e vez ivez an [[tonenn (tolz)|donenn]] zo par da 1000 kg hag an [[unanenn tolz atomek]].
E reizhiad etrebroadel unanennoù ar fizik (S.I.) ez eo ar [[kilogramm|c’hilogramm]] hag a dalvez da unanenn dolz ha neket ar gramm (g). Implijet e vez ivez an [[tonenn (tolz)|donenn]] zo par da 1000 kg hag an [[unanenn tolz atomek]].
Linenn 139: Linenn 137:
[[lv:Masa]]
[[lv:Masa]]
[[mk:Маса]]
[[mk:Маса]]
[[ml:പിണ്ഡം]]
[[ml:ദ്രവ്യമാനം]]
[[mr:वस्तुमान]]
[[mr:वस्तुमान]]
[[ms:Jisim]]
[[ms:Jisim]]

Stumm eus an 19 Gou 2009 da 23:44

An tolz zo ur ventenn fizikel dezverkus eus ar c'hementad danvez zo en ur c’horf[1]. Ur perzh diazez eus an danvez eo an tolz hag anadiñ a ra dre diemluskted ar c'horfoù hag o etreober gravitadurel. E reizhiad etrebroadel unanennoù ar fizik (S.I.) ez eo ar c’hilogramm hag a dalvez da unanenn dolz ha neket ar gramm (g). Implijet e vez ivez an donenn zo par da 1000 kg hag an unanenn tolz atomek.

Tolz ha kementad danvez

Ne vez ket muzuliet ar c'hementad danvez gant an tolz !

Reizhiad etrebroadel an unanennoù a laka ur c'hemm diazez etre ar c'hementad danvez, muzuliet e moloù, hag an tolz, muzuliet e kilogramm.

Setu amañ ur skouer. Tri mol heliom 4 zo enne ar memes niver rik a broton, a neutron hag a elektron, da lavaret eo ar memes kementad danvez rik hag ur mol karbon 12, eleze 6 mol proton, 6 mol neutron ha 6 mol elektron. Met tolz ur mol karbon 12 a dalvez 12 gramm dres (Dre dermenadur niver Avogadro) tra ma talvez tolz an tri mol heliom 4 kement ha 3 x 4,0026[2] = 12,0078 gramm. Kementadoù danvez heñvel-rik a c'hall eta kaout tolzoù disheñvel.

Er skouer uheloc'h e c'haller displegañ ar c'hemm en tolz gant an diforc'h etre energiezhoù ereañ derc'hanel an heliom hag ar c'harbon.


Tolz ha pouez

Arabat eo kemmeskañ an tolz hag ar pouez, gant hemañ ziwezhañ evez muzuliet an etreober etre an tolz hag ar park gravitadur (Un nerzh eo ar pouez).

Dont a ra ar mesk a vez etre an tolz hag ar pouez eus ar fed ez eo bet implijet pell ar memes ger "kilogramm" evit envel unanennoù muzuliañ an daou gementad fizikel-se zo disheñvel bras o natur. O c'hevatalennoù da bep hini, M ha ML/T², en diskouez splann. Reizhiad etrebroadel an unanennoù (SI) en deus reizhet ar meskaj-se peogwir e vez muzuliet an unanenn nerzh, hag an unanenn pouez ivez eta, e newtonoù (N).


Notennoù

  1. A-wezhioù e reer gant ar ger "mas".
  2. Taolenn beriodek an elfennoù. a ro un tolz atomek relativel 4.002603250 evit an izotop 4He.


Patrom:Liamm PuB

Patrom:Liamm PuB